retour à la page d'accueil

pages 623, 624

Pages 623, 624

*******

C'houec'hvet devez a viz Gwengolo

SANT ONEZIPHOR

Diskib sant Pôl

******

Oneziphor a oa ginidik eus a Ephes, hag a oa o chom en Ikonium, pa deuas sant Pôl da brezek ar fe d'ar gêr-ze; rei a reas digemer d'an abostol en e di, ha goulenn a reas digantan ar vadeziant. Dont a reas goude-ze da vezan unau eus e ziskibien aketusan ha kalonekan, ha divezatoc'h, pac'h eas an abostol bras da Ephes, e kavas tro d'ober kalz vad d'ezan adarre. Kemer a reas skouer war e vertuziou; labourât a reas war zilvidigez an eneou; ha darn a lavar e oe sakret eskob.

Kalet evitan e-unan, Oneziphor a ranne e vadou etre ar beorien. Dal ma klevas e oa kouezet e vestr er prizon, en Rom, evit an eil gwech, ec'h eas d'e glask; ha gant arc'hant e teuas a benn da gaout digor da vont betek ennan; rei a reas d'ezan kement a c'halle kaout ezom. Sant Pôl, dilezet gant e vignoned-all, hag a dec'he dioutan gant aon da vezan tapet o-unan, a oe laouennaet oll o welet kalon vat Oneziphor. Skrivan reas raktal d'e ziskib Timothe, a oa eskob en Ephes, hag e lavaras d'ezan : « Ra deuio Doue da skuilh e vadelezou war dud Oneziphor, rak alïes en deus ma frealzet, ha ma chadennou n'o deus ket e laket da ruzian. P'eo deut da Rom, en deus ma c'hlasket gant kalz a breder, ken en deus ma c'havet. Ra vezo trugarezus an Otrou outan, da ze ar varn. Te a oar gwelloc'h eget den-all ebet pegement a vad en deus grêt d'in en Ephes; gra eta ma gourc'hemennou da Briska, da Akuila ha da dud Oneziphor. »

Goude merzerenti sant Pôl, Oneziphor a zizroas d'an Azi, a c'honezas eleiz a eneou da Jezuz-Krist, hag a oe chadennet erfin gant e zervijer Porphyr, en kêr Parion, war urz ar gouarner Adrian.

Skourjezet e oent didrue, ha dre ma n'halled ket, en doare-ze, dont a benn d'o lakat da nac'h o Doue, e oent staget ouz lostou kezek pennfollet, a gasas aneze a dreuz-dreuz dre ar reier hag ar spern. Evelse eo e kavjont o maro ha, war dioueskel ar verzerenti, o eneou a nijas war eün d'ar baradoz.

-------------------------

BOKED

Labour evel eur zoudard mat da Jesus-Krist. Kement hini a c'houren ne ve ket kurunet : ne guruner nemet an neb a c'houren evel m'eo dleet.

- Ma varvomp gant Jezuz-Krist, e vevfomp ive gantan.

- Ma c'houzanvomp gantan, e renfomp ive gantan.

- Ma nac'homp anezan, e nac'ho ive ac'hanomp.

- Ma ne gredomp ket ennan, hen a chomo feal, rak n'hall ket en em nac'h e-unan. 

SANT POL DA DIMOTHE. II. 3 13.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica