retour à la page d'accueil |
pages 37, 38, 39
Pages 37, 38, 39
Dekvet devez a viz Genver
SANT GWILHERM
Arc'heskob Bourj (""-1209)
Ar zant-man a deuas er bed en Arthel, demdost da Nevers, en hanter kentan an daouzekvet
kantved. Savet e oe en Soason, gant eur eontr beleg, a
zeskas d'ezan abred anaout danjeriou ar vue, disprijout plijaduriou didalve ar
bed, ha tanva al levenez a ro ar studi hag af beden, d'ar re en em dro gante a galon
vat.
P'en em gavas ea oad, e oe beleget, ha prest goude, daoust d'e yaouankiz, e oe hanvet da chaloni en Soason hag en Pariz. Evit gallout ren eur vue striz, en em dennas en Pontigny, en eur gouent eus a Urz sant Bernard, hag en berr arnzer, e oe c'hoaz eno eur skouer vat evit an holl.
Ac'hane, e oe kaset da ren manati Feunteun-Yan, ha hini Chalis goude-ze. Grouarn a reas an daou vanati-ze, gant eur furnez hag a c'honeze d'ezan kalonou an holl. Komz a rê ouz pep-hini en eun doare ken hegarat, ma ne greded ket chom hep senti ou tan.
Er bla 1199, arc'heskob Bourj, an ôtrou Herry de Sully, a varvas, ha Gwilherm a oe dibabet da gemer e garg. Ar c'helou-ze a skuilhas eul levenez vras dre-oll, nemet en kalon an den santel, a oe mantret ha ne asantas diskregi eus e vaz-abad evit kemer ar vaz-eskob, nemet war urz e vistri ha war gourc'hemen kannad arpab.
Evitan da vezan arc'heskob, e touge bepred e zilhad-manac'h, gant eur gouriz-reun dindan, ha ne zebre kammed tamm kig ebed, ar pez ne vire ket outan d'ober gwellan ma c'halle d'ar re a veze ouz e dôl. E di a veze bepred digor d'an dud ezommek, hag e blijadur oa bezan o rei d'eze peadra da zibri, d'en em wiskan ha d'en em lojan.
E drugare en kenver ar bec'herien a rê d'ezan pedi ha yun evite beb an amzer.
An trubuilhou a gouezas warnezan a roas tu d'e zantelez da baran. Er blavez 1193, ar roue Philip-August, en e eiz vla warn-ugent, a gemeras evit pried eur brinsez seitek vla eus an Danmark, he hano Injelburj. De warlerc'h an eured, ar roue a deuas da gemer kement a gaz ouz e bried, ma n'oa ket evit he gouzan war e dro.
Arc'heskob Reims, eontr ar prins, hag eun nebeut eskibien-all, kerent d'ezan holl, kouls lavaret, eu em vodas en Kompiegn, hag a dorras an dimezi, war zigare, emeze, ma oa kerentiaj etre an daou zen yaouank. Injelburj a gasas an afer da Rom hag eno e oe kavet fall ar pez a oa bet grêt en Kompiegn. An dra-ze ne viras ket ouz Philip-August, goude klask digareou mezus, da vont gant Agnes, merc'h d'an duk a Verani.
Ar pab Innosant III, goude bezan skrivet d'ar roue, meur a wech, evit e lakat da zont ennan e-unan, o welet ne selaoue ket anezan, a skoas ar rouantelez a-bez abalamour d'ezan.
D'ar 5 a viz c'houevrer 1200, an ogrou, ar c'han, ar c'hleier a davas, en holl ilizou Frans. Evel eur vantel ganv a 'n em ledas war ar vro, hag an dra-ze a badas seiz miz hag eun dra bennak, ken na deuas ar roue da gas Agnes Merani diwar e dro, evit kemer adarre Injelburj, e wir bried.
An arc'heskob Gwilherm a oe unan eus ar re gentan a lakas urz ar pab da vezan heuilhet en e eskopti. Ar roue a c'hourdrouzas anezan, abalamour da ze, muian ma c'helled ober, hep gallout dont a benn d'e lakat da blegan d'ezan, en stumm ebet.
Ouz ar red, an arc'heskob santel an ije gouzanvet ar maro, kentoc'h evit dizenti ouz ar pab abalamour senti ouz ar roue.
Ar boan a reas d'ezan Philip-August a oe dister, en kichen an hini a reas d'ezan eun nebeut beleien eus e eskopti, o 'n em zevel eneb e urziou.
A drugare Doue, ar veleien gez-ze a deuas prim enne o-unan, hag en em strinkas da dreid o arc'heskob da c'houlenn o fardon. Gwilherm, dal m'o gwelas, hep rei amzer d'eze, zoken, da anzav o fazi, o briatas gant teneridigez. Diwar neuze, koumoulen ebet ne lakas yenien da zevel etre an eskob rnat hag e veleien, hag ar re a oa bet ar muian en e eneb eo a deuas da vezan ar re hen c'hare ar muian. «Kaer am eus bet ober ma fenn fall, a lavare unan aneze, hag en em zevel en e eneb, eo bet bepred ken chentil ha ken hegarat em c'henver, ha biskoaz n'am eus gallet anaout dre e vouez, dre liou e zaoulagad hag e stumin, skeud an disteran rebech evidon. »
D'ar zul arôk gouel ar Rouane 1209, e oa o prezek en e iliz-veur, pa dapas riou. Eun derzien vras a grogas ennan; ober a reas e destamant, goulenn a reas e zakramanchou. Pa deujod da zigas e Zoue d'ezan, e savas eus e wele, e taoulinas war al leur-zi, en eur lavaret ne oa ket dereat d'ezan digemer e Zalver nemet war an douar'.
Binnigan a reas e veleien, holl dud e eskopti, ha d' an 10 a viz genver 1209, e ene, laouen, a nijas da vro an êle.
*****
KENTEL
Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz
Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz a zo ken dishenvel an eil diouz eben ha
m'eo dishenvel bue ar c'horf diouz bue an ene. Ar c'horf an eus e
lezennou; an ene he deus he re. Mes evite da vezan dishenvel. e teuont da 'n em
glevel. Evelse, bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz, evite da vezan
dishenvel,
a dle kordan an eil gant eben.
An Iliz he deus galloud war dreo an ene, hag he deus he lezennou d'ei hec'h-unan. An Iliz a dle bezan mestrez en he zi hag ar Gouarnamant en e hini, ha pep-hini, diouz e du, a dle poanial da gas an treo war rôk evit ar gwellan.
Ar Gouarnamant hag an Iliz a zo krouet gant Doue o-daou, evit bale dorn ouz dorn war an douar-man, ha malloz d'an neb a laka disparti da zevel etreze.
Ar zant ec'h omp o paouez lenn e vue, pa zavas trouz etre
Philip-August, penn ar Gouarnamant, hag Innosant III, penn an Iliz, en em lakas krenn dustu a-du gant ar
pab. Greomp eveltan; pennou-bras an douar-man a fazi ailes hep
gouzout, meur a wech o c'houzout. Ar pab ne fazi ket; ar pab eo eskob an eskibien ha tad an holl
gristenien; ar pab eo Jezuz-Krisl war an douar. Gwell eo senti ouz Doue eget senti ouz an dud !
*****
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |