retour à la page d'accueil

pages 62, 63, 64, 65

Pages 62, 63, 64, 65

 

Ugenvet devez a viz Genver

SANT SEBASTIAN

Difennour an Iliz, merzer



Sebastian a oa e dad ginidik eus a Narbonn, hag e vamm eus aVilan; savet e oe gante en relijion Jezuz-Krist a oa o hini o-unan.

En e yaouankiz, e teskas an armou, ha dont a reas, en berr amzer, da vezan unan eus an ofiserien ha mignoned vrasan an impalaer Dioklesian.

Heman a oa pagan. Sebastian, evit gallout ober muioc'h a vad d'e vreudeur, pa vijent gwasket, ne anzavas ket outan e oa kristen.

Er bla 303, e savas eur stourmad skrijus, an dekvet hag an divezan, c'houezet gant impalaered Rom a eneb an Iliz. Sebastian, abalamour d'e garg a ofiser, a c'halle kaout dor-zigor el lec'h ma kare, hag a c'halle evelse gwelet ha kennerzi ar gristenien a oa karget ar prizoniou gante.

En amzer-ze, Mark ha Marsellin, bugale ar senateur Trankillin, a oe o-daou barnet d'ar maro, abalamour ma ne oa ket bet falvezet gante kinnig ezans d'an doueou. O zud a oa paganed hag a c'houlennas digant Kromas, pref'ed Rom, rei tregont devez termen d'eze da c'hallout dont a benn da lakat o bugale da blegan da urziou an impalaer.

Fiziet e oe an daou brizonier en Nikostrat, mestr-skrivagner ar prefed, hag en e di o chom. Neuze an daou brizonier a oe gret kement warneze gant o zad, o mamm, o friejou, o bugale, o mignoned, ma oant prest da fallgaloni, pa zigouezas Sebastian war o zro.

An ofiser bras a gomzas gant kement a nerz, ma krenvaas Mark ha Marsellin en le Jezuz-Krist, ha ma reas d'o zud ha da Nikostrat e-unan goulenn bezan badezet. Sebastian a redas raktal da gerc'hat ar beleg Polykarp da rei d'eze ar vadeziant. Trankillin, tad ar brizonierien, hag a oa unnek vla a oa gant ar boan-izili a oe pareet gant dour-meur ar zakramant.

P'en em gavas an tregontvet devez eus an termen, ar prefed a c'halvas Trankillin, hag a glevas gantan ar burzudou a oa c'hoarvezet.

Kromas, hag a oa ive gant an droug-izili, a reas kerkent kerc'hât ar beleg Polykarp hag a ginnigas arc'hant d'ezan evit e barean.

- Nan, Jezuz-Krist hepken, eme ar beleg, a c'hall ho parean, ma kredet ennan.

- Hag e ran ! eme Gromas.

- Bruzunet neuze kement idol a zo en ho ti.

Bezan eo devoa eun daou-c'hant bennak. Sébastian o skubas holl. Pa zizroas, ne oa ket c'hoaz gwellaet d'ar prefed.

- Ho fe n'eo ket bras awalc'h, eme Sebastian : eun dra bennak ho peus c'hoaz da derri.

Kromas a anzavas an evoa c'hoaz en e di eun idol-all hag a gare meurbed. Dal ma oe flastret he fenn outi, eun den yaouank skedus evel an heol a 'n em ziskouezas da Gromas : « Ar C'hrist, emezan, am  digas d'ho parean. »

Kromas a choantaas pokat da dreid ar medisin burzudus.

- Nan, eme heman, n'oc'h ket gwalc'het c'hoaz en dour-meur ar vadeziant, hag abalamour da ze, n'hallet ket touch ouz êl an Otrou.

Eun nebeut deveziou goude-ze, Kromas hag holl dud e di a oe badezet.

Koulskoude, ar stourmad a greske bemde.

Kromas, war digare e yec'hed, a roas an dilez eus e garg a brefed, hag en em dennas en e zouaroû, war ar mêz, gant ar beleg Polykarp hag ar gristenien n'en em gavent ket krenv awalc'h da herzel betek ar maro.

Tiburs, mab Kromas, ha Sebastian a chomas en kêr gant ar pab Kaïus. En em dastum a reent, gant an nebeut kristenien-all, en palez an impalaer, en ti unan eus e vevelien, e hano Gastulus, pa deuas eun traïtour, Torkuat, d'o disklerian. An impalaer a reas da Zebastian dont dirakan.

- Tamallet oc'h da vezan kristen, emezan; ha gwir e vefe?

- Ya, eme ar zant; kredi am eus grêt ha kredi ' ran eo fall daoulinan dirak eur men n'en deus na daoulagad, na diskouarn, hag e c'haller e derri hep ma c'hoarvezfe droug ebet ganac'h.

An impalaer, o klevet kemend-all, a lavaras :

- Bezan oac'h unan eus ar re a garen ar muian em lez, ha setu ma tizentet ouzin ha ma tôlet dismegans war an doueou !

- Me 'm eus bepred pedet Jezuz-Krist evit ma viro d'ac'h ho yec'hed ha ma viro ho rouantelez, hag adoret am eus bepred an Doue a zo en nenv.

Dioklesian, en e gounnar, a reas e lazan a dôliou bir.

Irena, pried Gastulus, a deuas en noz da gerc'hat korf ar merzer. Daoust d'e c'houliou da vezan don, ne oa ket maro awalc'h c'hoaz, hag a-bouez bezan louzaouet, e teuas da barean. Kerkent ha ma c'hallas bale, elec'h tec'hel diouz kêr, ec'h eas da gât an impalaer. Dioklesian, ouz e welet, a chômas sebezet :

- Petra, emezan, ha n'eo ket c'houi eo Sebastian, am eus laket lazan a dôliou bir ?

- Me eo, eme ar merzer; Hon Zalver Jezuz-Krist an eus roët d'in ar vue adarre, ha dont a ran, en e hano, da rebech d'ac'h ar pez a ret en kenver ar gristenien.

Dioklesian a roas urz d'e skourjezan betek ar maro ha da stlepel e gorf en eun toull anvoez. Ar pez a oe grêt. Mes Sebastian, en eun hunvre, a roas da anaout d'eun itron gristen, he hano Lusiria, al lec'h ma oa e gorf. Savet e oe ac'hane, ha breman e zo war e ve unan eus seiz iliz kaeran Rom.

Sant Sebastian a zo enoret bras en Breiz-Izel, abalamour m'an eus pellaet diouti ar vosen. Chapeliou kaer an eus en Sant-Segal, en Bro-Gerne, en Lok-Maria, en Bro-Leon, en Boulvriak, en Bro-Dreger. E skeuden a gaver, kouls lavaret, en.holl ilizou; e ouel a oa gwechall gouel-berz en meur a eskopti. Lezhanvet eo bet difennour an Iliz.

-------------------------


KENTEL

N'haller ket serviji daou vestr

N'haller ket serviji daou vestr. Red eo bezan a-du gant Doue pe a-du gant Satan, unan a zaou; n'eus ket da varc'hata ! Awechou, Hon Zalver Jezuz-Krist a c'houlenn ouzomp, evel ouz sant Per : « Ha karet a rez-te ac'hanon ?» Hag e fell d'ezan e tiskouezfemp hon c'harante en e genver, dro oberou, ha n'eo ket hepken dre gomzou.

Setu ar pez a 'n em gavas gant sant Sebastian. Heman a oa eun den en karg, eur mignon bras d'an impalaer; bali an enor a oa digor dirakan, alc'houe ar binvidigez a oa etre e zaouarn. Mes Dioklesian a ra brezel da Jezuz-Krist; ha Sébastian, ma eo stag ouz e garg, a gar Doue, dreist pep tra.

Ar zakrifis goulennet gant Sebastian, Jezuz-Krist hen goulenn, beb an amzer, gant unan bennak. Eleiz ne grenont ket evit hen ober, tud hag a zo gwad yac'h ha krenv, gwad ar zent, o redek en o gwazied.

En o c'hichen, nag a bed a stou dirak mevelien an drouk-spered, hag evit eur mousc'hoarz, eur gomz flour, eur pennad ruban, eur begad enor, a werz o ene.

Nag a bed a gav mat mougan o c'honsians

Ha bezan digristen evit en em avans !

Tud kez, gwerzan c'haller an divrec'h, n'heller gwech ebet gwerzan an ene; an ene zo da Zoue. Roomp da Zoue ar pez a zo da Zoue, ha da Sezar ar pez a zo da Sezar !

***********************

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica