retour à la page d'accueil

page 499, 500, 501, 502

Pages 499-500-501-502

*******

UNNEKVET DEVEZ A VIZ GOUERE

Sant Thivisiau

Eskob Dol, VIIet kantved

-------

Thivisiau a c'hanas en Bro-Roazon. Lelian, e dad, ha Majen, e vamm, a oa Bretoned diskennet eus Breiz-Veur hag en em dennet en koad Bresilian; bevan rênt eno diouz o loened ; a-viskoaz o bugel a oe troetoc'h war dreo ar spered eget war dreo an douar.

Eun devez m'oa et war ar mêz da ziwall ar chatal, êl an Otrou a lavaras d'ezan : « Thivisiau, elec'h chom da vêsât al loened-ze, gwell e vefe d'it mont da vanati Balon d'ober da studi. »

Pa zizroas d'ar gêr, ar pôtr bihan a lavaras d'e dad ar pez en devoa klevet, hag e dad a respontas : « Meuleudi da Zoue, ma mab, emezan, c'hoant an êl eo ive ma hini-me ! »

Ar c'hrouadur eta a oe kaset da vanati Balon. Eno en em roas holl raktal d'al labour-spered, hag an hini a skrivas da gentan e vue, evit diskouez d'imp pegen bras oa e aked d'ar studi, a lavar ne zistagas penn diou e c'hrammadeg ken na o peur-evet gantan.

Eur vouez en devoa eus ar re flouran hag eus ar re sklêran, hag eun dudi oa e glevet o kanan. 

Tiernmael, abad hag eskob Dol, pa deue da Valon, ne skuize ket ouz e zelaou ; dont a reas, zoken, d'hen karet kement m'hen kasas gantan da Zol, hag eno goude bezan laket e gelenn en e vanati, o welet e oa ennan danve eus ar c'hentan, hen belegas.

Thivisiau a roas neuze an dorn d'e vadoberour da gas e abati hag e eskopti endro, ha pa deuas Tiernmael da goac'han gant ar gozni, e kemeras e garg.

Thivisiau a oa eun eskob herve kalon an Otrou Doue. Eur blavez, derc'hent ar Yaou-Bask, epad ma oa o prezek war ar leur-gêr, dirak e iliz-veur, e welas Jezuz-Krist en nenv azezet en tu deou d'an Tad, hag an êle, en prosesion, o tougen Arc'h an Testamant. Ar bobl, ouz e glevet o tisklerian d'ezan petra wele, a gouezas d'an daoulin. Ar zant a reas sevel el lec'h-ze eur groaz mein-benerez, hag abalamour d'ar burzud a welas, e veze douget gwechall, en Breiz-Izel, relegou ar zent en prosesion, da zeiou ar Rogasionou.

Thivisiau a oa eun den sioul hag habask ; koulskoude, pa veze red, e ouie diskouez e skourje.

Eun ôtrou bras eus ar vro, Riwallon e hano, a reas eun devez ar rins en manati Maok, eur manati hag a oa peder leo diouz Dol ; stlepel a reas ar venec'h eus o zi ; lakat a reas an tan en iliz ; laerez a reas al listri sakr ha kement a gavas, hag e tizroas d'e vaner.

Thivisiau, pa glevas an neventi, a yeas, daouzek manac'h gantan, war e droad, da glask al laer ; en em gaout a reas gantan war-dro Lann-Camfroud.

Riwallon, dal ma welas an eskob hag e venec'h, a gollas e hardiegez :

- Perak 'ta, emezan, ôtrou 'n eskob, e kemeret ar boan da zont betek aman war ho troad ?

- Abalamour d'it-te eo e teuan, eme ar zant, hag abalamour d'az sakrilach euzus. Lavar d'in perak az peus laket an tan en manati Sant-Maok ? Ar pec'hed az peus grêt a zo ken bras hag an hini az pije grêt o vruzunan brec'h sant Sarnson.

Riwallon a oa strafuilhet ; aon a grogas ennan na raje an eskob e glemmou en e eneb d'ar roue Judikael, hag e lavaras :

- Otrou 'n eskob, na gemeret ket a zroug ouzin. Sevel a rin iliz Sant-Maok, ha seiz-all ganti c'hoaz, en hoc'h eskopti ; rei a rin d'ec'h, en dizro, seiz gwech muioc'h eget ar pez am eus laeret.

- Ha levr an Aviel, eul levr ken kaer-all, a oa war ôter Sant-Maok, hag a zo kavet el liorz, hanter-zevet ?

- Seiz-all, henvel outan, a roin d'ec'h ive ! eme Riwallon.

An eskob a bardonas an torfetour, mes kement a nerz-kalon en devoa laket da zifenn e wir, ma ne oe ket kredet ken mont d'ober gaou ouz madou sant Samson.

Thivisiau, deut da vezan koz, a roas an dilez eus e garg hag a 'n em dennas en e vanati ; eno e varvas, war-dro hanter ar seizvet kantved.

E gorf a oe sebeliet en Dol ; divezatoc'h, pa deuas an Normaned d'ober o freuz en Breiz, e oe kaset e relegou da Bariz.

Sant Thivisiau eo patron Landivisiau, en eskopti Leon, ha patron Plogonneg, en eskopti Kerne.


SANT JUDOK

Ermit (VIIet kantved)


An de-man en em gav ive gouel sant Judok, breur da sant Judikael, roue Breiz.

Savet e oe en abati Lan-Maelmon. Yaouank oa c'hoaz, pa deuas e vreur, skuiz gant ar garg a roue, d'he c'hinnig d'ezan. Elec'h he digemer, Judok a yeas da heul unnek pelerin o vont da Rom. N'e ket da Rom ec'h eas, avat, mes da Chartr, da Bariz, hag erfin da di Haymon, duk ar Ponthieu, a viras anezan en e lez, hag a reas d'ezan digemer ar velegiez. Mes ar zant, hag a glaske bevan pell diouz an drouz, a c'houlennas en em denn er c'hoajou. Ter gwech e chenchas lec'h evit tec'hel arôk ar vrud ; an dervet gwech, ec'h eas da Rom da gerc'hât relegou da lakat en iliz savet demdost d'e beniti neve, gantan duk Haymon, en enor da zant Martin.

En kichen an iliz-ze e varvas. E gorf, mezellour a c'hlanded epad e vue, a 'n em viras fresk-beo, pell amzer goude e varo.

Sant Judok a zo patron ilizou Lohuec hag Henvias. E relegou eman al loden vras aneze en eskopti Arras ; koulskoude, iliz Henvias he deus eun tamm askorn eus e vrec'h bet kaset d'ezi er bla 1835.
Sant Judok a zo pedet gant al labourerien evit o loened-korn.

BOKED

 

An neb en deus pec'het, abalamour da vadou an nesan, ha ne restôl ket, hag hen goest d'hen ober, n'eo ket eur penitant eo, mes eun trompler; ar pec'hed ne vezo pardonet nemet pas vezo restôlet ar pez a zo bet laeret, non remittitur peccatum, nisi restitatur ablatum

Sant Augustin

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica