retour à la page d'accueil |
pages 442-42
pages 442-443
*******
C'houezekvet devez a Vezeven
Sant Yan-Fransez Régis
Eus a Gompagnunez Jezuz (1597-1640)
Yan-Fransez Regis a zo unan eus ar brudetan sent ne deus roët Kompagnunez Jezuz d'an Iliz.
Genel a reas en Foncouverte, en eskopti Narbon, d'an 3l a viz genver 1597; diskenn a rê eus unan eus gwellan ha brasan tiegeziou al Langedok.
Adalek e vlaveziou teneran, e weled anat ennan ar merkou eus e zantelez da zont. Glan oa a galon ha troet war ar beden. Da naontek vla, e oe digemeret en Kompagnunez Jezuz, hag e skedas enni dre e humilite, e zentidigez, e garante evit Doue hag an nesan hag e zisprizans evitan e-unan.
Er bla 1630, e oe beleget. Dal ma oe peurc'hrêt e studiou gantan, eo em roas holl da labourât evit silvidigez an ineou.
Meneiou garo ar Vivarê, ar Vêlé hag ar Forez a welas anezan; redek a rê dreze, dre ar skorn hag an erc'h, an drez hag ar spern, da glask tud hanter-oue ar broiou-ze ; lakat a reas eun niver bras eus an dud-ze, touellet gant geier ar galvinisted, pe gollet gant o zechou l'ail, da anzao ar gwir fe ha da heuilh ar vue gristen.
Er goanv e prezege war ar mêziou hag en hanv er c'hêriou. Gwellât a reas kalz stad ar vro, en Montpellier hag er Puy. Mont a rê da glask ar bec'herien d'an hospi-taliou, d'ar prizoniou, d'o zier.
Divent oa e vadelez en kenver ar beorien. E-unan ec'h ee d'ober an dro evite; arc'hant, ed, dilhad, gweleou, linseliou, a oa holl treo hag a oa diouz e zoare. 0 zerri a rê en eur gambr a deuas da vezan tensor ar beorien; es-trevit eur wech e lakas an ed enni da greski dre virakl. Lezhanvet oe Tad ar beorien.
Poanial reas ive da dennan diwar hent an dizenor ar merc'hed kez a gerze warnezan. A-benn diou wech, e ris-klas e vue evit mont war-dro an dud klanv gant ar vosen.
Seul-vui oa mat en kenver e nesan, seul-vui oa kalet en e genver e-unan. Kastizan rê e gorf gant ar gourizou reun, ar chadennou houarn, ar skourjezou yud; evit gwele n'en devoa nemet eun dôl; ne gernere na gwin na tamm kig ebet d'e brejou, ha ne zebre nemet ar pez a oa red evit miret outan da vervel gant an naon.
Ne veve nemet evit Doue, ne gomze nemet eus a Zoue, ne zonje nemet en Doue.
Pa veze oc'h oferennan, an tân, a lake e galon da dridal hag e dâl da skedi, a yee ar c'hôr anezan betek kalonou ar re holl a veze en iliz.
Mervel a reas a greiz rei eur mision en Lalouvesk. d'an 31 a viz kerdu 1640.
Diniver e oe an dud a deuas da bardonan d'e ve ha diniver ar miraklou a c'hoarvezas en e genver; rak-se, war c'houlenn roue Frans ha roue Spagn, hano Yan-Fransez Regis a oe laket war roll ar zent gant ar pab Klemant XII, er bla 1757.
--------------------------
KENTEL
Diwar-benn hon c'harante evit an Otrou Doue
Jezuz-Krist en deus karet an dud : diskennct eo war an douar evit bezan o
breur, se nascens dedit socium; en em guzet en deus dindan
doareou ar bara, evit bezan o mager, convescens in edulium; rnarvet eo war ar groaz evit bezan o
hanterour, se moriens in pretium; hag en nenv e vezo o c'hurunen,
se regnans dat in prœmium.
An dud ive a garas Jezuz-Krist. An Ebestel a zilezas o madou, o bro hag o c'herent evit mont d'e heul; ar verzerien, kentoc'h eget e nac'h, a skuilhas o gwad, pa n'o devoa nemet eur ger da lavaret evit en em denn eus adre krabanou ar maro; ar zent ne vevent nemet evilan, ne gomzent nemet anezan. ne zonjent nemet ennan.
Hag en de a hirie, n'eus bro ebet ha ne vefe enni mammou o luskellat o bugale en e garante; n'eus bro ebet ha ne vefe enni tud yaouank hag, abalamour m'hen karont, a gav nerz awalc'h da stourm ouz o gwall dechou; n'eus bro ebet ha ne vefe enni tud koz. muioc'h a anaoudegez d'eze e-touez ar re varo egetetouezar re veo, n'a kaeran hano a gavont da lavarel eo hano Jezuz !
Ha ni, daoust ha birvidik eo ive hon c'harante en kenver Hon Zalver ?
Hen anaout a refomp diouz an aked a lakfomp da heuilh ec'hourc'hemennou.
*****
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |