retour à la page d'accueil

pages 34, 35, 36

Pages 34, 35, 36

 


Navet devez a viz Genver

SANT HENORET

Marc'hadour loened (XIIIet kantved)


Henoret a deuas er bed ,en Buzanse, enfin an drizekvet kantved. Savet e oe en doujanz Doue ha desket d'ezan, a-vihanik, diskouez e garante d'ezan, o skuilh madoberou war an nesan.

E dad a oa marc'hadour loened hag e veze er Poatou o prenan ejenned a werze, goude-ze, er Berri. Henoret, pa oa yaouank, a yee da heul e dad, eus an eil foar d'eben, hag a zeskas evelse e vicher.

Pa varvas an tad, Henoret a oa barrek da gas ar c'homverz endro. Dont a reas a benn da zastum eun tammig brao a beadra, a ranne etre e vamm hag an dud ezommek eus ar c'harter. Unan eus an aluzennou en dije ar muian a blijadur oc'h ober oa rei o argoulou (1) d'an dud yaouank, a harze o faourente aneze da zimezi.

Koulskoude, e vamm, o c'houzout o devoa dastumet awalc'h a beadra, da c'hellout bevan diouz o danve ar rest eus o bue, a glaske dont a benn da lakat anezan da lezel e vicher a goste.

Eun devez, e oant azezet o-daou el liorz tostan d'o zi, dindan eur wezen lore.

- Ma mab, eme ar vamm, tristoc'h en devez-ze eget kustum, me ' deu da vezan koz, hag an oad, marteze, eo a ra d'in krenan evel ma ran, mes enkrezet e ven meurbed, pa vez et diouz ar gêr. Pinvidik awalc'h omp, diouz an ezormmou hon deus, ha ma rez diouzin, e chomi er gèr varc'hoaz, hag e lezi gant eun all ar vicher gasaüs-ze. Pell awalc'h out bet ouz hen ober.

- Ma mamm, eme Henoret, daoust d'ar c'hoant am eus d'ober plijadur d'ac'h, n'on ket evit chom er gèr varc'hoaz ! Foar Dheneze a zo; loened am eus de gas, paeamanchou d'ober, gortozet e vezin. C'houi ' lavar ec'h omp pinvidik awalc'h diouz hon ezommou. Ne lavaran ket nan, mes, hag ezommou ar beorien ? Ar re-ze a zo brasoc'h c'hoaz eget hon re, ha gwech ebet ne gaver re da rannan. Lezet eta ac'hanon da vont da Dheneze, ha p'eo gwir n'oc'h ket en ali gwelet ac'hanon o vont ken d'ar foariou, hounnez a vezo ma divezan. Mes perak ho peus kement-ze a aon evidon ?

- Aon am eus, ma mab, rak danjer ha skuizder an hent, rak pep tra ! Keit a zo ac'han da Dheneze, hag an droug a deu d'an daou-lamm !

- A drugare Doue, ma mamm, me ' zo yaouank c'hoaz ha krenv, ha pell diouz ober droug d'am yec'hed, ar bale a ra vad d'in. Ne gredan ket am befe enebour ebed, hag em befe, ma divrec'h zo nerzus ha ne vezin ket ma unan; an daou C'habidier a yelo adarre ganin.

- An daou-ze, ma mab kez, n'eus ket nemeur da gontan warneze.

- Eun tamm divergont int, gwir eo, mes en o micher n'eo ket eur gwall-si.

- Ma, n'ouzon ket perak on ken trist ha ma 'c'h on, hirie, mes na welan nemet liou ar maro endro d'in.

An de warlec'h, Henoret hag e zaou vevel, an daou vreur Gabidier, a oa en hent arôk goulou-de. Arôk ma kwitajont, ar vamm a c'hourc'hemennas d'an daou bôtr saout, en eur rei d'eze peb a bez arc'hant, teuler evez war he mab.

Ya ! ya ! moereb, eme ar c'hosan aneze.

Hag e lavaras ar geriou-ze gant eun ton ken garo, ma lakajont ar vamm gez da vezan enkrezetoc'h evit biskoaz.

Eun nebeut deveziou goude-ze, en eur ziskenn en he liorz, e kavas ar wezen lore m'oa bet azezet dindanni gant he mab, melenet he deliou ha sec'het he brankou. Ar gwel-ze a skoas eun tol en he c'halon : « Oh ! emezi, petra verk an dra-man, ma n'eo ket maro ma mab eo ? »

Ar c'helou-ze a oe brudet prim, ha hebdale, an amezeien a gemeras o c'hezeg buhanna hag a yeas da welet petra deue Henoret da vezan. Kaout a rejont korf ar marc'hadour paour, beuzet en e wad, demdost da Dheneze. Eun enklask a oe grêt a roas da anaout e oa bet lazet gant e zaou vevel et droug enne, war zigare ne oa ket falvezet gantan digemer, etouez e loened, eun anouar o devoa laeret war an hent ; gret an evoa d'eze, zoken, dizrei anezi el lec'h m'o devoa he c'havet.

Korf ar paourkez marc'hadour loened a oe sebeliet en Theneze. Eleiz a bareansou burzudus a c'hoarvezas war e ve, hag an Iliz hen lakas etouez ar zent, er bla 1444.

E relegou a oe rannet, divezatoc'h, etre Theneze, ar barouz m'oa marvet enni, ha Buzanse, ar barouz ma oa enni o chom. Eun darn aneze a virer c'hoaz, zoken, en de a hirie.

*****


KENTEL

Ar justis er marc'hajou


Darn a zo hag a gred, pe o deus c'hoant da gredi, e c'heller ober ar pez a gerer war ar marc'hallac'h, hep samman ar gonsians : prenan kalz re varc'hadmat pe gwerzan kalz re ger. Kement-se a zo eur fazi, hag eur gwall hini, zoken.

Eur varc'hadourez he deus tri briz : eur priz bras, eur priz krenn, hag eur priz bihan; gwerzan pe brenan a c'hallet, o kemer pe o lakat unan eus ar priziou ze.

Mes c'houi hag a zo o werzan, ma werzet re en tu-all d'ar priz bras, a zo laer; ha c'houi, hag a zo o prenan, ma ne laket ket, zoken, ar priz bihan, a zo laer ive.

Al laeron, avat, n'eus plas ebed evite er baradoz.

Petra dle eta ober ar varc'hadourien o deus laeret, o werzan marc'hadourez fall evit marc'hadourez vat, o werzan kalz re ger pe o prenan kalz re varc'hadmat ?

Red eo d'eze kovez piz o fec'hejou, goulenn pardon aneze ouz Doue, ha renti d'e berc'hen ar pez o deus laeret. Anez restol, n'eus pardon ebed. Non remittttur peccatum, nisi restituatur ablatum.

Hag ar marc'hadour en deus grêt gaou, a-gle hag a-zeou, ouz kement a dud, ma n'eo mui gouest na d'o anaout, na d'o c'haout, penôs e rei evit restol ?

Eur guden .eo da ziluian, ha mat e ve d'an den-ze en em glevet, ar c'hentan gwellan, gant e govezour. A dra zur, n'hall ket miret madou ha n'int ket deut d'ezan dre an hent eün.

******

 

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica