retour à la page d'accueil

page 254, 255, 256

Pages 254, 255, 256

*******

Pempvet devez a viz Ebrel

Sant Visant Ferrier

Eus a Urz sant Dominik (1357-1419)

-----------


Visant, gloar an Iliz, prezeger bras ar varn divezan ha kaeran sklerijen a welas ar Vretoned o paran 'us d'eze, a c'hanas en Valanz, er Spagn, d'an 23 a viz genver 1357.

Gwilherm Ferrier, e dad, ha Konstansa Miquel, e vamm, a oa troet war ar beden ha war an aluzen.

Hen, a vihanik, a vode endro d'ezan bugale e oad hag o tesrevel ar brezegerien en deveze klevet, e komze d'eze eus an Otrou Doue hag eus ar Werc'hez. Da seitek vla, gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas saë sant Dominik. Da fin e studiou en Barselon hag en Lerida, e teuas gantan kurunen lore an doktored.

I. - - Sant Visant o prezek dre ar bed

Eur wech beleget, en em lakas da hadan dre ar bed komzou Doue. Ar Spagn, ar Frans, an Itali, an Alamagn, Bro-Zôz, an Iverzon a glevas anezan. Epad tost da zaou-ugent vla, e prezegas bemde, goude bezan bet o kovez e-unan ha goude bezan kanet an oferen-bred. E brezegen a bade war-dro ter heur. Ne gomze nemet espagnoleg, ha koulskoude, pep-hini a gomprene anezan, evel m'en dije komzet en yez ar vro ma tremene drezi; kement hini a veze ouz e selaou, n'eus forz pegen pell e vije dioutan, e gleve kenkouls hag ar re a vije an tostan. Miraklou-all a deue c'hoaz da harpan e gomzou, hag a rê d'an holl pleal gantan.

Ouz e heul, a gêr da gêr, hag a rouantelez da rouantelez, e veze bepred eur mil den, da nebeutan, da rei an dorn d'ezan, tud a bep reok hag a beb oad : penitanted, eun daou pe dri c'hant, a 'n em skourjeze dirak an holl, a rê katekiz, a zave manatiou, ilizou, hospitaliou, ponchou ; beleien hag a govesae an dud; kanerien ha sonerien hag a gaerae an ofisou; notered d'ober aktou a emgleo etre enebourien. E brezegennou a renke bezan grêt war ar mêz, an ilizou o vezan re vihan diouz an dud a zirede, a bep tu, da selaou e gomzou.

II — Sant Visant en Breiz
(8 a viz c'houevrer 1418 — 5 a viz ebrel 1419)

Er bla 1417, Visant a brezege dre ar Frans. Yan V, duk Breiz, a skrivas tri lizer d'ezan d'e bedi da zont da brezek en e zukach; ar c'hentan, skrivet en miz genver, a oe roët d'ar prezeger bras en Puy ar Velay; an eil, skrivet en miz du, a 'n em gavas gantan en Bourj; an trede, skrivet en fin ar bla, a 'n em gavas gantan en Tour.

Goude bezan prezeget en Angers, epad miz genver 1418, ar zant a 'n em gavas en Naoned, da veurz al lard, a oa d'an 8 a viz c'houevrer er blavez-ze. Dek devez hag eun dra beanak e chômas eno; prezek a reas, gwech en bered Sant-Nikolas, gwech war blasen iliz-veur Sant-Per.

Ac'hane ec'h eas da Wened, elec'h m'en em gavas d'ar 5 a viz rneurz, d'ar zadorn arôk pevare sul ar c'hoareiz. An duk Yan V, an dukez Janned Frans, hag a oa er mare-ze o chom en Gwened, Gwenediz, gant o eskob, Amaury de la Motte, a yeas d'arben hent d'ezan eun hanter-leo diouz kêr hag e teuas d'o heul pignet war e azenez. Elec'h ober e zisken en kastel ar Vouden, kempennet evitan gant an duk, ec'h eas da lojan da di Robin er Scarb. An de war-lerc'b en em lakas d'ober e labour, war leur-gêr, elec'h ma oa savet eur chapel goat. Eno e kanas an ot'e-ren, ha goude e prezegas dirak eur mor a dud, duk ha dukez Breiz an tostan d'ezan; evelse e reas bemde, epad ar pevar devez warn-ugent a dremenas en Gwened.

Da Veurz-Fask, 29 a viz meurz 1418, Visant a yeas da Dheix hag a valeas warzu Redon. D'an 20, 21, 22 a viz ebrel, ha d'an 2, 3 ha 4 a viz mae 1418, her c'havomp en Roazon. Ac'hane ec'h eas betek Kaen, pedet gant Herri V, roue Bro-Zôz, da vont da brezek en Normandi. Ober a reas buhan e dro, rak, en mezeven, her c'havomp en Dol, en Sant-Malo hag en Dinan.

Ac'hane e teu, hed-a-hed ar mor, warzu Lok-Maze penn-ar-bed; prezek a ra en Jugon, Lambal, Monkontour, Sant-Brieg, Kintin, Kastelaudren, Gwengamp, ar Roc'h-Derrien, Landreger, Lanhuon, Montroulez, Kastel-Pol ha Lesneven.

Goude-ze ec'h ouzer e prezegas en Rostren hag en Keraës; en Kemper, en Pont-'n-Abad, en Konk-Kerne, en Kemperle, en Hennbont, en Gemene, en Pontivi, er Chez, en Dreinded-Porhoët, en Joselin hag en Ploërmel.

Eus Ploërmel e valeas warzu an Naoned. E dud o welet e tec'he e nerz digantan, a grogas aon enne na varvje a-bell bro hag a alias anezan da zizrei d'ar Spagn. Ar zant a bignas d'abarde war e azenez, a valeas epad an noz gant e zervijerien; mes da c'houlou-de en em gavas el lec'h an evoa kuitaet gante. O welet kement-se, e lavaras d'e dud ne bellaje ket ken diouz Breiz. Dizrei a reas da Wened; eno e krogas eun derzien vras ennan; dukez Breiz, epad e glenved, a reas war e dro gant kement a breder ha ma vije bet ar c'hlanvour roue Frans, he zad, pe duk Breiz, he fried.

Tremen a reas d'ar merc'her, 5 a viz ebrel 1419, en e eil bla ha tri-ugent. Pa roas kleier Gwened e varo da anaout d'ar bobl, Breiz a-bez a zougas e ganvou.

Sebeliet e oe en iliz-veur, d'ar zadorn war-lerc'h.

III. — Sant Visant laket etouez ar Zent

Prest goude maro an abostol bras, an duk Yan V a bedas ar pab Martin V da rei urz da zastum testeniou e zantelez. An duk Fransez I a reas ive peden e dad; an duk Per II a oe selaouet erfli gant Nikolas V, a hanvas, dre lizer skrivet an 18 a viz here 1451, tri gardinal d'ober eun enklask war « vue ha miraklou » an ôtrou Visant. En Breiz hepken, e oe dastumet testeniou ouspen tri-c'hant den. D'an 29 a vezeven 1455, de ouel Per ha Pol, ar pab Kalixt III a embannas e zantelez d'ar bed holl. D'ar 5 a viz ebrel 1456, e oe grêt en Gwened ar gouel kentan en enor da zant Visant. Evit herzel ouz an dispignou a oe gantan, pep tiegez breizad a roas laouen pemp diner.

Ne oa ket bet gwelet biskoaz, ha n'eus ket bet gwelet abaoue, netra ken kaer en hon bro. Arc'heskob Avignon, ar c'hardinal Alan a Goativi (1), eur Breizad ginidik eus Bro-Leon, a deuas d'ober ar gouel, en hano ar pab. Pempzek eskob, eiz eus Breiz ha seiz a-ziavêz bro, a oa endro d'ezan. Goude bezan kanet an oferen, e reas tro kêr en prosesion. Duk ha dukez Breiz a deue d'e heul gant holl brinsed hag ôtrone vras an dukach, hag ouspen kant hanter-kant mil den.

--------------

KENTEL

Levr ar Vue

« Bue an den a zo eul levr, ken alïes a loden ennan hag a vla, ken alïes a bennad hag a viz. El levr-ze zo pajennou gwenn ha pajennou du : ar pajennou gwenn eo an deveziou, ar pajennou du eo an nozveziou. Du pe wenn, ar bajen gentan eo an hini eo merket warnezl ginivelez pep-hini ac'hanomp. Al levr en e bez a zo brasoc'h eget ar Skritur-Zakr ha n'eo ket souez, kemend-all a vlaveziou, a viziou, a zunveziou, a zeveziou, a heuriou a zo en hon bue. Ar bluen a skriv al levr-ze pen-da-ben eo bolonte libr an den (2). »

Da ze ar varn, pep-hini ac'hanomp a vezo digoret e levr, ha barnet e vezo dioutan : netra ne chomo nag er pajennou gwennan, nag er pajennou duan, hep bezan gwelet mat gant daoulagad lemm an Otrou Doue ; rak-se 'ta :

Tôlomp evez, ha de ha noz,
Ma fell d'imp mont d'ar barados !

---------------
(1) Ganet en Plouneventer.
(2) Pennadig tennet eus sermonion sant Visant.

*******

geriadurig lexique

Evit komz war al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica