retour à la page d'accueil |
page 439-440-441
pages 439-440-441
*******
Pempzekvet devez a Vezeven
Santez Jermana Cousin
Gwerc'hez (1579-1601)
Jermana Cousin a
c'hanas en Pibrak, en kichen Toulouz, er bla 1579. He zad Lauranz hag he mamm
Mari Laroche a oa tud paour, poan taevan d'eze. Ar plac'hig a deuas er bed gant eur vrec'h
fall; gwasket oa ive gant droug ar roue, hag en he goug he devoa eur gouli
euzus.
En he c'havel e oa c'hoaz pa varvas he mamm, hag ne zad a addimezas. He lez-vamm he devoa bugale ha ne oa ket evit he gouzanv. Bue ar bugel yaouank a oe eta eus ar re galetan. En ti he zad ne oa netra eviti, ha gwech ebet n'halle tostât ouz an oaled. A-boan ma veze roët d'ezi lojeiz ha disc'hlao.
Difennet mat e oa da dostât ouz he hanter-breudeur hag he hanter-c'hoarezed. 0 c'haret a rê kalz, koulskoude, hag eur blijadur a vije bet eviti o diwall ha kemer perz en o c'hoariou.
Mes nan, buhan ha buhan, pa deue en ti, eus an abarde, e renke kemer he zammig boed ha mont da gousket d'ar c'hraou, pe war eun tammig plouz dindan ar vins.
Jermana, bepred sentus ha madelezus, a chôme sioul. He foaniou o devoa distaget he c'halon diouz ar bed hag he zroët warzu Doue hepken.
He lez-vamm, evit en ern zizober diouti, he c'hase bemde da ziwall al loened; o c'has a rê d'ar peuri da c'houlou-de ha ne zizroe nemet da zerr-noz. Bevan pell diouz trouz ar bed oa he dudi, ha daoulinet war ar c'hlazen, e save he daouarn etrezek an nenv, hag e kase warzu Doue he fedennou c'houekan.
Pa gleve kloc'h an oferen, e lake he baz en douar hag e rede da adori he Salver. Ar c'hoajou tro-war-dro a oa leun a vleizi, mes biskoaz ne oe sammet gante hini ebet eus he loened, na hini ebet aneze, kennebeut, n'eas da laerez, epad ma veze oc'h ober he zro en iliz.
Meur a wech, Doue a ziskouezas pegement e kare ar vesaerez yaouank. Eun devez, ec'h ee d'an iliz. Epad an noz e oa bet deut dour-bil; ar stêr he devoa da dreuzi a oa ken uhelaet an dour enni ma ne weled pont ebet ken; daou zen he gwelas o tont hag a 'n em guzas evit c'hoarzin war he nec'harnant. Jermana a dostaas, ha ken beuzet oa he spered en Doue, ma ne welas ket, zoken, an dour a ruilhe gant herr ha ma treuzas ar ster hep glebian he zreid.
Dirak eun hevelep burzud, an daou zen a deuas da gaout ar brasan doujanz evit ar plac'h o devoa bet c'hoant da wapât.
War ar bara a veze roët d'ezi d'he fred, Jermana a gave an tu da espern eun tammig d'ar paour. Hogen, eun devez m'oa et war ar mèz gant he loened, he lez-vamm a redas war he lerc'h, droug bras enni, hag eur vaz en he dorn.
« Petra zo a neve 'ta ? » a c'houlennas outi daou zen a gavas war he hent.
« Petra zo a neve ? emezi; ma lez-verc'h he deus adarre kuzet bara en he davancher da rei d'ar paour. Ah ! bremaïk, avat, hounnez a bako diganin-me ! »
An daou zen-ze a yeas betek Jermana, asamblez gant he lez-vamm, evit difenn ar bôtrez kez, ma vije red, rak true o devoa outi. Hogen, Jermana a oa neuze o nezan, ha setu he lez-vamm o tispakan he davancher a oa tronset ganti. Kerkent, elec'h bara, e oe gwelet bokedou kaer ha skedus o kouezan d'an douar, hag an dra-ze a oa en kreiz ar goanv !
Hepdale, ne oa ken brud, en Pibrak ha tro-war-dro, nemet eus mirakl ar bokedou, ha diwar neuze, Jermana ne oe hanvet nemet ar zantez. Lauranz, diwar ar burzud-ze, a zigoras e zaoulagad hag a deuas da gaout keun da vezan lezet e bried d'ober eur vue ken kalet d'e verc'h.
An Otrou Doue ne falvezas ket gantan lezel e zervijerez da c'hedal pell he c'hurunen. Kavet a oe maro en he gwele, ar mousc'hoarz war he muzellou, he daouarn en kroaz war boull he c'halon. Gant he eil bla warn-ugent e oa.
Miraklou diniver a c'hoarvezas war he be, ha Pi IX a lakas he hano war roll ar zent, d'an de ma lided en Rom gouel an triouec'hvet kantved aboue merzerenti glorius an daou abostol Per ha Pôl.
SANT VEZO
Sant Vezo pe zant Bechu, arc'heskob Armagh, en Iverzon, a rêr ive e ouel en de a
hirie. Douaran a reas en Pennmarc'h, en Bro-Gerne; dont a reas goude-ze da chom da
C'horre-Leon, elec'h ma varvas, war-dro hanter ar c'houec'hvet
kantved. War e ve eo savet iliz Sant-Nouga. (1)
KENTEL
Eürus ar re a ouel, rak frealzet e vefont
Bue an den war an douar-man a zo eun emgann hep distag, ha nan eun
diskuiz; evel ar vleunien e tigor kerkent ha sav-heol, mes evelti, ne oar ket petra zo ouz e
c'hedal war an de. Nag a dreo a c'hoarve ha ne oad ket ouz o gortoz ! Nag a
zrein, nag a lammou, nag a reuziou, nag a drubuilhou, nag aankenniou !
Nag a boaniou ha n'hon deus grêt netra evit, o chachan war hon c'hein, hag a c'hloaz hon c'halon ?
Penôs o digemer ? Dre gaer pe dre heg? Dre gaer, ha dre gaer hepken, evel ar zent, a boke da zorn madelezus an Otrou Doue a skoe gante.
Eur bennoz lavaret da Zoue en kreiz ar boan hag ar c'hlenved a dalv keit ha mil lavaret d'ezan en kreiz an eurvat hag ar yec'hed.
Seul-vui e tispennfomp ar re a 'n em zav en hon eneb, ha seul-vui e pounnerao hon c'hroaz war hon diskoa.
Pa zavo ar boan betek hon c'halon, savomp anezi betek Kalon-Zakr an Otrou Doue, eienen pep madelez, hag e vefomp frealzet !
-----------------------------------------------
(1) En Sant-Nouga e virer kosan levr-oferen a zo en Breiz. Skrivet eo bet e tro ar bla 1050. Eun tregont sant bennak eus Breiz a zo o hanoiou ennan. An hanoiou êsan da lenn eo re sant Brieg. sant Melani, sant Patern, sant Korantin, sant Gwennole, sant Riouare, sant Koulm, sant Bechu, sant Gwennegan, sant Houardon, sant Gouesnou, sant Sulian, sant Eneour ha sant Thegoneg.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |