retour à la page d'accueil

pages 457, 458, 459

Pages 457, 458, 459

*******

Eil devez warn-ugent a Vezeven

SANT PAULIN

Eskoh Nol (353-431)

--------------


en ebet ne glaskas en em guzan muioc'h evit sant Paulin, ha den ebet n'eo bet ken brudet hag hen. 

Sant Ambroaz, sant Augustin, sant Jerom ha sant Gregor, brasan doktored iliz af c'huz-heol, o deus grêt e veuleudi.

E dud a oa kristenien, ginidik eus a Rom; madou bras o devoa en Itali, er Spagn hag en Bro-C'hall. E dad, gouarner koz Bro-C'hall, a oa en em dennet en Bourdel da vevan diouz e zanve. Paulin a c'hanas er gêr-ze; ar barz Auzon a skolaas hag a garas anezan evel e vab, hag a reas d'an impalaer Grasian e hanvan da c'houarner er C'hampani.

Pa varvas Grasian (383), e tistroas da Vro-C'hall hag en em dennas en kastel Ebromagus, peder leo diouz Bourdel, elec'h ma 'n em droas war ar skridou ha war ar gwerziou, evel e vignon Auzon, a veve ive tostik eno.

Paulin en devoa tregont vla; dour ar vadeziant n'en devoa ket redet c'hoaz war e dâl. Epad rn'oa bet er C'hampani, en devoa gwelet eleiz a viraklou o c'hoarvezout en Nol, war be ar beleg merzer sant Feliks; goude-ze en devoa komzet gant sant Ambroaz, en Milan ; e oa bet pareet diouz ar boan daoulagad gant sant Martin a Dour; kemeret en devoa evit pried eur Spagnolez pinvidik hag eur gristenez vat, he hano Tereza. Kement-se holl en devoa e droet, a nebeudou, warzu Jezuz-Krist, hag er bla 389, sant Delphin, eskob Bourdel, hen badezas.

Hiviziken, e delen a varz a zono skiltrusoc'h ha kaeroc'h evit biskoaz, rak ne zono ganti nemet soniou kristen, ha le e vugaleach, dihunet goude eur mored a dregont vla, a yelo ar vrud anezi dre ar bed holl.

Prest goude e vadeziant, en em dennas er Spagn gant Tereza deut da vezan e c'hoar; en Barselon e oe beleget; ac'hane ec'h eas da chom da Nol, e-tal be sant Feliks, elec'h ma c'hoantae tremen ar rest eus e vue o heuilh an doare-bevan a verke d'ezan sant Jerom (394).

P'en em vrudas ar c'helou-ze, eleiz eus e vignoned a gavas abeg ennan. Auzon, dreist-oll, en devoe rann-galon, hag a skrivas d'ezan eur bern liziri d'e bidi da zizrei da Vourdel.

Paulin ne reas van ebet. Ar pez a glaske oa bezan dianavezet hag ankouaet gant an dud, ha tostât ouz Doue dre ar beden hag ar binijen.

En em gavet en Nol, e lakas sevel daou vanati neve; eu em denn a reas en unan aneze gant eun nebeut gwazed, c'hoant d'eze da vevan eveltan pell diouz trouz ar bed. Tereza, gant eun nebeut merc'hed, a 'n em dennas en egile.

Lakat, a reas sevel ive eun iliz eus ar re binvidikan war be sant Feliks.

Er bla 409, eskob Nol o vezan deut da vervel, e oe gret da Baulin kemer e gador. Vandaled an Afrik a ziskennas en amzer-ze en Itali hag a laeras bagadou kristenien; an eskob sautel a roas e beadra da zasprenan ar muian ma c'hellas eus e dud. Eun intanvez a deuas d'en em erbedi outan evit be mab; Paulin, ha n'en devoa netra ebet ken, kentoc'h evit lavaret nan d'ar vaouez kez a oa dirakan, a yeas d'an Afrik, hag a 'n em lakas e-unan er prizon en plas he mab.

A-benn eur pennad, koulskoude, ar gouezidi a gemeras true outan hag e c'hallas adarre dizrei d'e eskopti; digemeret a oe ouz son ar c'hleier, ar bleuniou o kouezan warnan a bep tu.

Mervel a reas en e driouec'hvet blavez ha tri-ugent.

E gorf a oe sebeliet, da gentan, e-tal be sant Feliks; goude-ze e oe digaset da Rom hag enoret en iliz Sant-Berthele. Pi X a c'hourc'hemennas ma vije dizroet he zenzor da iliz Nol.

*********************

Hirie, en em gav ive gouel sant Aaron, eur manac'h eus ar VIet kantved, hag a renas, evel abad, eur gouent savet gantan en enezen m'eman breman kêr Sant-Malo. Hen eo a digemeras sant Malo, pa diskennas en Arvor, hag a alias anezan da brezek ar le da baganed ar vro.

E relegou a zo miret c'hoaz en iliz-veur Sant-Malo, hag en kreiz kêr an eus e chapel bet adsavet meur a wech aboue ar VIet kantved. Eur barouz eus eskopti Sant-Brieg a doug e hano. Bezan 'n eus ive eur chapel en Pleuveur-Gautier.

**********************


KENTEL

Ar C'hleier (1)


Ar c'hloc'h, e-pign 'us d'an iliz, etre an nenv hag an douar, eo mouez Doue ha mouez an den.

Kas a ra galv Doue eus an nenv d'an douar; dihuni ra ar c'hristen losk; gourdrouz a ra ar pec'her , frealzi a ra ar c'hristen mat.

Kas a ra eus an douar d'an nenv pedennou ha meuleudiou ar barousianiz. Mouez Doue ha mouez ar bobl, ar c'hloc'h a drid war gavel ar c'hristen neve ganet, hag a ouel war he kement hini a ya da anaon.

Heb-han n'eus gouel na kanv ebel. Bezan eo unan eus ar benviou a lak ar zantelez da ziwan war an douar, ha setu perak an Iliz, arôk e zevel en e gambr ven dantelezet, a ro d'ezan he bennoz.

Karomp son hon c'hleier, selaouomp o moueziou;

O c'halon arm a drid, pa doujomp hon Otrou.

--------------------

(1) Ar c'hleier ne oant ket anavezet en Iliz arôk ar VIIet kantved, kouls lavaret; en Nol, er C'hampani, eo e teujod da c'houzout o zeûzi; kentan touriou a gaver evit o lakat a zo bet savet en XIe' kantved,
barousiariiz. Mouez Doue lia mouez ar bobl. ar c'hloc'h a drid war gavel ar c'hristen neve ganet, hag a ouel war he kemenl hini a ya da anaon.
Heb-han n'eus gouel na kanv ebel Bezan eo unati eus ar benviou a lak ar zantélex da ziwan war an douar, ha sein perak an Iliz, arôk e zevel en e gambr ven dantelezcl. a ro d'ezan lie bon no/. Karomp son hon c'hleler, selaouomp o rnouesiou : 0 c'halon arm a drid, pa doujomp lion Otrou.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica