retour à la page d'accueil |
page 365
Page 365
*******
C'houezekvet devez a viz Mae
Brendan pe Brevalar
Abad (VIet kantved)
Hirie e rêr ive gouel sant Brendan, unan eus ar zent a zo brudet, kouls e-touez hon breudeur Tramor evel en bon bro-ni.
Ganet e oe en Iverzon. Pa oe arru en oad, e treuzas ar mor hag e teuas da vanati Lankarvan, en Bro-Geumri, elec'h ma oe hanvet abad, abalamour d'e skiant ha d'e furnez.
Hen eo a vadezas hag a gelennas sant Malo, en e skol brudet dre-oll, kouls hag a oe bet en he rôk hini sant Iltud.
Sant Malo o vezan kuitaet Breiz-Veur, sant Brendan a deuas d'e heul betek ôchou Breiz-Izel. Goude bezan tremenet eun nebeut m'iziou, e tizroas war e giz d'Iverzon. Tremen a reas dre enezen Jerzey, 'lec'h ma zo c'hoaz eur porz mor hag eun iliz war e hano.
Digoueet en e vro, e varvas, da 93 vla, en eur manati hanvet Clueinfurt, hag a oa bet savet gantan.
Sant Brendan a zo patron meur a barouz eus bon bro, en o zouez Lanvellek ha Tregrom.
*****
geriadurig
lexique
Evit komz war al levr / Pour discuter de cet ouvrage / to speek about that book : |