retour à la page d'accueil

pages 624, 625

Pages 624, 625

*******

Seizvet devez a viz Gwengolo

SANT YANN

Merzer en Nïkomedi (303)

------------------


D'ar 24 a viz c'houevrer 303, Dioklesian, laket pennadou ennan gant Galer, a zigoras an dekvet brezel a reas impalaered Rom d'an Iliz. 

En devez-ze, da c'houlou-de, war mogeriou Nikomedi, e c'kelled lenn pevar gourc'hemen neve-flamm, douget eneb ar gristenien :

- Ar gristenien n'o deus ôtre ebet ken d'en em vodan, a lavare ar c'hentan.

- O ilizou a dle bezan diskaret, a lavare an eil.

- O levriou sakr a dle bezan strinket en tan, a lavare an trede.

- Ar gristenien a zo eus an noblanz a gollo o renk; ar re a zo eus an dud entre a gollo o frankiz; ar re a zo eus ar sklavourien a gollo, evit mat, an esperans da welet o chadennou o kouezan, a lavare ar pevare.

Eun den yaouank a renk uhel, a hanver Yan, a vervas ar gwad en e galon o welet kemend-all a zislealded. War al leur-gêr, hag a-wel d'an holl, e tiframmas ar paper diouz ar voger hag e lakas anezan a dammou, en eur youc'hal : « An dra-man, marvat, eo gonidou an impalaered war ar Gothed hag ar Sarmated. »

Dismegansus ha flemmus meurbed oa komz an den mat-ze, rak dre eno e tiskoueze e vije bet gwelloc'h ha furoc'h da vistri ar vro en em gemer ouz ar gouezidi, eget ouz ar gristenien, sentusan sujidi a oa er rouantelez.

Dal ma klevas Dioklesian kelou eus ar pez a oa c'hoarvezet, e reas teurel er prizon ar c'hristen kalonek en devoa bet an hardiegez da rogan e urziou. Skourjezet e oe neuze evit gwelet hag anezan e-unan eo en devoa grêt e dôl, pe evit senti ouz re-all, ha pa oe anat ne vije gallet tennan netra dioutan, e oe devet en beo. Al levenez a skedas war e dal betek e huanad divezan. Mervel a reas d'ar 24 a viz c'houevrer 303.

E hano a zo e-touez ar zent a ra Iliz Rom o gouel d'ar 7 a viz gwengolo.

-------


En de-man, e rêr ive gouel sant Dogmael pe Toll, bet eskob en hon bro, e kerz ar Vet kantved; pedet eo evit rei ar c'herzed d'ar vugale divezat.

Enoret eo en Peurit hag en Rospez, en diou chapel gwestlet d'ezan.

--------------------------------------------------

B O K E D


Setu aze, avat, eur merzer hag en deus skuilhet e wad evit hano ar C'hrist : n'en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien; n'en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv.

An Otrou a ra d'an den just mont dre an hencbou eün, ha diskouez a ra d'ezan rouantelez Doue. — N'en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien; n'en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv.

BREVIER ROM.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica