pages 218, 219, 220
Pages 218, 219, 220
*******
Eil devez warn-ugent a viz Meurz
Sant Simeon Stylit(1)
(***-460)
Bue ar zant-man a zo leun a dreo burzudus ha souezus da glevet. Rak-se, n'eo ket bet skrivet evit servijout da skouer d'ar gristenien, ha ne c'houlenner digant den bevan evel m'en deus bevet; mes Doue, dre eur vue ken dishenvel diouz hini an dud-all, a zo bet falvezet gantan diskouez d'imp pegen uhel e c'hell sevel an eneou a selaou e gomzou.
Simeon a oa ginidik eus bro ar Siri. Tremen a reas e vlaveziou kentan o tiwall an denved. Eun devez ma oa re
fall an amzer da gas an anevaled er-mêz, Simeon a yeas d'an iliz hag eno e klevas ar c'homzou-man eus an Aviel : « Eûrus ar re a ouel;
eürus ar re a zo glan a galon. » Ar c'homzou-ze a yeas don en spered hag en kalon ar pôtrig trizek
vla. Goulenn a reas digant eun den koz a oa eno petra ziniflent ha penôs e c'helled senti oute : « Eürus eo, eme an den koz, ar re a ouel d'o fec'hejou hag a ra pinijen aneze.
» Suran doare da gaout an eürusted-ze, eo tec'hel pell diouz trouz ar bed, ha tremen ar vue o yun hag oc'h ober pinijen, evel ma rêr er c'houentchou ! »
Simeon a dremenas eiz devez en eul lec'h distro, o pouezan ar c'homzou-ze, hag a yeas goude da c'houlenn digor en eur gouent hag a oa enni kalz menec'h. An tad-abad, o welet e c'hoant da zerviji Doue, a zigemeras anezan. Hepdale, Simeon a zavas dreist ar re-all, dre e spered a binijen hag e aked d'ar beden. Abarz nemeur, abad ar gouent, aon gantan na deuje Simeon da lakat ar venec'h-all da fallgaloni, hen alias da vont dônoc'h er gouelec'h. Ar manac'h yaouank a zentas hag a yeas d'ober e chomaj en eul lochen dirapar ha pell a bep lec'h.
Eno, leun a fizianz en Doue, hag evit heuilh ar skouer roët gant Jezuz-Krist, e reas e zonj da dremen ar c'hoareiz pen-da-ben hep kemer an disteran bevanz. D'ar Zul-Fask, eur beleg o vezan deut d'hen gwelet, a gavas anezan ken dinerz ma oa dare da vervel. Kommunian a reas ha kerkent e teuas d'ezan e nerz koz. Ober a reas kemend-all er blaveziou war-lerc'h, ha Theodoret a lavar en devoa tremenet evelse eiz koareiz warn-ugent, d'ar mare ma skrive e vue. Er rest eus ar bla, e tebre ken nebeut ma n'en devoa, kouls lavaret, ken magadurez nemet ar pez a gemere ouz tol ar Zakramant, a dostae outi beb eiz de.
Goude bezan tremenet tri bla el lochen-ze, Simeon a yeas pelloc'h c'hoaz hag a zavas war c'horre eur mene. Sevel a reas eno peder moger, hag en em stagas etreze gant eur chaden a oa eur penn anezi endro d'e droad hag egile stag ouz eur men bras ha ponner.
En doare-ze e veve e-unanik, e spered dalc'h-mat troet warzu an Hini a zo dreist an heol hag ar stered. Mes e zantelez a yeas buhan ar vrud anezi dre ar bed holl, kouls lavaret, ha hepdale, an ermit a welas, a bep lec'h, tud o tont da c'houlenn kuzul digantan, ha klanvourien o tont da c'houlenn ar yec'hed.
Eleiz o deveze c'hoant da douch eun dra pe dra outan; darn, zoken, a yee betek troc'han ar c'hrec'hen loened a rê e wiskamant. Evit kaout peuc'h, Simeon a zavas eur peul men hag a bignas war e leuren da vevan. Ar peul-ze a oe uhelaet e leuren diou pe der gwech, hag abarz ar fin en devoa c'houec'h troatad ha tregont a uhelder; n'en devoa nemet tri droatad lec'hed diwar c'horre, hag evelse ar zant n'helle ket gourvez.
Eun doare bevan ken iskis a lakas an teodou da vont endro. Lod a gemere anezan evit eur brabanser, lod-all, evit eun den troet e spered. Ermited an Ejipt o-unan a gavas abeg ennan : « Red eo, emeze, mont a-beurz an eskibien da lavaret d'ezan diskenn ac'hane. Ma ne fell ket d'ezan, e vezô skler d'an holl n'eo ket spered Doue eo hen dalc'h eno; ma sent, er c'hontrol, ne vezo douetans ebet eo dre volonte Doue e ren ar vue-ze. »
Ar relijius karget eus ar gefridi a zigouezas en traou ar peul hag a lavaras da Zimeon oa bolonte an eskibien e tiskennje ac'hane.
- Dustu, eme Simeon, gant eun êr laouen; digaset d'in eur skeul, hag ec'h an e traou.
- N'eo ket red, eme neuze ar manac'h-all; ho sentidigez a ziskouez e ret aze bolonte Doue; chom a c'hellet.
Eno ar zant a dremene e amzer o pedi Doue, en e zav pe war e zaoulin. E beden a bade eus a guz-heol betek ter heur goude kreiste an de war-lerc'h. Er rest eus an de, e prezege d'an dud a veze e traou e beul, e paree ar re glanv hag e lake ar peuc'h etre an enebourien. Daoust d'eur vue ken rust, e veze bepred laouen ha karantezus, ha kammed ne wall-responte den ebet. An eskibien hag ar rouaned a c'houlennas kuzul digantan; santez Jenovefa eus a Bariz a 'n em erbedas outan; n'eo ket hepken eus ar Spagn hag eus Bro-C'hall, mes zoken betek eus Breiz-Veur ec'h ee tud d'e gaout.
N'oufe den niveri ar bec'herien hag ar baganed
konvertiset dre nerz e brezegenuou ha skouer e vue garo. Mervel a reas war-dro ar bla 460, oajet a zek
vla ha tri-ugent. Tremenet en devoa war e beul tost da zaou-ugent vla. Goude e varo, arc'heskob Antioch ha tri eskob-all a ziskennas ar c'horf d'an traou hag a zougas anezan, gant kalz respet, betek kêr Antioch. Ar c'hanv d'ezan a oe bras dre ar vro a-bez.
(1) Gouel ar zant-man a zigouez d'ar o a viz genver.
-----------------
KENTEL
Pep tra a gomz eus Doue
Ar zant-man n'en deus ket digoret kalz a levriou na bet kalz a vistri war e dro d'e gelenn, ha koulskoude, eo bet eur burzud en e amzer. E holl zeskadurez eu devoa tennet eus levr bras ar bed, digoret bernde ken kaer dirak an holl, hag a zo, koulskoude, nebeut awalc'h a dud o c'houzout lenn mat ennan.
War an douar-man, ne welomp ket Doue en e sked, tâl-ouz-tâl, evel m'eman; en levr ar bed enaan e skeud, hag ar skeud-ze, seul-vui e chomer da bleustri warnezan, ha seul welloc'h e teuer da anaout Doue.
Nag a urz, nag a c'halloud, nag a c'hened a zo en nenv ha war an douar, en treo a welomp hag er re ne welomp ket ! Nag a urz, nag a c'halloud, nag a c'hened a dle bezan en Doue, an hini en deus o c'hrouet !
Klasket an dud desketan a zo war an douar, lavaret d'eze ober eur c'hreunen ed, hag e vezo red d'eze anzav n'eman ket an dra-ze en o galloud.
Ha koulskoude, an dud a zo lorc'h enne gant o gouiziegez. Lavaret d'eze ober d'ac'h eur gelienen, hag e vefont nec'hetoc'h c'hoaz. Petra eo ar grouadurien-ze, koulskoude, en kichen an den a dennas Doue eus eun tamm pri, hag a zo frammet ken kaer en e gorf ha stummet kenkouls en e spered, ma oa hanvet « eur bed bihan » gant paganed an amzer goz !
Oh ! Otrou Doue, ar skeud ac'hanoc'h hepken a welan, hag awalc'h eo evit ober d'am spered sebezi ! Grêt mac'h anavezin mui-oc'h-mui pegen bras oc'h evit mac'h anavezin gwelloc'h-gwell pegen dister on !
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |