retour à la page d'accueil

pages 32, 33

Pages 32, 33


Eizvet devez a viz Genver

SANTEZ GUDULA

Gwerc'hez, Patronez Bruxell (652-710)


Ar zantez-man a ziskenne eus unan eus tiegeziou brudetan ar Brabant. He zad, he mamm, he breur, eur c'hoar d'ezi hag he maeronez a zo etouez rar zent. Genel e reas en Ham, hag abred e oe kaset d'ar skol da gouent Nivel, elec'h ma oa he maeronez, santez Jertrud. 

Eno e oe grêt ganti eur verc'h desket kaer ha savet mat. Daouzek vla he devoa pa varvas he maeronez, ha neuze e tizroas d'ar gêr, elec'h ma reas plijadur he zud, souezet o welet pegen gwellaet e oa he stumm en ken berr amzer.

C'hoant he devoa d'en em rei holl da Zoue, ha, gant grad vat he c'herent, en em dennas en Morseel. Eno e rannas he bue etre ar beden hag ar binijen. Hle feniti a deuas da vezan, hepdale, ti an holl dud ezommek. Kement hini a oa gwasket gant eur boan bennak, a gorf pe a spered, a zirede da gaout Gudula, gant ar fizianz vat da vezan selaouet.

Mes e keit ha ma re vad d'an dud reuzeudik a deue d' he c'hât, e oa hec'h-unan trubuilhet, en eun doare iskis gant an drouk-spered. Awechou e roë d'ezi da gredi n'hallje ket derc'hel d'ober ar pinijennou a rê; awechou-all, e klaske lakat he c'halon da vezan gonezet gant karanteziou an douar; mes dre he fedennou birvidik, he finijennou kalet hag he nerz-kalon souezus, e teuas a benn da drec'h hec'h enebour.

Evit he digoll eus ar boan he devoa kemeret da stourm ouz an drouk-spered, Doue a roas d'ezi ar c'halloud d'ober miraklou. Ar vrud aneze a lakas c'hoaz kalz muioc'h a dud da zont da c'houlenn he skoazel. Mervel a reas en karante Jezuz-Krist, an 8 a viz genver 710. Eur mor a dud a deuas d'hec'h interamant; ar beorien ne ouient ket penos ober kanvou awalc'h d'o madoberourez. He c'horf a oe beziet en Ham. Eur pennad goude-ze, he relegou a oe kaset da Vorseel ha laket er peniti he devoa trernenet ennan keit eus hec'h amzer.

Er bla 996, e oent douget da Vruxell, da iliz Sant-Jery da gentan, ha divezatoc'h, da hini Sant-Mikêl, he deus abaoue kemeret he hano. Bruxell he deus he dibabet da batronez.

--------------------------


KENTEL

Diwar-benn deski ha sevel ar vugale


An tadou hag ar mammou o deus daou dra d'ober en kenver o bugale : o deski hag o zevel. Deski ar vugale a zo mat :

Gwell eo deski mabig bihan 

Eget dastum madou d'ezan.

An deskadurez a zo eun tensor ken kaer ! Red eo deski ar vugale abalamour d'eze da vezan barrek da'n em denni er vue. Gant nebeut à zanve hag eleiz a zeskadurez, e c'haller en em dibab. Tud zo o deus eleiz a zanve ha n'int mat da netra, abalamour m'o deus re nebeut a zeskadurez. Red eo deski ar vugale : ober d'eze mont d'ar skol ha chom er skol; mes red eo, dreist-oll, o zevel ervat.

N'heller ket ober eus an holl vugale bugale desket; mes eus an holl vugale, pa garer poanial abred ha hep paouez, e c'heller ober bugale savet mat. Eur c'hrouadur desket kaer ha savet mat a zigollo en berr amzer, e dud eus ar boan, eus ar preder hag eus ar gwenneien o devo dispignet gantan.

Eur c'hrouadur desket kaer ha savet fall a reio rann-galon e dud. 

Eur c'hrouadur dizesk ha savet mat a c'hell ober o evurusted.

 Tadou ha mammou, n'espernet netra evit zevel mat ho pugale; kenteliet aneze, kastizet aneze, roët d'eze skouer vat.

Pellaet aneze diouz ar skoliou disoue. 

Miret aneze diouz ar vistri dife. 

Laket aneze er sholiou kristen. 

Diouz m'o grefet, o c'havfet !

 

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica