retour la page d'accueil

pages 39, 40, 41

Pages 39, 40, 41

*******

Unekvet devez a viz Genver

SANT HYJIN

Pab ha merzer (154-158)

 


Seiz devez goude merzerenti ar pab sant Telesphor, Hyjin, mab d'eun doktor eus a Athen ha beleg eus an iliz Rom, a oe laket war Gador sant Per, en amzer an impalaer Antonin. 

An daou abostol, Per ha Pol o devoa diazezet Iliz Rom en o gwad, tost da gant vla a oa, hag ar brezel eneb ar gristenien a bade bepred. Neuze, eun den brudet bras dre e zeskadurez, e hano Justin, neve badezet, a zavas eur  skrid kaer hag hen kasas d'an irnpalaer Antonin evit difenn dirakan e vreudeur hag e c'hoarezed kristen.

Ar gristenien, (1) emezan, n'eo ket tud dizoue int, p'eo gwir ec'h adoront Doue an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan. Ne renont ket eur vue diroll, evel ma lavar darn, i hag a zo ken dispont dirak ar maro ; n'int ket tud danjurus evit ar vro, i hag eman en nenv ar rouantelez a fell d'eze tizout. O relijion, pa zeller piz, eo gwellan harp a c'hellfe kaout ar gouarnamanchou.

Ma kastizer aneze eta, n'eo ket abalamour d'o zorfejou hen grr, mes abalamour d'o hano, hag an dra-ze a zo eun dislealded eus ar re vrasan. Kaerder o c'helennadurez, glanded o bue, o nerz-kalon dirak ar maro a zo souezus hag a ziskoue eman gante hebken ar wirione.

Sokrat, furan ha desketan den a oa en e amzer, n'eus ket kavet eun diskib da vervel evitan. Jezuz-Krist a zo deut, goulennet an eus ebestel ha merzerien, ha kavet an eus raktal inerzerien hag ebestel, en pep rumm tud a deu war an douar, testeni anat e oa eun den-Doue hag eman eta an Holl-C'halloudeg a-du gant ar gristenien.

Kornzou Justin a oa gwir hag a reas trouz. Ar bourreo a baouezas da skei  ar gristenien a gredas en em ziskouez; an ilizou kentan a ziwanas war an douar. Saut Hyjin a c'hourc'hemennas ne vije savet na diskaret hini ebet ken, hep goulenn ali an trou 'n eskob, nag impliet war-dro an tiegeziou ar pez a vije bet war-dro an ilizou.

Kroui a reas parouziou gant beleien da chom en ne, evit ma vijent kavet pa vije ezom aneze.

Gourc'hemen a reas ive ma vije paeroned ha maeronezed da zerc'hel ar vugale evit ar vadeziant.

Pep tra a luske sevel ha bleunian dindan avel glouar ar peuc'h. Siouaz, ar goanv a reas eun dizro war e giz; ar brezel etre ar baganed hag ar gristenien a zirollas, ha war benn sant Hyjin e oe skoet da gentan.

Dastum a reas en e wad kurunen ar verzerenti, evel m'o devoa grt an nao bab a oa bet en e rk, hag evel ma tlee hen ober ar pemzek tostan war e lerc'h. Eiz-ugent vla e tlee au Iliz chom c'hoaz da vevan dindan an douar.

Sant Hyjin a c'houarnas anezi epad pevar bla; sebeliet e oe e-tal be sant Per, er Vatikan, 158 vla goude donedigez H on Zalver.

(1) Rei a reomp aman, nan lizer Justin pen-da-ben. mes ar pop gwellan anezan.

------------


KENTEL

Ar c'hatakombou


Hon Zalver Jezuz-Krist a lavare d'e ziskibien e vijent gwallaset abalamour d'ezan. Ar gomz-ze a zo deut da vezan gwir pen-a-ben; an Iliz, a-boan ma oa krouet, ma klasked ne diskar. Kentan prezegen a reas an Ebestel a oe awalc'h evit o stlejan dirak lez-varu Jeruzalem, ha panevert ma savas eno Gamaliel d'o difenn, e oa grt gante.

En Rom, an Iliz, epad tri-c'hant vla, kouls lavaret, a renkas bevan dindan an douar. Dek impalaer (1) an eil war lerc'h egile, a glaskas flastran he fenn outi. Herve eul lezen, an dud, gant 'n em glevet, a c'halle kaout berejou etreze. Ar gristenien, pa ne oant ket evit kaout ilizou, a dennas talvoudegez, gwellan ma c'halljont, eus al lezen-ze, hag en em vodas endro d'o beleien, en o berejou.

Hepdale, ar c'hlask grt warneze a deuas da vezan ken gwaz ma oe red digeri, dindan ar berejou kentan, re-all c'hoaz dizanjeroc'h. Kr Rom a zo diazezet war gwiskadou mein-tuf bouk hag z da zispenn. Ar gristenien a ziskennas en douar, hag a zigoras henchou en tuf-ze.

Tri-c'hant leo a hed o deus, pa vezont laket penn ouz penn. Striz int peurliesan; beb an amzer, koulskoude, int ledanoc'h. Ober a reont neuze kampchou a deu an r enine dre bunsou zo kuzet o fenn d'an nec'h, en eun harz bennak.

Ar gr-ze dindan douar a veze hanvet, ar c'hatakombou.

Eno e veze prezeget, oferennet ha rot ar zakramanchou; eno en em denned pa zave skrab; di e veze digaset korfou gwadek ar verzerien; eno e vezent sebeliet, a renkennadou, en tuf ar mogeriou. ha stanket e veze warneze gant eun dlen  varbr merket warnezi hano an hini maro, ar geriou requiescat in pace, pe in pace hebken, furm eur goulm, eur bod palmez, pe eur pesk. Ar pesk a oa skeuden Jezuz-Krist evit ar gristenien gentan, abalamour ma kaved er ger-ze, p'hen skriver en gregach, IXTVS, lizeren-nou kentan ar geriou-man : Jezuz-Krist, Mab Doue, Salver . Eno eo e veze kemeret kalon a-benn ar stourmajou da zont.

En katakombou an amzer goz, hon deus ezom da ziskenn ive hon unan, d'hon zro, a gorf pe a spered, evit gwelet pegement a garante a c'hall diwan en kalon an den evit an Otrou Doue, ha pegen dister eo ar boan a gemeromp evit miret ha kreski bon relijion, en kichen an hini a renkas gouzanv ar gristenien gentan, ark kaout. ar gwir da lakal Iliz ar C'hrist da zispakan he gened, dindan lagad skedus heol binniget an Otrou Doue.

(1) Ar brezel digorel gant ar baganed eneb an Iliz a badas adalek ar bla 64, betek ar bla 313. Mont a reas bete ar gwad, epad nao bla ha c'houe'h-ugent : 6 vla epad ar c'hantved kentan; 86 vla epad an eil; 24 bla epad an trede, ha 13 vla epad ar pevare.

Setu aman hanoiou an impalaered a ziskouezas ar muian a grizder eneb ar gristenien :

Neron, 64-68; Domisian, 95-96; Trajan, 98-117,: Mark-Aurel, 161-180 : Septim Sever, 193-211; Maximin. 235-238 ; Des, 249-251; Valerian, 253-260; Aurelian, 270-275; Dioklesian, 284-323.

An impalaer bras Konstantin a zigasas ar peuc'h (313).

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica