retour à la page d'accueil

pages 258, 259, 260

Pages 258, 259, 260

*******

C'houec'hvet devez a viz Ebrel

SANT SELESTIN

Pab (422-432)

-------

Celestin a oe hanvet da bignal war Gador sant Per, war-lerc'h sant Bonifas.

|Ar manac'h breizad Morvan a lavare e oa barrek awalc'h an den, drezan e-unan, d'ober e zilvidigez. «Nan, a respontas d'ezan sant Augustin; ezom en deus eus gras an Otrou Doue.» -- « Gwir awalc'h eo, a lavare beleien kreiste Bro-C'hall, an den en deus ezom eus gras an Otrou Doue, mes he gonid a c'hell dre e oberou e-unan.» Selestin a welas raktal fazi ar veleien-ze, hag a gasas d'o eskibien eul lizer da c'hourc'hemen d'eze studian gwelloc'h skridou sant Augustin, gant aon da gomz treuz diwar-benn ar c'hras.

Kas a reas ive sant Jermen, eskob Auxer, ha sant Loup, eskob Troyes, daved Bretoned Breiz-Veur, evit dispenn ar c'henteliou gaouiad savet gant Morvan.

Goude bezan skoët war heretiked ar c'huz-heol, Selestin a oa mall gantau trei warzu re ar sav-heol. En Konstantinopl, Nestorius, eus ar gador-brezeg, en devoa stlapet e valloz war gement hini a lavarfe e oa Mari Mamm da Zoue. Ar bobl a estlamme. A drugare Doue, sant Siril Alexandri, dal ma klevas an neventi, a zavas uhel e vouez, hag ar pab Selestin a reas d'an holl eskibien en em vodan en Ephes (431), hag eno, dirak ar bed holl, e oe embannet ar pez a greded betek neuze, da lavaret eo, ne oa en Jezuz-Krist nemet eur personach, personach Mab Doue, ha diou natur : natur Doue ha natur an den. Evelse 'ta, an Itron-Varia, Mamm da Jezuz-Krist, a oa en gwirione Mamm da Zoue, en eun hevelep doare gant an holl nammou. Hon mammou, daoust ma n'o deus ket krouet ennomp hon ene, mes hon c'horf hepken, a zo galvet konlskoude mamm an den pen-da-ben, korf hag ene; rak ma n'eo an den den, nemet pa ve e gorf unanet gant e ene, Jezuz-Krist n'eo, en gwirione, Jezuz-Krist kennebeut, nemet pa ve unanet ennan Doue hag an den.

An embann-ze a lakas eul levenez dispar dre ar bed kristen; neuze eo e oe staget, ouz komzou an êl Gabriel ha re santez Elisabeth, ar geriou-man : « Santez Mari, Mamm da Zoue, pedet evidomp-ni, pec'herien, breman hag en heur eus ar maro ! »

Sebeliet e oe Selestin en bered Priskilla, d'ar 6 a viz ebrel 432.

----------------

KENTEL

Ar C'honsiiou-meur

An Iliz he deus bet da stourm a holl viskoaz : ouz ar Judevien hag ouz ar baganed, da gentan, enebourien an diavêz; ouz an heretiked hag ouz ar schismatiked goude-ze, enebourien an diabarz.
Ar rumm kentan a glaske lazan he c'horf; an eil a glaske lazan hec'h ene. An Iliz he deus trec'het ane holl, darn dre ar verzerenti, darn-all dre ar c'honsilou.

Eur c'honsil a zo eur bodad eskibien galvet, en doare merket gant an Iliz, d'en em gaout el lec'h-ma-lec'h, evit en em glevet war dreo ar relijion.

Ar c'honsil a zo meur pe bihan, herve ma c'halver ennan eskibien ar bed holl, pe re eur vro hepken.

Eur c'honsil, evit bezan meur, a dle, da gentan, bezan digoret gant ar pab, pe dre e urz, pe da vihanan, gant e ôtre.

En e benn e tle bezan ar pab, pe da vihanan, e gannad.

Kement a ve grêt ennan a dle bezan kavet mat gant ar pab.

Pa ve an tri dra-ze, ar c'honsil a zo meur ha n'hell ket fazian; ahend-all e c'hellfe, rak an Iliz n'eman nemet elec'h m'eman Per.

(Rei a reomp e traou ar pajennou 258, 259 ha 260 hano an holl konsilou-meur)

-------------

Bet zo ugent konsil-meur

AR Ia KONSIL EN NISE (325), a gondaonas Arius, ne anaveze ket Jezuz-Krist evit bezan Doue. 318 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AN IIt ES KONSTANTINOPL (381), a gondaonas Masedonius, ne anaveze ket ar Spered-Santel evit bezan Doue. 186 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AN IIIt EN EPHES (431), a gondaonas Nestorins, a lavare e oa daou bersonach en Jezuz-Krist, ha ne anaveze ket Mari evit bezan Mamm da Zoue. 198 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AR IVe EN KALSEDOAN (451), a gondaonas Eutyches. a lavare ne oa nemet eun natur en Jezuz-Krist. 600 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AR Vet EN KONSTANTINOPL (553), a gondaonas Theodor a Vopsuest, Theodoret hag Ibas, diskibien Nestorius. 164 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AR VIet EN KONSTANTINOPL (680-681), a gondaonas Theodor, eskob Pharan, hag ar re a lavare gantan ne oa nemet eur volonte en Jezuz-Krist. 170 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AR VIIet EN NISE (787), a gondaonas an impalaer Leon an Isaurian hag ar re a lavare gantan terri skeudennou ar zent.  350 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN VIIIet EN KONSTANTINOPL (869-870), a gondaonas Photius, an hini a bignias, dre laer, war gador eskob Konstantinopl hag a zispartias Iliz ar zav-heol diouz Iliz ar c'huz-heol. 108 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN IXet EN LATRAN, EN ROM (1123), a reas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant; a embannas gwiriou pep-hini; a gondaonas gwerzidigez ar c'hargou-lliz ha dimezi ar veleien. 300 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN Xet EN LATRAN, EN ROM (1139), a gondaonas Per a Vruys, a lavare diskar an ilizou; chom hep badezi ar vugale arôk o seiz vla; chom hep adori ar groaz; n'eman en sakramant an Oter na korf na gwad Jezuz-Krist; eo didalvoud pedi evit ar re varo. 1000 eskob, pe dost, a oa er c'honsil-ze.

AN XIet EN LATRAN, EN ROM (1179), a startaas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant. 500 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN XIIet EN LATRAN, EN ROM (1215), a oe kôzeet ennan eus brezeliou ar Groaz hag a embannas an daou c'hourc'hemenn-man :

Eur wech ar bla, da vihana, 

E kovesaï hep nac'h netra ; 

Ha da Grouer a resevi, 

Da Bask, devotan ma c'helli.

412 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN XIIIet EN LYON (1245), a ziskaras diwar e drôn Frederik, impalaer an Alamagn, eur prins fallakr ha kasaet gant an holl. 250 eskob a oa er c'honsil-ze.

Au XIVet EN LYON (1274), . a unanas Iliz ar zav-heol ha hini ar c'huz-heol : an unvaniez-ze ne badas nemet eiz vla. 500 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AR XVet EN VIENN (1311-1812), a dorras Urz ar Venec'h ru. 300 eskob a oa er c'honsil-ze.

AR XVIet EN KONSTANS (1414-1418), a lakas fin d'an dizunvaniez a oa en Iliz Rom, nao bla ha tregont a oa. 211 eskob a oa er c'honsil-ze. 

An XVIIet EN FLORANS (1438-1443), a unanas, evit an eil gwech, Iliz ar zav-heol ba hini ar c'huz-heol : an unvaniez-ze ne badas tamm. 200 eskob a oa er c'honsil-ze. 

AN XVIIIet EN LATRAN, EN ROM (1512-1517), a oe grêt eneb eskibien Frans, dreist-oll, a lavare e oa trec'h galloud ar c'honsilou da c'halloud ar pab. 116 eskob a oa er c'honsil-ze.

AN XIXet EN TRANT (1545-1563), a oe grêt eneb ar brotestanted, a zo en o zouez ken alïes a greden dishenvel hag a benn don. 200 eskob hag ouspen a oa er c'honsil-ze.

AN XXet ER VATIKAN, EN ROM (1809-1870), a oe grêt eneb ar rasionalisted nac'h ar fe ha ne c'houlennont, evit henchan an den, nemet sklerijen ar rezon hepken. Er Vatikan eo e oe embannet neuze n'hell ket ar pab fazian pa lavar d'an dud, evel Doktor an holl gristenien, ar pez o deus da gredi ha da ober evit bezan salvet. 700 eskob hag ouspen a oa er c'honsil-ze.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica