retour à la page d'accueil

pages 368-369-370

Pages 368-369-370

*****

Triouec'hvet devez a viz Mae

SANT THEODOT

Merzer (***-304), patron an hostizien

*****

n treo a roomp da anaout en bue ar zant-man a dremenas en Bro-C'hall ar zav-heol, prest goude ma oa bet embannet urziou an impalaer Dioklesian eneb ar gristenien.

Eur c'hristen, Viktor e hano, a oe stlejet dirak gouarner Ancyr, ha klask a rejod ober d'ezan nac'h e fe: Théodot, eur mignon d'ezan, a c'hallas en em zilan en e brizon hag a gennerzas anezan. Viktor a c'houzanvas gwaskadennou kentan ar verzerenti, mes arôk ar fin, e galon a deuas da vankout d'ezan; goulenn a reas ober eun diskuiz. Kaset e oe d'ar prizon, hag eno ne zaleas ket da dremen. Diês eo gouzout p'eman kurunen ar verzerenti war e dâl pe n'eman ket.

Theodot, an hini en devoa e gennerzet, a oa eun hostiz eus kêr Ancyr, a veze, abalamour ma oa dister e vicher, tôlet nebeut a evez outan, hag a c'hallas evelse ober kalz a vad d'an Iliz.

Hen a ouie pelec'h en em guze ar veleien, hag a gase d'eze bara ha gwin oferen ha ne vezent ket bet kinniget d'an idolou.

E di a oa digor d'ar gristenien forbanét, ha kaout a rent ennan ali ha skoazel; bezan e oe eévite, eme e historier, « evel an arc'h epad an dour-beuz. » Unan eus an oberou a drugare a rê ar muian, oa klask korfou ar verzerien da zebelian.

0 vezan klevet e oa bet laket Valanz d'ar maro evit ar le, eun eiz leo bennak diouz Ancyr, ec'h eas d'e glask hag e teuas a benn da dennan e gorf eus ar stêr Halys, elec'h m'oa bet tôlet gant e vourrevien.

Pa zizroas d'ar gêr, e kavas ar strafuilh dre-oll : seiz kristenez, merc'hed a renk ha merc'hed en oad o seiz, a oa o frosez o ren; ar gouarner a glaske ober d'eze trei kein d'o relijion. Theodot a bedas kalonek an Otrou Doue da rei d'eze nerz awalc'h da anzav o le. A drugare Doue, hini ebet aneze ne blegas, ha stlapet e oent o seiz, eur men ouz o goug, en lenn Ancyr.

An de war-lerc'h, an hostiz santel a dennas dre laer korfou ar verzerezed eus an dour. An tol o vezan bet anavezet, ar gouarner Theotekn a reas ober enklask.

Theodot en devoa c'hoant da vont d'en em ziskuilh, mes e vignoned a viras outan hag a gasas unan aneze, Polychron, da welet, dre douez an dud-all, ar pez a dremene war al leur-gêr.

Anavezet evit bezan kristen, e oe klasket tennan digantan ar wirione; dirak ar gourdrouzou, Polychron a gemeras aon hag a ziskuilhas Theodot.

D'ar c'helou-ze, heman a zavas da vont d'al lez-varn. En hent e kavas daou vignon a lavaras d'ezan oa tec'hel oa ar gwellan tra an evoa d'ober. Mes hen a gerzas gant muioc'h a hast da gât e enebourien. En em gavet war al leur-gêr, e tôlas eur zell war an tan, war ar gôteriou, war ar rojou ha war an holl benviou a varo.

Theotekn a welas dustu gant piou an evoa d'ober, hag o c'houzout ne deuje biken a benn d'ober aon d'ezan, e klaskas e douellan; prometi a reas d'ezan gras vat an impalaer hag ar c'hargou kentan en Ancyr. Kredi rê e teuje hep poan ebet da c'honid Theodot, o kinnig d'ezan pignal eus ar renk izelan d'ar renk uhelan. Mes ar merzer, elec'h ober van ouz ar promeseou-ze, a reas gwap aneze, a zispennas ar relijion bagan hag a reas eur veuleudi vras eus ar relijion gristen.

Ar bobl, ouz e glevet, a youc'has, kement a zroug a oa ennan; beleien an doueou, gant ar gounnar, a rogas o dilhad hag a vruzunas o c'hurunennou; roët e oe urz raktal da astenn Theodot war eur marc'h-koat ha d'e gastizan gwasan m'helljed.

Ar gouarner a grede gallout dont a benn anezan en doare-ze; mes Theodot a bede Jezuz-Krist, «esperanz an dud dizesperet, » hag a c'hallas gouzanv e boaniou hep fallgaloni. O welet n'helled ket e blegan, e oe roët urz d'e zibeanan. E verzerenti glorius a zigouezas er bla 804.

*****


K E N T E L

Diwar-benn an hostaleriou

Micher an hostiz a zo unan ha n'eo ket eus ar re êsan, evit gellout ober enni ar zilvidigez, ha dibôt eo an hostizien vat.

' Us peb hostaleri eman ar c'hiz da stagan eur bod ilheo, mes evit ober mat, ouz an darn vrasan aneze vefe red stagan tri gleze, unan hag a laz ene ar re a ya enne, eun all hag a laz o c'horf, hag eun all hag a doull kalon o c'herent.

I. — En hostaleri e ve lazet an ene. Diwar ar bern teilh, diouz ar min tin, e ve gwelet o sevel eun ezen fall a verk eman ar vreinadurez ennan. Da heul an evaj ive, ne ve gwelet nemet oberou fall, ne ve klevet nemet komzou lous hag a verk petra dremen er galon.

II. — En hostaleri e ve lazet ar c'horf.

Eno e kaver divlaz ar gwin, pe ru pe gwenn, 

Tan a renker da lonkan, tan gwisket en melen.


An dir hag ar men a zo kalet hag a deûz 'barz an tan; korf an den n'eo na dir na men. Penôs ne deûzfe ket ?

III. — En hostaleri e ve toullet kalon ar gerent.

Eno eo en em vodont, kalz pennou-tiegez, 

Ne reont van 'vit ankenian buaale ha gwragez, 

Dirak gwer ha boutailhou, chômant da c'hlaourenni, 

Pa skuilher daerou c'houero war oaled yen o zi.

Dibôt eo an hostizien vat; nemet muioc'h a ze a verit o deus ar re a zo urz gante, hag a chom heb ober gaou, o werzan o zreo re ger, pe o werzan treo re fall d'an dud a renk ober o disken en o zi, pe o rei da evan d'ar re ha n'o deus dija evet nemet re.

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica