retour à la page d'accueil |
pages 418, 419, 420
Pages 418, 419, 420
*******
Pempvet devez a Vezeven
SANT BONIFAS
Abostol an Alamagn (680-750)
--------------
Bonifas, Winfrid dre e hano kentan, a deuas er bed en Kirton, en
Bro-Zôz, er bla 680. Da c'houec'h vla ha tregont, e kuitaas manati Exeter, elec'h
m'oa bet savet
ha beleget, hag ec'h eas etrezek ar Jermani da skuilh sklerijen ar fe en bro goz e
dadou.
Douaran a reas er Friz; mes abalamour d'ar brezel a oa digor neuze être Radbod, duk ar Friz, ha Charlez-Martel, roue Frans, n'hallas ober netra hag e tizroas d'ar gêr.
Daou vla goude (718), ec'h eas da Rom. Eno e welas ar pab Gregor II, a roas d'ezan pep galloud evit prezek an Aviel da baganed ar Jermani.
Pignal a reas eta adarre betek ar Friz, hag epad tri bla e labouras eno, a-unan gant sant Willibrod, da gas dre ar vro anaoudegez ha karante Jezuz-Krist.
Er bla 722, o welet e c'hoantaed e henvel da eskob, e tec'has hag ec'h eas da welet an Thurinj hag ar Hes. E gomzou a zougas frouez, ha milierou paganed a oe badezet. Er blavez war-lerc'h, ec'h eas da Rom da rei kelo d'ar pab eus ar pez en devoa grêt. Gregor II, laouen o klevet gantan pegement a eneou en devoa gonezed da Jezuz-Krist, hen sakras eskob, goude bezan roët d'ezan an hano kaer a Vonifas. An eskob neve, goude bezan grêt le da zenti bepred ouz ar pab ha da brezek ar gwir fe epad e vue, a zizroas d'ar Jermani.
Eno, n'eo ket nec'hamanchou a vankas d'ezan. Daniel Winchester, e eskob koz, a roas d'ezan kenteliou eus ar re wellan war an doare da gelenn ar baganed; manatiou Bro-Zôz a zigasas d'ezan e ziankachou, dilhad-oferennan, kleier ha levriou; menec'h ha leanezed a yeas ive da rei dorn d'ezan, hag e reas kement a vad, ma kreskas, en nebeut blaveziou, niver ar gristenien eus a ouspen kant mil.
En Geismar, Bonifas a ziskaras, dirak eleiz a baganed, unan eus ar c'haeran dervennou sakr o devoa er vro; eun tôl avel a deuas hag he diskaras, d'an tôliou bouc'hal kentan oe skoet warnezi; en eur gouezan, e faoutas en pevar damm; gant ar c'hoat-ze e oe savet eun iliz en enor da zant Per.
Er bla 738, Bonifas a yeas da Rom, evit an trede gwech; ar pab a reas anezan e vikel, gant galloud d'ezan war ar Jermani a-bez. Er bla 746, e oe laket da arc'heskob en Mayanz. Rei a reas an dilez eus e garg evit mont d'ar Friz adarre da brezek d'ar baganed. Eno, pa oa o wiskan e zilhad-oferennan, e oe lazet, gant daou ha hanter-kant eus e dud. E gorf a oe digaset da zebelian da Fulda, kêr galonen an Alamagn katolik (755).
Manac'h, eskob, abostol, vikel ar pab ha merzer, Bonifas a zo unan eus an dud hag a virit ar muian ec'h afe ar vrud aneze eus an eil bro d'eben hag eus an eil kantved d'egile.
Kaeran skouer da gemer diwarnan eo e garante evit ar pab; ne ra netra vras ebet en e vue hep goulenn e ali, ha bepred e tigemere e genteliou hag e urziou gant doujanz ha sentidigez.
*********
KENTEL
Ar beleg er gador-brezeg
Prezek a zo komz d'an dud en hano Doue.
Lenn a reomp er Skritur Zantel : " An neb piou bennak en devo galvet an Otrou Doue a vezo salvet ! "
Mes penôs e c'halvo an dud anezan, ma ne gredont ket ennan ?
Ha penôs e kredfont ennan ma ne glevont ket hano anezan ?
Ha penôs e klevfont hano anezan, ma ne brezeger ket d'eze ?
Prezek eo eta kentan labour ha strisan dever en deus ar beleg da ober en eur barouz; hag ar barousianiz o deus gwir da glevet gantan, en o yez, kement a zell ouz o zilvidigez.
« Anaout a c'haller mat ar relijion, ha daoust da ze, kaout eur spered sôtret hag eur vue diroll. Re alïes, siouaz, e ve tro da wele eo re wir an dra-ze. Mes anzao a reomp ive n'hall ket eun den kaout bolonte eun ha bue vat, mar deo dianaoudek a-grenn eus gwirioneziou ar relijion.
» Rak ma c'hall au neb zo digor e zaoulagad tec'hel eur wech pe wech, diwar an herit eùn ha sur, an darvoud-ze, da vihanan, a zigouezo, hep mar ebel. gant an neb a zo dall.
» Ha c'hoaz, ma n'ed ket mouget mat awalc'h en e ziabarz sklerijen ar fe, e vezp gallet dont a benn da blegan techou direiz e galon, mes mar deo diouiziek, ha dre-ze, dife ar spered, ouspen m'eo direiz ar galon, neuze n'eus pareans ebet ken, kouls lavaret, da c'hortoz evitan (1). »
(1) Pi X. Lizer Acerbo nimis, 15 ebrel 1905.
*****
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |