retour à la page d'accueil |
pages 426, 427
Pages 426, 427
*******
Navet devez a Vezeven
SANT KOULM
Abad lona (521-597)
*****
Koulm a oa ginidik eus
Iverzon. Gwad ar rouaned a rede en e wazied. Ar beleg en devoa e vadezet a
oe karget da rei d'ezan e genteliou kentan.
Goude-ze e oe kaset en eur manati da beurober e studi, ha d'e bevar bla warn-ugent e oe beleget. O vezan m'en devoa kalz danve, e lakas aneze da dalvezout, hag e savas gante war-dro seiz ha tregont manati neve. Helavar oa da brezek ha dispar da zevel gwerziou kaer da ganan meuleudi e vro a gare evel ma kar eur c'hrouadur e vamm.
Karet a rê ive al levriou; hogen, en amzer-ze, e oant dibôt, rak skrivet a renkent bezan gant an dorn.
O vezan êt eta eun devez da welet Finnian, abad ar manati m'en devoa grêt ennan e studi, Koulm a gavas an tu d'ober, hep gouzout d'e vestr koz, eur skrid diouz eul levr en devoa heman.
Finnian a c'hoantaas kaout al levr neve; mes Koulm n'asantas ket rei e labour, hag an afer a oe kaset da Dara, dirak lez-varn Diarmid, roue bras Iverzon. Heman a oa kar tost da Goulm, mes daoust da ze, e tougas eur varnedigez en e eneb : « Da bep bioc'h he leue, emezan, ha rak-se 'ta, da bep levr, ar skrid grêt dioutan ! »
Koulm a gavas disleal ar varnedigez-ze, hag a lakas e gerent hag e vignoned d'en em zevel eneb ar roue. Brezel a zigoras ha Diarmid a oe trec'het. Neuze eskibien Iverzon a eskummunugas Koulm, abalamour m'en devoa diskouezet kalz re a venjanz en kenver e varner.
Koulskoude, war beden Brendan, eur mignon d'ezan, e oe lemet an eskumrnunugen diwarnan, gant ma poagnje hiviziken da c'honid da Jezuz-Krist kement a baganed hag a gristenien a oa rnarvet er brezel.
Prest goude, Koulm a bignas war eur lestr, ha daoust pegen doanius e kave kuitât e vro, e reas lient warzu Iona, eun enezen eus Bro-Skoz. Daouzek diskib, ha ne oa ket bet falvezet gante en em zispartian dioutan, a oe ouz e heul (563).
Sevel a reas eno unan eus ar brasan manatiou a oe en amzer-ze. Adalek neuze, en em lakas da stourm, gant preder, ouz e dechou fall, hag e teuas da vezan gwellan den a c'halljed kât. Ar vrud eus e vertuziou a reas d'eun niver bras a dud diredek d'e gaout; eun dudi oa dont d'e vanati, ken laouen e veze an digemer a gaved gantan.
Rei a rê d'an holl aluzen ar c'horf hag aluzen an ene; ar Skoz-Uhel a oe gonezet a-bez gantan da Jezuz-Krist. E ziskibien a brezegas er C'haledoni, en enezennou tro-war-dro, ha zoken en Islann, ha dre mac'h eent, e savent manatiou neve hag eun tri-c'hant iliz bennak.
Da varo e enebour Diarmid, e reas eun dro da welet ar manatiou en devoa savet eu Iverzon. Dre ma kosae, elec'h bihannât e binijennou, o c'hreski eo a rê. Dont a reas, en doare-ze, da rei d'e ene eur gened hag a dreuze e gorf hag a lake anezan da vezan skedus evel korfou ar zent er baradoz.
Mervel a reas d'an 9 a vezeven 597. Ar miraklou a reas epad e vue hag ar re a c'hoarvezas war e ve a lakas e hano da vezan anavezet a-bell ha da chom moullet ken don en kalon e genvroïz, m'eo unan eus ar zent a bedont hag a garont ar muian.
Brud e zantelez a dreuzas ar mor hag a deuas betek Breiz-Izel. Patron eo da barouz Plougoulm, e-tal Kastel-Pol. Eun darn eus e relegou a virer en Gwiklan.
*****
KENTEL
Grêt enor d'ho pro
En amzer-man muioc'h eget biskoaz, eleiz, daoust pegen doanius e c'hall kement-se
bezan evite a renk mont eus ar vro, eur pennad bennak eus o bue; arabad
d'eze ankouât kas gante, da vihanan, doujanz Doue, d'o heul dre mac'h
eont, rak pa zizrofont d'ar gêr, ne
dalvezo netra d'eze gallout lavaret : « Destumet am eus kalz danve, pe gwelot
am eus kèr Bariz, » ma n'hellont ket lavaret : « Heuilhet am eus
hent ar furnez ha war grenvàt eo et ma fe ! »
Ne refont ha ne lavarfont netra goest da deuler disrnegans war o bro. Arabad eo d'eze lavaret : « Piou a ouveo am bezo grêt an dra-man ? Piou a ouveo e vezin bet gant hen-man-hen? » rak Doue a ouveo, ha ne dalvezomp net ra, nemet ar pez a dalvezomp dirak e zaoulagad binniget.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |