retour à la page d'accueil |
pages 459, 460
Pages 459, 460
*******
Trede devez warn-ugent a Vezeven
An Itron Santez Elflez
Rouanez ha Gwerc'hez, Patronez Treflez ('"-679)
-------
lflez
(1) a c'hanas en Breiz-Veur, en penn kentan ar seizvet kantved. He c'herent, Sôzon vras, brudet ha
pinvidik, a zavas anezi en doujanz Doue.
Evit ober diouz he zud, e timezas d'ar prins Tonbercht; mes o vezan ma oa en he c'halon ar c'hoant da chom bepred gwerc'hez, en em glevas gantan evit bevan o daou evel breur ha c'hoar.
Tri bla goude, da varo he fried, e oe grêt kement warnezi, mac'h asantas addimezi, hag e roas he dorn da Egfrid, roue an Northumberland. Daouzek vla e vevjont an eil gant egile, ha miret a reas bleuniou he gwerc'hded, kenkouls goude he eil eured ha m'he devoa grêt goude he c'hentan.
Koulskoude, ar c'hoant da ren eur vue santeloc'h c'hoaz eget an hini a rene el lez, a reas d'ezi goulenn ouz he fried ôtre da vont da leanez. Egfrid, daoust pegement a garante a oa etreze, a roas d'ezi he goulenn.
En em denn a reas neuze en manati Koldhingam, ha ken skouerius oa he bue, ma oe hanvet, bla goude, da abadez en manati enez Ili (672).
Eno, nemet eur gouel bras bennak a vije, pe dihet en em gave, ne gemere nemet eur pred bemde; adalek hanter-noz, e chome da bedi betek an de; kaout poan ha mez oa he dudi.
C'houec'h vla a oa ma rene he c'hoarezed war hent ar baradoz, pa oe taget an darn vrasan aneze gant ar vosen. Elflez a reas oute, evel eur vamm ouz he bugale, hag en doare-ze, e tapas he-unan ar c'hlenved.
Leskadurez he devoa gant eur gor bras a oa en he goug, hag e lavare d'ar rnedesin a doulle anezan d'ezi :
- Mat a zo grêt d'in; em yaouankiz e tougen war ma goug seiennou perlezennet; Doue, en e drugare, elec'h gortoz ar bed-all evit kastizan ma ficherez, am sko dioustu er bed-man; mil meuleudi d'ezan !
Mervel a reas d'an 23 a vezeven 679, ha sebeliet a oe, war he goulenn, e-touez he c'hoarezed.
Unnek vla goude, e savjod he relegou evit o lakat en eur be men neve. Daoust ne oa ket bet balzamet he c'horf, e oe kavet fresk beo; al lienachou a oa endro d'ezan n'o devoa bet droug ebet; eur glezien, ha netra ken, a verke ar gouli bras a oa en he goug pa dremenas. Eleiz a viraklou a c'hoarvezas e-tal he be. Beda (2) a skrivas he bue. Kosan iliz katolik a zo en Londrez a zoug c'hoaz he hano en de a hirie.
Brud he zantelez a dreuzas ar mor, hag hon tud koz a zavas ive, en Treflez, eun iliz en he enor, elec'h ma plij d'eze dont niverus da bardonan.
----------------
KENTEL
Ar werc'hded kristen
Jezuz-Krist eo pried an ineou gwerc'h; kanan reont dirak e drôn eur ganaouen neve, n'eus
nemete goest d'he c'hanan, hag o mouez a zo henvel ouz telennourien o telennan war o zelennou : heuilh a
reont an Oan dre gement lec'h mac'h a (3.
« Ha da belec'h eta, eme sant Augustin, ec'h a an oan-ze ? Petra eo ar c'hoajou hag ar prajeier-ze ma red dreze ? Lec'hiou int ma tanvaer enne dudiou ha n'eo netra en o c'hichen plijaduriou goullo, divlas ha touellus ar hed-man !
» An dudiou-ze, zoken, ne vefont ket henvel ouz ar re a gavo, er baradoz, ar re n'o devo ket miret o gwerc'hded.
» Dudiou an dud gwerc'h a vezo en em laouennât gant Jezuz-Krist, dre Jezuz-Krist hag en Jezuz-Krist.
» O c'houi eta hag a sked war ho tâl kurunen lirzin ho kwerc'hded, kemeret preder d'he miret; eun tensor eo hag eur wech kollet ne ve ket kavet.
» Ar zenl-all, ha n'hallfont ket eveldoc'h bezan da dostan d'an oan, a drido o welet hoc'h eürusted, ha dre-ze. e kavfont ennoc'h ar pez n'o deus ket gallet kaout enne o-unan; n'hallfont ket kanan, kennebeut, ar ganaouen neve, rak n'eo savet nemet evidoc'h hepken; mes he c'hlevet a refont ha kaout a refont o flijadur o welet ho kloar; c'houi he c'hano hag he c'hlevo er memes amzer : hoc'h eürusted a vezo heb he far.»
-------
(1) A hanver ive : Ethelflez, Etheldrez, Ethelrez. Ediltrud, Elidru, Andry. Ventrok.
(2) Beda (673-735) a zo e hano war roll ar zent. Leon X1I1 en deus roët d'ezan al lezhano a zoktor eus an Iliz ha gourc'hemennet ober e ouel dre ar bed holl, d'ar 27 a viz mae.
(3) Ab. sant Yan, XIVet pennad, 4e koublad.
--------------------
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |