retour à la page d'accueil

pages 60, 61

Pages 60, 61

*******

Naontekvet devez a viz Genver

SANT KANUT

Roue an Danemark (1080-1086) ha merzer


Kanut, mab henan Suenon, roue an Danemark, a oe kelennet kaer ha savet mat en e vugaleach. En e yaouankiz, e kustumas e gorf diouz an armou ha diouz ar skuizder, ha dont a reas da vezan barrekan brezellour a oa en e amzer. Skuban reas, eus moriou an hanter-noz, al laeron a veze enne o vont hag o tout, en o bagiou skanv, hag o tiskenn, pa gavent an tu, da ober skrab var an ôchou tro-war-dro.

Pa varvas e dad, pennou-bras ar rouantelez, oc'h anaout e doliou-kaer, a gemeras aon razan hag a roas e gurunen d'e vreur Harald, a oa eun den muioc'h lez-ober evit Kanut, hag o devoa fianz, dre ze, da c'hallout ober muioc'h o mistri gantan.

Kanut, pa welas ar pez a oa c'hoarvezet, a 'n em dennas en lez Halstan, roue ar Sued, hag elec'h klask trabas ouz e vreur, evel ma lavared d'ezan awechou, e chomas sioul ; ne golle tro ebet, zoken, evit renti zervich d'e genvroïz. Abalamour da ze, pa varvas Harald, daou vla goude ma oa pignet war an trôn, ar vro a-bez, skuiz o welet an droug a oa en em zilet enni dre leziregez ar roue-all, a zavas en he zav, lorc'h enni o lakât war benn Kanut kurunen e dadou koz.

A-boan ma oa stur ar rouantelez etre e zaouarn, ma teuas tud goue da zailhat war e vro. Kanut a stourmas kalet oute, war meur a dachen, hag o zrec'has gant enor. Pa zigouezas eus ar brezel, e stagas ar gurunen aour a oa war e benn ouz troad kroaz Hon Zalver, hag e westlas e bobl hag hen da Jezuz-Krist, roue ar rouaned.

Ar spered, en den, eo an êl; ar c'horf, an aneval. D'an êl eo gourc'hemenn, d'an aneval senti. Kanut a gustume e gorf da blegan d'e spered dre ar yuniou, ar skourjezou hag ar gourizou reun. Karout a re lenn ha kanan ofis an Iliz gant ar venec'h. Eur roue hag a dremen eun darn eus an noz o pedi evelse, an eus muioc'h a sklerijen da c'houarn e bobl evit eun all hag a dremenfe an amzer-ze oc'h ebatal.

Klask a rê, en pep doare, mad e bobl ha mad an Iliz : mat oa evit an holl, hep bezan re losk.

Elec'h kreski an truajou, e krenne diwar an dispignou muian ma c'helle. Stagan a reas eleiz a leve ouz an ilizou, ha c'hoant an evoa e vije kaer an treo war o zro. Ober a reas lezennou war an enor a dleer d'an eskibien ha d'ar veleien; gwelet a rê Jezuz-Krist en pep-hini aneze, ha gwell oa gantan gwelet ober dismeganz d'ezan e-unan, evit ne oa gwelet ober d'eur beleg.

En amzer-ze, Harold, unan eus e gerent, a oa roue en Bro-Zôz. Gwilherm, duk an Normandi, hen diskaras hag hen trec'has war dachen-brezel Hasting.

Kanut, pa glevas ar c'helou, a c'hoantaas stourm ouz Gwilherm, hag o vezan savet eun arme, e roas ar garg anezi d'e vreur Olaüs. Heman hen gwerzas hag a reas d'eur bern pennou-fall trei en e eneb. Kanut a oe lazet gante en iliz Sant-Alban, d'ar 7 a vezeven 1086.

-----------------


KENTEL

Diner an Iliz

En pep parouz e zo eun iliz; an iliz-ze eo kêr ar gristenien. Eno e vezont badezet, eno e vezont kelennet, eno e klevont sul-gouel an oferen; eno e ve roët d'o eneou bue Doue kollet dre ar pec'hed; eno-e vezont maget gant korf ha gwad Jezuz-Krist; eno e ve digaset o c'horfou skornet gant ar maro da lavaret warneze pedennou an anaon; eno e vezo dalc'het da bedi evite, ken ne vezo en em gavet o eneou war dreujou ar baradoz.

En peb iliz zo eur beleg; hep-han, an iliz n'eo iliz ebet. Hen eo den an holl, paour ha pinvidik, gouiziek ha dizesk, bras ha bihan, koz ha yaouank. Heb ar beleg, ar barouz a zo eun ifern; gant ar beleg eman Doue enni, hag ar beleg a chomo on eur barouz, keit ha ma kavo enni peadra d'en em lojan, d'en em wiskan, d'en em vevan; peadra da zerc'hel o renk.

Ouz peb iliz, gwechall, hon tudou koz o devoa staget leve. Ar veleien a 'n em denne gant ze, heb ezom da astenn an dorn d'o farousianiz. Lezen 1905 zo deut da laerez holl danve ilizou Frans, ha breman, keit ha ma n'evo ket ar Gouarnamant restôlet e laeronsiou d'ar gwir berc'hen, ar veleien, daoust pegen kri e c'hallont kaout an dra-ze, a vezo red d'eze goulenn aluzen digant o farousianiz.

Abalamour da ze, holl eskibien Frans o deus savet, dre ar vro, diner an Iliz, ha pep kristen a dle rei anezan bep bla, herve e zanve, dindan boan da chom hep kaout an absolven, epad e vue, ha pedennou an Iliz goude e varo.

Arabad da zen ebet fazian ! Ar relijion n'eo ket hepken eun dra vat da gaout, eun dra red eo. Ar relijion eo tra an holl, hag evelse, pep-hini a dle ober e c'halloud d'he miret er vro, ha pec'hed bras an eus ma n'hen gra ket !

--------------

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica