retour à la page d'accueil |
pages 596, 597
Pages 596, 597
*******
Trede devez warn-ugent a viz Eost
Sant Philip Beniti
(***-1285)
-------
hilip a deuas er bed en Floranz, en blaveziou kentan an XIIIet kantved. Abred e gerent a zeskas d'ezan karet ar vad ha tec'hel diouz an droug. Ober a reas e studi en Pariz hag en Floranz, ha pa chomas er gêr eus ar skol, e oa eun doktor war ar vedesinerez.
Pempzek vla a oa neuze 'baoue oa diazezet Urz Servijerien ar Werc'hez Vari, war mene Senario, gant seiz marc'hadour pinvidik eus a Floranz. Philip a oe digemeret en Urz neve-ze, d'an 8 a viz gwengolo 1233, beleget eun nebeut blaveziou goude, ha hanvet da jeneral er bla 1267.
Da varo Klemant IV, ar gardinaled, bodet en Viterb, a c'hoantaas e lakat war Gador sant Per. Dal ma klevas an neventi-ze, en em dennas er gouelec'h, eur manac'h-all hag hen, hag e chomas eno kuzet, ken a ouezas e oa hanvet eur pab neve.
Goudeze en em lakas da brezek, hag e oe klevet en Avignon, en Pariz hag en meur a gêr-all eus a Frans hag eus an Alamagn. Rei rê da anaout dre-oll an devosion da seiz glac'har ar Werc'hez. Goude bezan bet daou vla evelse war bale, en em gavas en konsil-meur Lyon; ac'hane e tizroas d'an Itali.
Kaout a reas e genvroïz rannet en diou gostezen : ar « Jelphed », a-du gant ar pab, hag ar « Jibelined », a-du gant an impalaer. N'espernas netra evit o unani, ha dre e zousder hag e gomzou e teuas erfin a benn da lakat an emgleo etreze. Koulskoude, bezan en devoe kalz da c'houzanv en meur a lec'h, hag eur wech, zoken, e oe dare d'ezan bezan lazet.
Evitan, eur manati ha ne heuilher ket ennan ar reolen pen-da-ben, elec'h bezan porz ar baradoz, a zo eur mor danjerus evit kement hini a zo ebarz; abalamour da ze, e poanie da zantelât e venec'h muian m'halle.
Mervel a reas en Todi, en eur vriata kroaz Hon Zalver, a lezhanve e levr, d'an eizvet devez goude gouel Maria-Hanter-Eost 1285. War e ve, ar re dall a gavas ar gweled, ar re gamm ar c'herzed, ar re varo ar vue; ha Klemant X, o klevet ar vrud eus ar miraklou-ze, a lakas ane-zan e-touez ar zent, er bla 1671.
---------------
BOKED
Kalon Mari a zo ken tener en hon c'henver, ma n'eo kalonou ar mammou-all, holl a-unan, nemet evel eun tamm skorn en kichen he hini.
Ar wellan eus ar mammou a gastiz a-wechou he bugel, pa ra droug d'ezi; skei ra gantan, zoken, ha ne gred ket ober fall. Ar Werc'hez santel ne ra ket evelse; ken mat eo ma ne ziskouez d'imp nemet he c'harante; kammed ne deu d'hon c'hastizan.
Ar Mab en deus e justis; ar Vamm n'he deus nemet he madelez.
PERSON ARS.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |