pages 215, 216, 217
Pages 215, 216, 217
*******
Kentan devez warn-ugent a viz Meurz
SANT BENEAT
Abad ha tad ar venec'h eus a vroiou ar c'huz-heol (480-543)
----------
Da bevarzek vla, Beneat, den yaouank a renk uhel eus an Nursi, a oa oc'h ober e studi en Rom. O welet dizurziou ar bôtred eus e oad, e tec'has diouz kêr hag en em dennas en Subiako, en eul lec'h goue, dindan eur garreg, hep gouzout e-unan penôs e raje evit bevan eno.
Ne oa nemet eur manac'h, e hano Roman, oc'h anaout e beniti; hennez a zigase d'ezan e vevanz hag e wiskamant.
Eun devez, an drouk-spered a glaskas lakat siou fall ar galon da rei lamm d'ezan, mes an den yaouank vertuzus a 'n em dôlas kerkent e-touez eur c'harziad drez, hag a 'n em ruilhas enni 'c'han ma oe trec'h e ene d'e gorf.
Koulskoude, ar vrud anezan a yeas dre ar vro, ha menec'h a deuas da c'houlenn bevan dindan e urziou. Ar re gentan a deuas avat, hen c'havas re striz hag a dôlas, eun devez, ampoezon en e win; a drugare Doue, Beneat, arôk evan, a reas sin ar groaz war ar weren, ha houman a faoutas dustu etre e zaouarn.
War-lerc'h an dra-ze, menec'h-all a deue bemde d'e gaout; sevel a reas' aouzek manati evite. Digeri reas ive eur skol, a deuas enni holl vugale tudchentil Rom. Ac'hane, ec'h eas gant e venec'h da chom da Venez-Kasin. Eno, en amzer goz, e oa bet eur gêr, a chome an dismantrou anezi, gant templ Apollon, zoken, en e zav.
En kreiz an dismantrou-ze, Beneat a zavas e vanati, a deuas da vezan brudet dre ar bed holl. Er bla 529, e savas e reolen evit e venec'h; pevarzek vla goude, oa anavezet dre an Europ a-bez; er bla 505, e oe kavet mat gant ar pab Gregor-Meur e-unan.
Koulskoude, an drouk-spered a glaskas dalc'h-mat enebi outan; mes ar zant a yee war rôk ha ne rê van ebet outan.
Eun devez, eur paourkez den a deuas da skei war dor ar manati da c'houlenn ar zant. E vabig bihan neve varo a oa gantan, hag e felle d'ezan e roje Beneat ar vue d'ezan adarre. Ar zant, o welet pegen doaniet oa an tad, a stouas e-tal ar c'horf maro, hag o sevel e zaouarn etrezek an nenv, e lavaras :
« Otrou, na zellet ket ouz ma fec'hejou, mes ouz fe an den-man, ha roët d'ar c'horf-ze an ene ho peus lemet dioutan. »
Raktal m'eo grêt ar bedennig-ze, korf ar c'hrouadur a gren; Beneat a grog en e zorn hag a ro anezan d'e dad, seder ha leun a vue.
En Mene-Kasin, evel en Subiako, Beneat a zigoras eur skol evit ar yaouankiz diwar-dro; sant Thomas Akin a vo, divezatoc'h, skolaer enni.
Totila, roue ar Gothed, o vezan klevet hano anezan, a c'hoantaas gouzout hag-en a oa ken galloudus ha m'en devoa brud. Kas a reas tud e lez en e rôk d'e gaout, goude bezan gwisket e zilhad da unan aneze. P'en em gavas heman, Beneat a lavaras kerkent : « Tenn an dilhad-ze, ma mab, rak n'eo ket da re int. »
Totila, o klevet kemend-all, a c'hourvezas gant doujanz dirak ar zant. Heman a grogas en e zorn hag a reas d'ezan sevel en e zav : « Eleiz a zroug ho peus grêt, emezan, ha derc'hel a ret d'ober bemde; poent eo d'ac'h paouez gant ho fallagriez. Mont a refet da Rom, ren a refet nao bla, hag en dekvet e varvfet. »
Ar roue spouronnet a 'n em erbedas ouz Beneat, hag adalek neuze betek e varo e oe mat evit e bobl.
An abad santel, eun nebeut miziou arôk mervel, a roas da anaout ive de e dremenvan hag a lakas toullan e ve c'houec'h devez arôk ma oe sebeliet eunan.
Mervel a reas en iliz.
--------------------
KENTEL
Reolen sant Beneat
Reolen sant Beneat a dalvezas da skouer d'an holl reolennou-all a oe savet war he lerc'h. Setu perak e kavomp mat rei he gourc'hemennou brasan.
I. — Ar beden. — Ofis an de hag ofis an noz a ve kanet pen-da-ben. Ar beden a spered a c'heller d'ober, gant ma vezo berr ha c'houek.
II. — Al labour. — Seiz heur labour-korf, ha diou heur labour-benn bemde a reio pep manac'h.
III. — Ar yun. — Yun a dleer bemde, adalek hanter miz gwengolo betek goueliou Pask.
IV. — Bevans ha gwishamant. — Gallout a rêr kaout eur banne bihan a win bemde; tamm kig ebet, avat, epad ar bla, nemet klanv a vefed.
Evit gwiskamant, zo eur zaë du, eux skapular du hag eur vantel war lein, da lakat pac'h êr d'an iliz.
Evit an noz, ar venec'h a c'hourvez war o gweleou, pep-hini en e hini, gant o dilhad hag o boutou.
V. — An abad. — An abad a zo hanvel gant ar re a zo dindannan, hag a dle chom en karg betek e varo. Pa ve aferiou bras da zibunan, e tle goulenn ali e venec'h, kouls hini ar re yaouankan ha hini ar re gosan.
VI. — Henvel dirak ar reolen. — Au holl venec'h o deus kement ha kement da ober; pep-hini aneze, daoust pegen bras ôtrou a oa anezan pa oa er bed, a dle, eur wech en em gavet er manati, ober ar gegin ha serviji ouz tol, d'e dro.
VII. — Digemer. — Ne vezer digemeret en Urz nemet goude daou vla êsa. Ar vugale a c'hoanta dont ebarz a renk bezan kinniget gant o zud.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |