retour à la page d'accueil

pages 211, 212, 213

Pages 211, 212, 213

*******

Naontekvet devez a viz Meurz

SANT JOZEF

Pried Mari

Tad mager Hon Zalver Jezuz-Krist ha Patron an Iliz

----------------

Jozef eo, goude an Itron-Varia, tostan hini a zo da Zoue, en gloar ar baradoz, hag an hini a dle bezan enoret ar muian gant ar gristenien war an douar. 

Darn a lavar e oa lemet ar pec'hed orijinel diwar e ene, arôk e c'hinivelez, evel ma tigouezas gant sant Yan-Vadezour. Ar Skritur-Zakr, pa gomz diwar e benn, a lavar d'imp e oa just, da lavaret eo, e oa an holl vertuziou o vleunian ken kaer ha ken kaer, en e ene. 

Abalamour da ze, en devoe an enor da vezan dibabet evit bezan pried ar Werc'hez Vari ha tad ar Mabig Jezuz, dirak an dud. Gwelet ha klevet a reas an hini a glaskas eleiz a rouaned gwelet ha klevet, ha n'eo ket hepken e welet hag e glevet a reas, mes zoken e zougen, e vriata, e wiskan, e vagan hag e ziwall. Pa ouezas e klaske Herodez lemel digantan e vue, ec'h eas gantan d'an Ejipt. Pa deuas kelou d'ezan e oa maro e enebour, e tizroas gantan da Nazareth. Lenn a reas d'ezan istor e vro ha lezen Moïzez. Da ze ar Sabat, hen c'hase gantan d'an tibedi da rentan, evel den, e zle d'an Otrou Doue.

Bep bla, evel ar Judevien-all, ec'h ee gant goueliou Pask da Jeruzalem. Da daouzek vla, Jezuz a yeas gantan, a oe kollet er gêr zantel, kavet, goude tri devez, etouez an doktored sebezet ouz e glevet. Ar bugel-Doue a zizroas gant e gerent da Nazareth, hag a zente oute; kreski a rê en ment, en nerz hag en furnez : an denvalijen a rê bepred an dro da di al labourer Jozef, mes ar sklerijen a greske en diabarz.

Jezuz a zeskas micher e dad-mager. Al labour n'eo bet biskoaz eun dizenor evit den, na, zoken, ar baourente : n'eus nemet an dienez re vras, hag a deu dre leziregez, a gement a zo mezus, abalamour ne gouez enni nemet an dud lôsk ha didalve.

Jezuz a dremenas laouen e yaouankis en ti-labour Jozef; n'eo ket an danve hag ar renk eo a lak an den da vezan eürus ha galloudus war an douar-man !

Jozef, koulskoude, ne welas ket ar vrud eus e vab o vont 'mesk an dud. Arôk m'en em lakas Jezuz da embann an Aviel, Jozef a dremenas etre e zivrec'h ha re Mari hag e tiskennas da gaout au eneou mat, maro abaoue ar penn kentan eus ar bed : « Tridet, emezan, ha taezet el levenez; me 'm eus gwelet ar gliz o tiskenn eus an nenv; me 'm eus gwelet an Hini a c'hortozet, mab bihan David, krouadur binniget ar Werc'hez, an Hini zo digaset evit bezan hon Hanterour hag hon Dasprener, Jezuz-Krist, Salver ar bed. »

Sant Jozef, abalamour d'ar maro kaer en deus bet, a zo lezhanvet «Patron ar maro mat», hag abalamour m'eo bet, war an douar-man, mirer ar Mabig Jezuz, ha ma tiframmas anezan digant ar maro, Pi IX, d'an 8 a viz kerzu 1870, hen c'hemeras da batron an Iliz hag a c'hourc'hemennas ober Gouel sant Jozef, patron an Iliz, d'an trede zul goude Pask.

---------------

KENTEL

A r maro mat

Tremzn a ra pep tra; endro d'imp, an deliou melen a gouez da rei o flas d'ar re neve; dreistomp, ar stered a varv, an eil goude eben, en donder an nenv; an dud, kouls hag an treo, a dremen ive. Ar Spered-Santel hel lavar d'imp : « An den, emezan, a vev nebeut amzer hag a dremen evel eur skeud, eul luc'heden, eur bouilh-moged; evel eur vleunien a zigor diouz ar beure, a ve en he c'haeran da greiste hag a ve goenvet ha flastret etre dreid, a-benn an noz

Ar skiant-prenan hen desk d'imp ive. Pelec'h eman meur a hini eus ar re a welemp dec'h war hon zro ? Tremenet int. Tremenet int, hag en o zouez bugaligou, n'o deus ket bet amzer awalc'h da gutuilh eur vleunien war hent ar vue.

Tremenet int, hag en o zouez pôtred yaouank diskaret gant falc'h didruean Ankou en kreiz o yec'hed. en kreiz o brud, en kreiz o gened, a-vec'h m'oa boulc'het gante an erven gentan eus o labour.

Tremenet int, hag en o zouez tud en oad, tud koz, o deus anavezet ar vue ha ne chom gante, marteze, nemet enkrez ha c'houervoni. Hag etouez ar re a vale hirie a bep tu d'imp war hent ar vue, pelec'h e vezo meur a hini aneze a-benn varc'hoaz ? Tremenet e vefont.

Hag hon zro hon unan a zigouezo ive; tremen a refomp, ha hepdale, rak eus kavel-badeziant n'eus forz piou d'e gavel-be, n'eus ket kalz a hent.

Mervel a refomp, hep mar ebet !

Da be oad ? Den ne oar; ar maro a zo dall ha bouzar ! Pegoulz ? Den ne oar ! Penôs ? Den ne oar. En pe stad ? Eno hepken eman an dalc'h. Lod a varv oc'h ober ar vad; lod a varv oc'h ober an droug; peurliesan e varver evel ma ve bet bevet; pa vever mat, e c'heller fiziout war eur maro kaer; pa vever fall, e ve peurliesan, eur maro fall; gwir eo, al laer deou a oe laer betek penn, p'eo gwir e laeras, zoken, ar baradoz, e vevas fall hag e varvas mat. Mes ma zo eul laer mât, evel a lavar sant Augustin, evit ne gollfomp gwech ebet fizianz, n'eus nemet unan, evit n'hon devo ket re.

Ar gwellan doare da vervel ervat eo eta bevan ervat, ha bezan devot da zant Jozef, patron ar maro mat.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica