pages 213, 214, 215
Pages 211, 212, 213
*******
Ugentvet devez a viz Meurz
SANT SIRIL
Eskob Jeruzalem (315-386)
Siril, ginidik eus Jeruzalem, a oe savet eno. An eskob Maker hen greas avieler er bla 335; an eskob Maxim (hen belegas dek vla goude, hag a roas d'ezan da gelenn an dud a oa o c'hedal ar vadeziant. Ter gentel warn-ugent, savet d'eze gantan, a zo deut betek ennomp.
War-dro ar bla 350, e oe hanvet da eskob en Jeruzalem. Adalek neuze, an Arianed a glaskas trabas outan dalc'h-mat. An impalaer Konstans, laket droug ennan gant Akas, eskob arian Sezare, hen harluas diou wech, er bla 358 hag er bla 360.
An impalaer Valans hen harluas evit an dervet gwech, er bla 367; war bemp bla ha tregont ma oe eskob, e tremenas c'houezek aneze en harlu.
En e arnzer, etre 361 ha 363, e klaskas an impalaer Julian adsevel templ Jeruzalem, diskaret gant an impalaer Titus (70).
Jezuz-Krist en devoa lavaret e vije diskaret ha ne chomje ket eur men anezan war eun all. Julian, kristen dre e vadeziant, ha pagan dre e oberou, a c'hoantaas tapout Doue da c'haouiad. Rei a reas urziou, lakat a reas ar Juzevien da drei a-du gantan; en em gargan a reas e-unan da glask tud ha treo; fïziout a reas al labour en e vignon Alypius, o lakat etre e zaouarn holl densoriou ar gouarnamant.
Ar Judevien, o klevet eun hevelep neventi, a dridas gant ar joa; diredek a rejont, a bep tu, da rei an dorn, hag e stagjod gant al labour.
Kristenien Jeruzalem, o welet lorc'h ar Judevien, a gemere aon : « Ne lakfont ket eur men war eun all, a lavare d'eze Siril. »
Gwir a lavare. Eur c'hoz tamm moger bennak, hag a chome c'hoaz en o zav, abaoue dismantr Titus, a oe peur-ziskaret, hag en doare-ze, komz Hon Zalver a deuas da wir, ger evit ger.
Kerkent en em lakjod da doullan, evit diazezan ar mogeriou neve. N'oa ket peurc'hrêt al labour-ze ma c'hoarvezas tôliou hag a spontas al labourerien. Aveliou a stlabeas o zreo hag an douar a grenas.
Eun nebeut deveziou goude, al labourerien a welas boulou tan o tont eus an douar hag o redek war o lerc'h; darn aneze a oe devet, darn-all mouget gant ar moged; darn-all a redas, gant ar spouroun, da guzet en iliz tostan. Derc'hel rejod c'hoaz gant al labour, mes an tan a oe gwelet ouspen eur wech o tont eus an douar, ar pez a lakas ar Judevien o-unan da fallgaloni.
Kement-man a zo komzou anezan, n'eo ket hepken en skridou ar gristenien, mes zoken en skridou an heretiked, ar judevien hag ar baganed. An impalaer Julian en devoe eun tamm brao a vez war-lerc'h an tôl-ze. Nebeut goude, en eur brezel, e oe skoet gant eur bir, «hag e varo, eme sant Gregor Nazianz, a roas ar vue d'ar rest eus ar bed.»
Siril a varvas gant e zek vla ha tri-ugent. Eskob oa pemp bla ha tregont a oa. Leon XIII a roas d'ezan al lez-hano a zoktor hag a gemennas lavaret e ofls hag e oferen dre an Iliz a-bez.
----------------
KENTEL
Ar ger divezan a vo da Zoue
Ober a rêr pep tra evit skuizan an Otrou Doue, evit lakat anezan da zilezel e garg, evit teuler anezan er-mêz eus ar vro, evit ober d'ezan chom en e varadoz; ha daoust da ze, Doue a zalc'h da ziskouez e c'halloud. Ar Judevien o devoa laket Jezuz-Krist hag e verzerien gentan d'ar maro; flastret int bet; o zempl a zo bet tangwallet, o c'her dismantret, hag abaoue naontek kant vla m'eo 'n em gavet an dra-ze, kaer o deus kaout danve, kaer o deus kaout skoazel, n'o deus ket gellet na n'hellfont biken dont a benn da ziazezan a-neve o rouantelez war an douar-man. Klasket o deus eur wech, n'int ket prest da glask diou. Skrijus oa ar pez o devoa grêt; euzus eo ar malloz a gerz d'o heul.
Impalaered Rom, epad 250 vla, a reas pep tra, an eil goude egile, evit diskar an Iliz. Eun amzer a deuas hag o zrôn a oe diskaret. Klasket o devoa trec'hi Jezuz-Krist; Jezuz-Krist en devoa o zrec'het, evel ma trec'h ha ma trec'ho bepred kement hini a raïo brezel d'ezan.
Ma ne ve ket nerzus awalc'h e Galon-Zakr evit chachan an holl betek ennan, e zivrec'h a vo hirr awalc'h evit ne chomo ket unan hep paean e zle d'e justis.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |