retour à la page d'accueil |
pages 366, 367, 368
Pages 366, 367, 368
*******
Seitekvet devez a viz Mae
Sant Paskal Baylon
Manac'h eus a Urz sant Fransez (1540-1592)
--------------
Ginidik eus a Dorre Hermosa, en rouantelez Aragon, ar zant-man a deuas er bed d'ar Zul-Fask 1540, ar pez a lakas rei d'ezan an hano a Baskal. E dad hag e vamm a oa labourerien douar, o yevan diwar bouez o divrec'h, mes kristenien eus an dibab e oant.
Kustumi rejont o mab da bedi ha da vont d'an iliz; c'hoant o devoa d'hen lakat er skol, mes o faourente a viras oute, ha Paskal a renkas mont da di eun amezeg da vesât al loened.
Ar vicher-ze a droas anezan muioc'h c'hoaz war ar beden, hag alies, en korn ar park, e veze kavet war e zaoulin. Kement-se, avat, ne vire ket outan d'ober mat e zever, hag e vestr n'en devoa mevel ebet gwelloc'h evitan, prest bepred da zenti ouz ar gomz, ha d'ober ar pez a c'hioulenned outan.
Abalamour da ze, e vestr e gare kalz, hag evel n'en devoa ket a vugale, e kinnigas d'ezan e gemer da bennher. Paskal, gant aon na vije deut madou an douar da vreinan e galon, a oe gwell gantan goulenn digor en kouent menec'h sant Fransez.
An abad a ginnigas d'ezan e lakat war ar studi da vont da veleg; hen a gredas e oa re enorus ar garg-ze evitan, hag a c'houlennas chom en renk ar breudeur. Abarz nemeur, ne oa hini par d'ezan da heuilh reolen an Urz; hini ebet ken troet hag hen war ar beden ha war al labour. Al labouriou disteran, evel digeri an nor d'an dremenidi, serviji ar venec'h-all ouz tol, eo ar re a oa ar muian diouz e zoare.
Kastizan rê e gorf evit ober d'ezan plegan d'e spered; en em erbedi a rê bemde ouz ar Werc'hez Vari evel ouz e vamm; mes e zevosion vras oa e zevosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.
En harz an ôter e oa e blijadur; komz a rê kalon ouz kalon ouz Jezuz, ha gant Jezuz e-unan e teskas skiant ar zent. Daoust ma, ne oa ket bet er skol, e prezege war gwirioneziou ar relijion kenkouls hag ar venec'h gouiziekan eus e Urz.
Ouz e glevet, arc'heskob Valanz a lavare : « Da betra e talv d'imp hon deskadurez hag hon levriou, pa deu ar re dizesk da anaout ar relijion gwelloc'h evidomp, dre an humilite hag ar beden ! »
Rener bras Urz sant Fransez, Kristoph a Cheffon, a oa neuze en Pariz. Bro-Frans a oa dismantret d'ar mare-ze gant an hugunoded (1); lazan 'rênt hep true kement manac'h a goueze etre o daouarn. Diês bras oa eta d'ar venec'h a ziavêz-bro kas o liziri d'o jeneral.
Paskal, meur a wech, a oe karget eus ar c'hefridi-ze. Laouen e veze bepred o vont en hent, leun a flzians en madelez Doue. Evit eur veach a dri-c'hant leo, ne gase gantan na botou na bara.
Tost da Orleans, e kouezas être daouarn an hugunoded :
- Lavar d'imp, emeze, ha Jezuz a zo en sakramant an ôter ?
-Ya ! eme al lean, ken dinec'h ha tra, eman ennan en gwirione !
Yudazerez a oe grêt d'ezan evit e lakat da nac'h e fe, mes netra n'hen trec'has.
Dizro d'ar Spagn, Paskal a dalc'has, dre e skoueriou, da gennerzi e vreudeur war an hent mat. Ar venec'h-all a deuas d'ober kement a stad anezan, ma veze gwelet ar re zesketan o c'houlenn kuzul digantan.
D'an oad a zaou vla ha hanter-kant, uzet dre e binijennou ha muioc'h c'hoaz dre dân karante Doue, goude bezan bet e zakramanchou divezan, e roas e ene d'e Grouer, d'ar 17 a viz mae 1592.
Grêt a oe d'ezan eun enterramant eus ar re gaeran; e gorf a oa lezet dizolo en e arched; gwelet a oe e zaoulagad o tigeri hag o serri, etre diou wech, d'ar gorreou, en oferen. Ar burzud-ze, hag eleiz a re-all a c'hoarvezas war e ve, a reas d'ar pab Alexandr VIII hen lakat en renk ar zent, er bla 1680. Leon XIII, er bla 1897, en deus e roët da batron d'an holl breuriezou a labour da gas dre ar bed anaoudegez ha karante evit Hon Zalver Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.
O. Q. M.
--------------------
(1) Lezhano roët d'ar brotestanted.
--------------
KENTEL
War an Oter eman Doue
War an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem, e wele kentan; ken gwir ha ma oa war goal kroaz mene Kalvar, e wele divezan.
Penôs an dra-ze ?
Me ne welan war an ôter nemet bara, deliennou bara gwenn-kann, bara grêt gant greun hag hon deus gwelet hadan en hon douarou, dornan en hon leuriou, malan en bon milinou. Ar bara-ze eo Doue, marteze ? Nan, ar bara-ze n'eo ket Doue eo; ar baganed a rê o doue eus eun tamm koat, eus eun tamm men, eus eun tamm pri; mes ni ne reomp ket hon Doue eus eun tamm bara. Nan, ar bara-ze n'eo ket Doue eo, mes en plas ar bara-ze eman Doue.
An danve bara a ya kuit hag en e blas e teu Jezuz-Krist, korf hag ene, Doue ha den.
An danve bara a ya kuit. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket ar vent eo; pe e vezo bras pe bihan ar bara, e vezo bara koulskoude. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket ar vlaz eo; pe e vezo dous pe drenk ar bara, e vezo bara memes tra. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket al liou eo; pe e vezo gwenn pe du, ar bara a vezo bara 'velkent. Nag ar vent, nag ar vlaz, nag al liou ne reont ar bara, an danve eo a ra anezan, da lavaret eo, ar pez n'hall, en doare ebet, kouezan dindan skianchou an den. Ar vent, ar vlaz, al liou a ra doareou ar bara, ne reont ket ar bara, en gwirione; ne reont nemet kuzan an danve. Ha ni, kristenien, a lavar n'eus mui a vara dindan doareou ar bara war an ôter; roët en deus plas da gorf ar C'hrist, dre ar c'homzou a lavar ar beleg da 'vare ar gorreou.
*******
Evit komz war al levr / Pour discuter de cet ouvrage / to speek about that book : |