retour à la page d'accueil |
pages 363-364-365
Pages 363-364-365
*******
C'houezekvet devez a viz Mae
Sant Yan Nepomusen
Merzer (1330-1383)
Ar zant-man a deuas er bed er bla 1330, en kêr Nepomuk, er Bobem. E dad hag e vamm a oa dister herve ar
bed, mes uhel dirak Doue. Biskoaz ne oe
gwelet eur bugel gwelloc'h; e vrasan plijadur, p'oa bihan, oa mont d'an oferen en iliz menec'h
sant Beneat.
En Staab hag en Prag e reas e studi, hag evit kuruni e labour e oe roët d'ezan ar boned a zoktor. Ne glaske ket an enor-ze; en em lakat en stad da gaout ar velegiach oa e c'hoant.
Roët e oe e c'houlenn d'ezan, ha dustu eskob Prag hen lakas da brezek. Hen ober a reas gant kement a ouiziegez ma tirede an holl d'e selaou, en o fenn ar skolaerien yaouank a rê o studi er gêr-ze.
E gomzou a zougas trouez, hag a-benn nebeut, e oe gwelet an dud fall o tilezel o bue direiz hag ar re vat o kerzet drantoc'h war an hent eun. Arc'heskob Prag a rê kalz a stad anezan hag e hanvas chaloni eus e iliz-veur.
Wenseslas, roue ar Bohem, o vezan klevet hano anezan, hen pedas da brezek an Azvent en e lez. Ar prins yaouank-ze a oa gwriet e ene gant ar siou fall, ha ne glaske tamm o zrec'hi. Ar bobl hen lezhanve an didalve pe ar mevier. Diês oa eta al labour goulennet gant Yan; mont a reas, koulskoude, hag e gomzou a oe selaouet; ar roue a ziskouezas, eur pennadig, c'hoant da derri e dechou, mes hepdale e kouezas en e blegiou koz.
Pried ar roue, ar brinsez Jann, a c'houlennas Yan da govezour; renet gant eur c'helenner ken mat, e kerzas, a gammejou bras, war hent ar zantelez; skeud ar pec'hed hepken a rê aon d'ezi, hag an disteran fazi a rê d'ezi daoulinan en harz treid ar beleg.
E keit ha ma kreske santelez ar rouanez, plegiou fall ar roue a greske ive, ha dont a reas, zoken, da gaout gwarizi ouz e bried, betek c'hoantat gouzout petra lavare er gador-govez. Eun devez eta e c'halvas Yan hag hen pedas da ziskuilh d'ezan kovezion Jann.
« An dra-ze, eme ar zant, a zo etre Doue ha me. Al lealded, ma c'honsians, lezennou Doue ha re an Iliz a gemenn d'in tevel war gement-se. »
Wenseslas n'eas ket pelloc'h en devez-ze. Nebeut goude, avat, war eun digare bennak, e lakas teuler ar zant er prizon. Kas a reas tud eus e lez da lavaret d'ezan n'en devoa nemet rei e c'houlenn d'ezan evit kaout e frankiz.
« Biken ! emezan; gwell eo ganin rnervel eget ober eun hevelep sakrilach. »
Lôsket e oe koulskoude da vale, hag ar roue a ziskouezas kaout keun d'e dorfed hag hen pedas da leinan gantan. Goude ar pred, e kemeras ar beleg a-goste, ha dre gomzou flour ha promeseou kaer, e c'hoantaas e douelli :
- Kement a lavarfet, eme Wenseslas, a chomo etre c'houi ha me; den n'hen gouvezo, ha rei a rin d'ac'h ar garg uhelan em rouantelez.
Koll a reas e boan hag e amzer.
- Ma ne gornzet ket, eme ar roue, e c'hellet gedal ar maro !
- Biken, prins, eme ar zant, ne roïn d'ac'h ho koulenn ! Gwell eo ganin senti ouz Doue eget senti ouz an dud.
Gant ar gounnar a oa ennan, AVenseslas a c'hourc'hemennas d'ar bourreo kregi en Yan ; astennet e oe en noaz war an douar ha rostet d'ezan e gosteiou. Ar rouanez, o vezan deut da c'houzout an torfed, a yeas d'en em strinkan da dreid ar roue hag a c'hallas ober, dre he fedennou, lezel ar merzer en peuc'h.
Wenseslas a glaskas, eur wech c'hoaz, digeri muzellou Yan : « Dibabet, emezan, être komz pe mervel ! » Ar zant ne lavaras ger. Ar roue a c'hourc'hemennas e stlepel er stêr pa vije deut an noz. Sentet e oe outan, ha d'ar 16 a viz mae 1883, derc'hent ar Yaou-Bask, ar zant, e zaouarn hag e dreid liammet, a oe stlapet er Moldau. Doue a 'n.em gargas da ziskuilh torfed Wenseslas, rak korf ar merzer a zavas war an dour hag eur sklerijen vras a lugernas endro d'ezan.
Sebeliet e oe gant enor. Tri-c'hant c'houec'h vla ha tregont goude, e oe digoret ar be; ar c'hig a oa teûzet, an teod hepken a oa chomet fresk ha ru evel hini eun den beo.
*****
KENTEL
Ar beleg er-mêz eus ar gador-govez
Saut Augustin a lavare : « Ar pez a ouzon dre ar govezion a ouzon nebeutoc'h eget ar pez n'ouzon tamm ebet. »
« N'eus netra, eme sant Ambroaz, ken goloet hag ar pez a zizoloer er gador-govez. »
Eur beleg hag a deu da c'houzout, dre ar govezion, eo laeret gant ar re a zo dindannan, pe gant ar re zo endro d'ezan, n'hall ket 'n em gemer diouz ze evit en em ziwall oute pe en em zizober aneze.
Eur beleg hag en deus kovesaet unan klanv, n'hall ket lavaret pe-en deus roët an absolven d'ezan pe n'en deus ket.
Eur beleg hag a zo chomet hep rei an absolven d'eur pec'her ordinal, hag a wel anezan o taoulinan goude-ze ouz an dôl zantel, n'hall ket e dremen hep rei d'ezan ar gornmunion, rak n'haller tremen, heb o c'hommunian, nemet an dud a zo anavezet gant an holl evit bezan pec'herien vras.
Goude ma vefe galvet da vont d'al lez-varn, eur beleg a c'hell toui, ha lavaret ne anave netra, ma n'en deus anaoudegez eus ar pez a damaller d'an torfetour, nemet dre ar gador-govez.
«Eun den, eme sant Thomas, ne ve galvet, da dest neinet evel den; setu perak e c'hall disklerian ne anaye nelra, pa ne deu e anaoudegez d'ezan nemet evel kovezour, rak, evit, lavaret mat, ar pec'her n'eo ket ouz an den a zo dirakan eo ec'h anzav e bec'hejou, mes ouz Doue a wel en den-ze. »
Naontek kant vla zo, eman ar veleien oc'h azezan en lez-vanuou ar binijen, ha biskoaz n'eus bet gwelet unan aneze p tizoloï eur govezion klevet gantan, testeni anat eman biz Doue o siellan muzellou ar govezored.
Kovezored zo bet merzeriet, mes n'eus ket bet gallet tennan komz ebet dioute.
Kovezored zo bet deut sod, mes biskoaz n'eus bet gallet klevet eur ger gante eus ar pez o deveze bet klevet er govezion.
Kovezored 'zo bet kouezet en fank ar pec'hed, mes biskoaz n'eus bet kavet unan da ziskuilh ar pez en deveze bet klevet er gador-govez.
Ar bec'herien eta a c'hall bezan dinec'h o tostât ouz Lez-varn ar Binijen; kement ger a gouezo en skouarn ar beleg a goue en eur puns ha ne zavfont ken war c'horre.
*****
geriadurig
lexique
Evit komz war al levr / Pour discuter de cet ouvrage / to speek about that book : |