retour à la page d'accueil |
pages 424, 425
pages 424, 425
*******
Eizvet devez a Vezeven
Gouel ar Spered-Santel
e ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude m'oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas en nenv; dek devez goude, ar Spered-Santel a ziskennas war an Ebestel, dindan furm teodou tân.
An tan a sklêra, an tân a c'hlanna, an tan a domma ! Ar Spered-Santel a sklera hon sperejou, a c'hlanna hon eneou, a domma hon c'halonou. Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, Doue ar c'hlanded, Doue an nerz.
I. — Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, a oar, en eun netra, lakat ar gwirioneziou kaletan 'barz ar sperejou ar muian boc'h. Tri bla oa e oa an Ebestel o heuilh Hon Zalver, hia pa gomze d'eze diwar-benn ar vad a ra d'an den ar boan, hag ar red m'eo d'ezan pardon, e enebourien, ne gomprenent netra en e lavariou. Adalek m'eo diskennet ar Spered-Santel warneze, e welont e tiskouez an den e fumez o karet hag o tougen e groaz, hag e nerz-kalon o karet hag o pardoni e enebourien.
An Ebestel a oa tud dizesk ha dife. Meur a wech, Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa bet bec'h o c'houzanv aneze. Ar Spered-Santel o c'hemeras da brezek ar fe ha da gelenn ar boblou, evit mac'h anavezje an holl e c'hell pep den bezan e ziskib, daoust pegen dife, pegen dizesk ha pegen dister eo. Ar Spered-Santel a verkas e gelennadurez, en eun tôl, en sperejou an Ebestel, hag a verkas anezi ken don ma rojont o bue evit testenian e oa gwir.
IL -- Ar Spered-Santel, Doue ar sklerijen, a zo ive Doue ar c'hlanded.
Dre vadeziant an dour, an Ebestel a oa bet glannaet o eneou d'eze gant Hon Zalver Jezuz-Krist. Koulskoude, zoken goude ar vadeziant-se, ec'halled kaout abeg enne alïes awalc'h ; trouz a zave etreze evit an disteran tra. Dre vadeziant an tan, ar Spered-Santel a reas aneze tud neve ; n'int mui evel an aour o tont eus an douar, a zo c'hoaz distum ha sôtret; henvel int ouz an aour o tont eus an teûz ; distag int diduz ar bed, diouz e zanve ha diouz e lorc'haj ; distag int dioute o-unan ; distag int diouz kement a welont gant daoulagad o c'horf, evit bezan stakoc'h a ze ouz ar pez ne welont nemet gant daoulagad o fe.
III. - - Doue ar sklerijen hag ar c'hlanded, ar Spered-Santel eo ive Doue an nerz.
Arôk m'oa diskennet ar Spered-Santel warneze, an Ebestel a grene rak o skeud; dal m'eo kouezet e dan war o c'halonou, en em lakont da gomz; prezek a reont Jezuz-Krist, war ar plasennou, en kreiz al lez-varniou hag er prizoniou. Klask a rêr ober d'eze tevel : « Nan ! emeze, prezek a renkomp. » Ha prezek a reont, hag astenn a reont war an douar rouantelez Jezuz-Krist, en eun doare ken souezus m'eo red lavaret : « Dorn Doue a zo aze. »
Penôs int deut da vezan ken helavar ? Dre nerz ar Spered-Santel. Rak petra o devoa ? Pelec'h e oa o deskadurez ? Pelec'h e oa o zenzoriou ? Pelec'h e oa o armou ? Pelec'h e oa o nerz ?
Ar gwirioneziou a roënt da gredi, darn aneze a oa tenval. Ar gourc'hemennou a roënt da heuilh, darn aneze a oe tenn. Ha koulskoude, ar gwirioneziou a zo kredet hag ar gourc'hemennou a zo heuilhet, eus an ei] rumm tud d'egile, hag eus an eil bro d'eben.
Penôs int deut a benn eus al labour burzudus-ze ?
Trec'h int bet d'ar bed holl; skuilhet o deus o gwad kentoc'h eget nac'h Jezuz-Krist. Penôs int deut a benn da vezan ken krenv ? Dre nerz ar Spered-Santel.
IV. — Hirie, evel gwechall, Spered Doue a zo eur Spered a sklerijen, a c'hlanded hag a nerz. Tennan a raïo talvoudegez ac'hanomp, evel ma tennas eus an Ebestel, gant ma sentfomp outan; tôlomp evez eta da selaou e vouez; n'eus netra ken gwaz evel enebi ouz ar Spered-Santel.
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |