retour à la page d'accueil |
pages 28-29
Pages 28, 29
C'houec'hvet devez a viz Genver
GOUEL AR ROUANE
*****
Prest goude ma oe ganet Jezuz en Bethléem, en amzer Herodez, tri den eus ar zav-heol a deuas da Jeruzalem. Rouaned e oant, dre ma oa, war o zâl, kurunen an deskadurez hag ar velegiaj. Goulenn e rejont pelec'h e oa roue ar Judevien, neve ganet, « rak, emeze, ni hon deus gwelet e stereden er zav-heol hag a zo deut d'hen adori. »
Pa glevas ar c'helou-ze, ar roue Herodez a oe nec'het hag holl gêr Jeruzalem gantan. Ovezan dastumet pennou-bras ar veleien ha doktored ar bobl, e c'houlennas digante pelec'h e tlee genel ar G'hrist : « En Bethleem, emeze, rak skrivet eo en levr ar profed Miche : C'houi Bethleem, kêr a vro Juda, n'oc'h ket an disteran etouez kêriou ar vro-ze, rak ac'hanoc'h eo e savo an Hini a dle ren pobl Israël. »
Neuze Herodez a c'halvas ar rouaned en kuz, a c'houlennas digante pegoulz o devoa gwelet ar stereden, hag o kas aneze da Vethleem, e lavaras d'eze :
« Et, klasket mat ar c'hrouadur, ha p'ho pezo kavet anezan, dizroet da lavaret d'in, mac'h in, d'am zro, d'hen adori. »
An tri roue a 'n em lak eta en hent.
Ar stereden o devoa gwelet en o bro, hag a oa êt da guz p'o devoa 'n em gavet en Jeruzalem, a bar adarre dirak o daoulagad. Kas a ra ane da Vethleem, betek al lec'h m'eman ar bugel-Doue int deut da glask. Kaout a reont eno, etre diouvrec'h e vamm, eur c'hrouadur ha n'eo tamm dishenvel diouz ar vugaligou-all. Mes ar fe a ra d'eze anaout eo hennez Mab Doue en em c'hrêt den evit silvidigez ar bed. Goude bezan stouet d'hen adori, e kinnigjont d'ezan aour, ezans ha myr, an treo presiusan a zo en o bro : aour, d'e anaout evit o roue; ezans, d'e adori evel o Doue; myr, da ziskouel e kemerent ive anezan evit eur gwir den.
Goude bezan tremenet eur pennadig amzer en Bethleem, ha bezan bet, meur a wech, o taoulinan dirak ar Mabig Jezuz, ar rouane, war an ali roët d'eze en o c'housk gant eun êl, n'ejont ket da welet Herodez; distrei a rejont d'ar gêr, dre eun hent-all.
Setu aze perak e rêr hirie, en Iliz, gouel ar Rouane. Adalek an amzeriou kentan, ar gouel-man a zo bet lidet evel ar re gaeran eus ar bla. Hirie, n'eo mui gouel-berz, abalamour eman re dost da Nedeleg ; mes ar solanite a ve grêt ar zul warlerc'h.
------------------------
KENTEL
Doue a gomz d'an den
Doue hag an den, ar c'hrouer hag ar c'hrouadur, a dle 'n em darempredi, hep mar
ebet, war an douar-man. Kernent tra an eus krouet Doue, pa zeller piz, e weler an eus o
c'hrouet evitan e unan.
An treo divue hag an treo dispered a zo krouet evit an den, roue ar grouadurien; an den, d'e dro, a zo krouet evit Doue, roue ar bed holl. Krouet eo evit e welet hag e garet, en e skeud, war an douar-man, ha bezan barrek, dre eno, da vont d'e welet ha d'e garet en e sked, tâl ouz tâl, evel m'eman en gloar ar baradoz.
An den, anezan e-unan, n'ije biken anavezet ar gloar a zo ouz hen gortoz en tu-all d'ar vue-man. Biken, anezan e-unan, n'ije gouveet an tu da gemer evit 'n em gaout enni. Abalamour da ze, Doue an eus komzet dalc'h-mat d'e grouadurien muian-karet, abaoue ma zo dioute. N'eus kroaz-hent ebet war hent ar baradoz ha n'ije ket an den sklerijen awalc'h evit en em denni ennan. Gwaz a ze d'ezan mar 'n em goll ; n'evo nemetan e-unan da damall.
Doue an eus k.omzet d'e grouadurien muian-karet, en meur a zoare : drezan e-unan, evel pa gomzas da Adam, da Abraham, da Voïzez, d'ar Judevien; dre e êle, evel pa c'halvas ar bastored da graou Bethléem; dre dreo divue, evel pa c'halvas ar Rouane da vont da adori ar Mabig Jezuz, o lakât eur stereden d'o ren dre e Iliz, evel ma ra aboue m'eo pignet Jezuz-Krist en ne.
Frêsan ma c'haller klevet komzou Doue, eo dre c'henou an hini a zalc'h e blas war an douar, ar pab.
Doue a gomz d'an den, dre al levriou mat a lenn, ar skoueriou mat a wel, ar c'henteliou mat a glev, ar zonjou mat a ziwan en e spered, ar c'hoantegeziou mat a darz en e galon.
Ya, Doue, en gwirione, a gomz d'an den ! Gwaz aze d'an den ma ra skouarn-vouzar.
Perak e zo kement a dud en hon amzer, direizet o spered hag o c'halon, nemet abalamour m'o deus grêt re a fae, koulz 'zo bet, war mouez an Otrou Doue ?
Petra vije bet deut ar rouane da vezan. ma n'o dije ket bet heuilhet dustu ar stereden o c'hasas da Vethleem ? Biken ken, sur awalc'h, n'o dije kavet Jezuz !
An heol ne ve, kammed, mantellet gant an nos,
Hag a sklera dalc'h-mat liorzou ar baradoz.
Chilaouomp eta, gant evez, komzou Doue ha bezomp aketus d'o heul; eno eman ar zilvidigez !
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |