retour à la page d'accueil |
pages 454, 455, 456
Pages 454, 455, 456
*******
Kentan devez warn-ugent a Vezeven
Sant Loeiz Gonzag
Patron an Dud yaouank
*******
oeiz, mab da Ferdinand
Gonzag, markiz Castiglione, ha daVartha
Tana Santena, a oa ken dister o tont er bed ma oe kristanet raktal, hag
en doare-ze, kouls lavaret, e c'hanas evit an nenv arôk genel evit an douar.
Bale reas war hent ar vue, hep sôtri tamm ebet saë wenn e vadeziant.
Kerkent ha ma teuas e spered da zigeri, en em ginnigas da Zoue, hag e reas d'e zantelez kreski a ze da ze. Da nao bla, dirak ôter ar Werc'hez en Floranz, e reas le da viret bepred e werc'hded; adalek neuze, Doue hen miras diouz pep droug, en eun doare burzudus, rak ne zavas netra ebet ken, nag en e gorf, nag en e spered, hag a vije goest da strafuilhan glanded e ine.
Gwaskan a rê kement war e dechou fall, ma n'hallent ket sevel o fenn; ken eveziant oa ive war e skianchou, ha war e zaoulagad dreist-oll, ma chômas bla er Spagn, da floc'h gant an impalaerez Mari, hep sevel e zaoulagad da zellet outi, tâl ouz tâl, eur wech hepken.
Abalamour da ze e lavared : « Loeiz Gonzag a zo eun den hep korf, pe eun êl en eur c'horf, unan a zaou. »
Ne oa ket awalc'h d'an den yaouank santel teuler evez war e skianchou; en em gastizan a rê c'hoaz muian m'halle; yun a rê ter gwech er zun, hag en unan eus an tri devez-ze, zoken, ne gemere nemet bara ha dour d'e brejou; da gentan, en em skourjeze ive ter gwech er zun, mes dont a reas goude-ze d'hen ober ter gwech bemde. O vezan ma kave re vlod e wele, e lake, dre guz, eun tamm planken bennak ennan evit ma vije kaletoc'h; en noz, pa grede ne vezed ket war evez anezan, e save hag e chôme daoulinet war leur e gambr hag en korf e roched, da bedi ken na venne kouezan gant ar skuizder ha gant ar riou.
Gouzout a rê derc'hel ken tost war e spered, ma ne dec'he tamrn digantan, pa veze o komz ouz an Otrou Doue dre ar beden.
Abred e savas c'hoant gantan da vont da vanac'h, mes mab henan oa, hag epad tri bla, e dad a enebas outan muian m'hallas; da seitek vla, koulskoude, e c'hallas kaout ôtre da heuilh e vennad. hag ec'h eas en Kompagnunez Jezuz.
Eno e oe skouer an holl; sentus oa war bep tra, war an treo bihannan kenkouls ha war an treo brasan; ne rê van ebet ouz ar bed, ha n'en devoa nemet kasoni outan e-unan. E garante evit Doue a oa ken birvidik ma lake e gorf da deûzi tamm ha tamm; gourc'hemennet a oe d'ezan distrei eun draïg bennak e spered diwar dreo an nenv, mes kaer en devoa klask tec'hel diouz an Otrou Doue, hen c'have bepred dirazan.
Er bla 1591, ar vosen a grogas en kêr Rom; Loeiz a c'houlennas mont war-dro ar re glanv; eno e pakas e varo. Tremen a reas da eizvet Gouel ar Zakramant, an 20 a vezeven 1591.
Daou vla warn-ugent tri miz hag unnek devez, n'en devoa ken.
Tri bla goude, e vamm a 'n em gavas gwall glanv hag a 'n em erbedas outan; raktal e teuas d'ezi ar yec'hed. Hennez a oe kentan mirakl grêt gant Loeiz Gonzag goude e varo, Gregor XV a lakas e hano war roll au dud eürus, d'an 2 a viz here 1621; markizez Kastiglione a veve c'hoaz d'ar mare, hag a c'hallas pedi dirak relegou he mab, savet war an ôter.
Beneat XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1726.
*******************************************************************************************************************
SANT MEWEN
------------
En hon bro, e rêr hirie ive gouel sant Mewen, a c'hanas en
Bro-Geumru, war-dro ar bla 520, hag a
ziskennas en Bro-Arvor, da heul sant Samson, er bla 550.
Sevel a reas manati Gaël, en kreiz koad Brésilien; eno e varvas, en e gant vla, hag eno ive e oe sebeliet.
Miraklou bras a c'hoarvezas e-tal e ve, hag a ziskouezas brasder e c'halloud dirak Doue.
Sant-Neven, en eskopti Léon, Tremeven, Ploeven ha Gwilligomarc'h. en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron.
************************
KENTEL
Furnez ha yaouankiz
Ar c'horf en deus ezom da vezan maget alïes, ha pa ve oc'h ober e
gresk, en deus ezom da vezan maget gwelloc'h.
Evit an ene eo henvel, hag eun den yaouank hag a fell d'ezan ren gant furnez e yaouankiz, a dle kemer ar pleg mat da gommunian, kouls lavaret, ken alïes ha bep sun (1).
Lavaret a raio marteze : « Mes n'on ket din d'ober an dra-ze ! »
- Ar zent n'int ket din, an ele n'int ket din; nan, n'oc'h ket din, rak n'eus nemelt Doue hag a vefe din da dostât ouz Doue, mes n'ep ket abalamour m'oc'h din eo e lavar Doue d'ec'h tostât ouz e dôl : abalamour rn'ho peus ezom eo ! Kommunian rèr evit kaout bue Doue : seul-nebeutoc'h ho peus anezi, ha seul-muioc'h a ezom ho peus eta da gommunian.
« Muioc'h a zevosion am bezo, ma n'an ket alïes ! »
- An neb a chom pell hep dibri, a zebr gant muioc'h a brez; mes ne ra ket kement a vad e voed d'ezan evel ma ra d'an hini a. gemer e bred d'an heur. « N'ho pezo ket muioc'h a zevosion, eme sant Fransez a Zal, rak ne rèr mat nemet ar pez a rêr alïes. »
« Me ne wellaan ket ! »
- Ar c'hrouadur a zebr bara bemde, lia ne deu ket, en eun devez, da vezan eur gwaz.
Hoc'h ene, kennebeut, ne deuio ket bue Doue da vezan krenv ennan en eun tôl.
Kredet ac'hanon; n'eus den yaouank ebel, etre seitek hag ugent vla, goest da vale war hent striz ar vue, glan e lagad. eün e zell, seder e dâl, ma ne dosta ket alïes ouz tôl ar Zakramant, rak d'an oad-ze, au techou a darz en kalon an den o deus kement a nerz, ma n'eus nemet korf ha gwad Hon Zalver Jezuz-Krist goest da zont a ben aneze.
-------------------------
(1) En amzer gentan an Iliz, an holl gristenien a gommunie beb
oferen a glevent.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |