retour à la page d'accueil |
pages 595, 596
Pages 595, 596
*******
Eil devez warn-ugent a viz Eost
SANT SYMPHORIAN
Merzer (***-178)
-----------
ymphorian a c'houzanvas ar verzerenti, nebeut awalc'h goude merzerien Lyon, en amzer Mark-Aurel. Eun den yaouank kristen oa, karet gant an holl abalamour d'e zanve, d'e c'hened ha d'e furnez. O chom e oa en Autun, unan eus kêriou kosan ha brudetan Bro-C'hall, hag unan ive eus ar re droëtan gant an doueou faoz.
Hogen, eun devez ma touged, evel bep bla, en eur c'har kempennet a-zoare, skeuden Cybel, eleiz a dud a oa diredet da enori doueez ar Phryji.
Symphorian ne gave ket mat ober evel ar re-all, hag a oe kaset dirak ar gouarner Heraklius, a c'houlennas outan perak ne felle ket d'ezan adori mamm an doueou.
Ar merzer a respontas e oa kristen, ha n'halle, dre-ze, adori nemet ar gwir Doue a zo en nenv.
Pa glevas ar barner e oa eus kêr hag a renk uhel, e lavaras d'ezan :
« Fiziout a ret war ho renk, ha marteze n'ho peus ket a anaoudegez awalc'h eus a urziou an impalaer. »
Hag e lennas aneze d'ezan, hag e c'houlennas outan petra responte. Symphorian a dalc'has da ziskouez an heug en devoa ouz an idol.
Neuze Heraklius a reas e skei hag e gas d'ar prizon. Daou zevez goude, e oe digaset adarre d'al lez-varn, hag ar gouarner a lavaras d'ezan :
« Bezet fur, servijet an doueou divarvel, hag ho pezo arc'hant digant ar gouarnamant hag eur garg enorus en arme. Mont a ran da lavaret lakat bleuniou war an ôter, hag e kinnigfet ezans d'an doueou, evel m'eo dleet. »
Symphorian a ziskouezas dre e respont e rê fae war ar pez a ginniged d'ezan hag e tisprize relijion Cybel.
Heraklius, pa wele n'halle ket dont a benn eus an den yaouank, a c'hourc'hemennas e zibennan.
Ar c'helou-ze a reas da galon ar merzer yaouank tridal gant an dudi.
Pa oad o kas anezan er-mêz eus kêr d'e lazan, e vamm, o welet anezan o tremen, a youc'has :
« Symphorian, dalc'h sonj eus an Doue beo; kemer kalon, ma mab; arabad kaout aon rak ar maro; ar maro eo dor ar vue; sao da galon warzu an nenv; sell ouz an Hini a zo o ren er baradoz; ne lemer ket ar vue diganit, rei d'it unan gwelloc'h ne rêr ken; hirie, ma mab, ez out o kinnig deiou a dremen evit ar vue a bado da viken. » Sant Symphorian a varvas war-dro ar bla 178.
-----------------
BOKED
An hini, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, a gar e dad pe e vamm muioc'h evidon, n'eo ket diouz ma doare; hag an hini ne gemer ket e groaz ha n'am heul ket, n'eo ket diouz ma doare.
An neb a vir e vue ne c'hollo; hag an neb en devo kollet e vue abalamour d'in, he c'havo.
AVIEL SANT VAZE X. 37, 33.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |