retour à la page d'accueil |
pages 24-25-26-27
Pages 24, 25, 26, 27
Pempvet devez a viz Genver
SANT KONVOION
Abad Redon (*** - 871)
Breman zo 2000 bla, ar vro gaer ma vevomp enni a oa hanvet Bro-Arvor. C'houec'h
vla ha hanter-kant arôk donedigez Hon Zalver, Jul Sezar a drec'has an Arvoriz hag a lakas o bro dindan galloud ar
Romaned. Pemp kant vla goude, poblou goue an hanter-noz, an Alaniz hag ar
Zôzon, a zailhas war broiou ar c'huz-heol; gouen an Arvoriz a oe flastret hag an Arvor dévêt. (460). P'en em dôlas ar Zôzon da ober eus Breiz-Veur ar pez o devoa grêt eus
Bro-Arvor, e oent diarbennet epad daou-c'hant vla. Mes dre ma kreske o
niver, kaer a oa stourm oute, ar Vretoned, a-leiz, a lavaras kenavo da zouar kunv o
c'havel hag a deuas da zouaran war ôchou an Arvor.
Ouz o sturian e veze menec'h hag eskibien,
O devoa hent o bleinet (1) ouz an enebourien
Kentan tra a rejont, pa dôljont o zreid war ar
c'horn-douar-man, e oe e vadezi. E hanvan a rejont Breiz, hano ar vro goz. N'o devoa digaset gante nag
aour, nag ar-
(1) Da lavaret eo. o renet.
c'hant ; mes bezan o devoa eur yez pinvidik hag eur le virvidik, hapa ve lemm ar spered ha glân ar galon, gant
poanial, e teuer bepred a benn da 'n em denn.
An nebeut Arvoriz o devoa gallet tec'hel rak dir ha tan ar gouezidi, a zigemeras ar vadeziant ; meskan rejont o gwad gant hini ar
Vretoned, hag, eus daou rumm tud ma oant, e rejont eur bobl neve : hini Bretoned
Breiz-Vihan.
Mes abred e paouezjont da 'n em glevet, ar pez a roas tu da impalaer Bro-G'hall da gemer o bro da astenn e
rouantelez. Gant ar vez da vezan gouarnet gant diavezidi, e teujont adarre da 'n em
glevet. D'an 28 a viz genver 814, Charlez, an impalaer bras, a varvas. Raktal ar Vretoned a zavas en o
zav, a argasas eus ar vro o mistri gall, hag a lakas en o fenn tud eus o
gouen, eus o gwad.
Brezel a strakas. Morvân Lez-Breiz (1) ha Gwiomarc'h, rouaned Breiz, an eil warlerc'h
egile, a varvas evit harpan gloar ar vro ha dit'enn douar o c'havel.
Ar G'hallaoued a oa trec'h.
Br bla 826, an impalaer Loeiz a hanvas Nominoë, komt Gwened, da c'houarner
Breiz. G'hoant Nominoë oa rei lamm da waskerien e vro, mes, evit dont gwelloc'h a benn eus e
dôl, e kemeras e amzer. Er mare-ze, Breiz n'ee ne-met betek Gwened, ha c'hoaz ar gêr-ze a oa
d'ar G'hallaoued. Ar vro être Gwened hag an Naoned a oa eta eun ode, eun nor digor-kaer
d'ar G'hallaoued da zailhat war ar Vretoned. Keit ma ne vije ket stanket an hent-se hag astennet Breiz betek stêr Redon, Breiz a oa bepred skeu-dik he
doare.
G'houec'h beleg, Bretoned o c'houec'h, Konvoion en o fenn, a 'n em gargas eus al
labour-ze.
Konvoion a oa ganet en Komblesak, fin an eizvet kant-ved. Er bla 820, e oe
beleget, ha Raghener, eskob Gwened, a roas d'ezan unan eus ar c'hargou kentan en e
eskopti. Mes ar beleg yaouank a roas abred an dilez eus e garg. Gant pemp
beleg-all, ec'h eas etrezek arzav-heol. 0 vezan digouezet en Redon, e kavas al lec'h-ze diouz e zoare hag e
c'houlennas digant Ratuili Lesfao, perc'hen an douar, ôtre da ziazezan eno eur manati (832). Raktal e oe roët
d'ezan e c'houlenn. Ar manati-ze, savet gant Bretoned a bédé bemde evit
silvidige^ Breiz, a oa kenkoulz arru gant Nominoë ha ma oa gwelet fall gant ar
G'hallaoued.
(1) Witcar. kannad impalaer Bro-C'hall. a deuas eun devez da c'houlenn digantan truajou ar
Vretoned, lia Lez-Breiz a respontas : « Kerz prim da gaout da vestr. ha lavar
d'ezan n'on ket o chom war e zouar ha ne fell ket d'in plegan d'e lezennou. »
sua rura coïo, îtec sua. jura volot
EBNOLD LIE. III.
En amzer-ze (833), ao impalaer Loeiz a oe prizo-niet gant e
vugale. Nominoë a gemeras e du ac'liane evit ober eur baie betek manati Redon. Dont a rejod da lavaret d'an abad e oa letanant an impalaer o
c'hedal digor en kichen an nor-dal. Kerkent, Konvoion hag e venec'h a yeas da benn hent
d'ezan hag e zigemeras gant lidou kaer. Kalon Nominoë a dride, en de-ze, gant al
levenez. Kennerzi a reas servicherïen an Otrou Doue ; goulenn a reas sikour o
l'edennou, ha promet! ober vad djeze bemde, epad e vue.
Ouspen lavaret a reas, rak kinnig a reas d'eze, evel levé, an douarou a oa gant an abati hag ar re dostan
tro-war-dro. En ein dremen a reas ken brao, zoken, diouz an impalaer, ma stagas heman pemp parouz-all bennag ouz ar pez a oa roët
'benn neuze. (30 a viz est 836).
Menec'h Konvoion a labouras an douarou-ze. Tie-geziou Bretoned a zavas warneze a-gle hag a-zeou ; an hent a roë digor
d'ar G'hallaoued da zailhàt war Vreiz a oa stanket. Menec'h Redon o devoa grêt an toi.
D'an 20 a vezeven 840, Loeiz, impalaer ar G'hallaoued, a varve. Nominoë,
raktal, a zispakas banniéJ Breiz sonn hag uhel. Mab Loeiz. ar roue Charlez ar
Moal, a c'hoan-taas ober d'ezan he fïegan, mes trec'het e oe en Ballon, en miz mezeven 845. Breiz a oa
astennet, da vat, betek stêr Redon.
Nominoë a gasas neuze e vïgnon Konvoion da Rom, gant eur gurunen aour ha perlez, da
ginnig, en e hano, da Léon IV, a oa neuze war Gador sant Per.
Eskibien a oa d'ar c'J oulz-ze, en Breiz, re Wened, Kemper, Kastel-Pol ha Do],
hag, ouspen ne oant ket Bretoned, e oa meur a dra-all c'hoaz da damall d'eze. Nominoë a
c'houlenne digant ar pab o barn hag o zorri.
Goulenn a rê c'hoaz relegou unan eus ar pabed santel a oa bet kurunet o bue dre ar
verzerenti.
Goulenn a rê, dreist-oll, être da zougen kurunen ha da vezan kurunet gant an Iliz evel mestr en
Breiz.
Ar pab a roas da Nominoë kement a c'houlenne.
Betek neuze, arc'heskob Tour an evoa galloud war es-kibien Breiz ; eskopti Dol a oe grêt eun arc'heskopti
ane-zan. Ar pevar eskob gall a oe barnet ha torret, hag eski-bien breizad laket en o
lec'h. Eskibien Sant-Brieg ha Lan-dreger, eskibien heb eskopti, koulz lavaret, a oe savet peb
5 Genver
SANT KONVOION
a eskopti d'eze, 'n eur grennan diwar ar re-all tro-war-dro. Evelse e oe krouet seiz eskopti
Breiz, ha Breiz distaget a-grenn diouz Bro-G'hall, evit treo ar relijion kouls hag evit an
treo-all.
Nebeut goude, (848), holl beanou-bras ar vro a 'n em vodas en Dol, hag eno, dirak e
bobl, Nominoë a oe kurunet roue war Vrei% a-bez. An de-ze, hep mâr ebet, kalon Konvoion a dridas gant al
levenez, rak den, muioc'h evi-tan. n'en devoa roët dornda Nominoë da zigabestran ar
vro.
Nominoë a varvas tri bla goude-ze. War e varo, e c'houlennas bezan sebeliet en Redon (851).
Konvoion a veskas e relegou gant e re, ugent via ben-nak goude. Ar maro n'hallas ket lakat disparti
etreze, ken unanet 'vel m'oant bet en o bue.
---------------
(1) Da lavaret eo. o renet.
K E N T E L
Karante ar Vro
*****
Kerkent, hia ma tigor bon daoulagad da sklerijen ar bed-man, e welomp. a bep tu d'imp, treo hag a garomp. An treo-ze eo ar Vro.
Ar Vro eo an tiig-ze 'ch omp gant ennan; an tad, ar varmm, ar vignionied hon deus kavet endro d'hon c'havel. Ar Vro eo al lec'hiou dudius-ze o deus gwelet c'hoariou hon bugaleach. Ar Vro eo ar yez-ze hon deus desket war varlen hon mamm. Ar vro eo an iliz a blij d'imp mont da bedi ha da zaoulinan euni; ar vêred a guz, en he douar santel, relegou ar re a garemp; an douarou dru glebiet gant c'houezen ar re goz. Ar Vro eo ar madou a bep seurt, madou korf, madou spered, rnadou ene, madou diniver dastumet a nebeudou ha tamm dre damm, ha deut d'imp a rumm da rumm. Ar Vro eo kement-se.
Mervel o tifenn gwiriou Doue, evel ar verzerien, eo kaeran maro a oufed da c'hortoz. Mervel o tifenn gwiriouarVro eo kaeran hini a zo goude. Bezan galvet da vont da zoudard. evit ma kresko, dre ar peuc'h, madou ar Vro, eu zell eus ar re a deuio war hon lerc'h.a zo eun enor; n'eus nernet an enor da vezan galvet da vont da veleg hag a vet'e brasoc'h evitan. Karomp hon Bro-Vreiz a zo ôzet ken kaer evidomp gant Doue hag hon zent koz.
-----------------
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |