retour à la page d'accueil

pages 626, 627, 628, 629, 630, 631

Pages 626, 627, 628, 629, 630, 631

*******

Eizvet devez a viz Gwengolo

GINIVELEZ AR WERC'HEZ

PARDON BRAS AR FOLGOAT

*******

Mari, muian-karet an Otrou Doue, merc'h Joachim hag Anna, a deuas er bed en kêrig 'Nazareth, « koant evel eul lilien arc'hantet gant gliz ar mintin. » 

He ginivelez a oe eur c'helou a levenez evit ar bed holl, rak anezi e tlee genel Heol ar Justis, Hon Zalver Jezuz-Krist, an hini en deus lemet diwarnomp ar malloz ha skuilhet en e lec'h ar bennoz, an hini a zo bet trec'h d'ar maro, hag en deus gonezet d'imp, en doare-ze, ar vue a bado da viken.

Gouel ar Werc'hez en miz gwengolo a ro d'irnp digare da zisplegan aman burzudou ar Folgoat, rak an devez-ze eo an hini o deus dibabet Leoniz evit ober, en kalonen o bro, pardon bras o Mamm hag o Itron.

War-dro hanter ar pevarzekvet kantved, ar Zôzon hag ar C'hallaoued a oa krog gant eur brezel a dlee padout kant vla, hag ar Vretoned, rannet en diou gostezen, hini Bleiz ha hini Montfort, a valee ive eus an eil emgann d'egile.

Hogen, epad an amzer-ze, eur paourkez den, galvet Salaün, a oa o vevan war-dro Lesneven. Ganet oa en Kervriand. Deut oa er bed gant eur spered berr. N'en devoa gallet biskoaz deski nemet an daou c'her-man eus e bedennou : « Ave Maria », mes o lavaret a rê hep paouez, ha dougen a rê en e galon eur garante dener evit Mamm Doue.

Da varo e dud, hag hen c'hoaz yaouank-flamm, en em dennas en eur c'hoad, en kichen eur , feunteun, en parouz Elestreg; eno n'en devoa ken gwele nemet an douar, na ken ti nemet eur ween gamm ha kleuz. Baie rê bepred diarc'hen ha gwisket e veze a druilhou.

Tec'hel a rê diouz plijadureziou ar bed, evel ma tec'h ar wenanen diouz breinadurez an douar. Bep mintin ec'h ee da Lesneven, eun hanter-leo ac'hane, hag e kleve an oferen er gêr-ze, ha keit ha ma veze en iliz, ne baoueze da lavaret : « Ave Maria », pe c'hoaz « O ma Itron Gwerc'hez Vari ! »

Goude an oferen, ec'h ee da c'houlenn an aluzen dre gêr, ha war dreujou an tier e lavare : «Ave Maria, Salaün a zebrfe bara ! » ha p'en deveze bet eun draïk bennak, e tizroe d'e goad, ar vugaligou o redek war e lerc'h, hag e tebre laouen e vara ouz hen souban er feunteun, hag o lavaret, bep tamm a gemere : « Ave Maria ».

Pa veze yen an amzer, en em ziwiske hag e tiskenne betek e ziou gazel er feunteun, evel eun alarc'h (1) en eul lenn, ha chom a rê eur pennad en dour, o kanan eur rimadel bennak en enor d'ar Werc'hez. Goudeze e wiske adarre e zruilhou hag, o pignal en eur wezen, e kroge en eur barr d'en em vransellat, hag e kane a-bouez penn : « O Mari ! O Mari ! »

An dud ha n'ouzont barn o nesan nemet a-ziavêz, ne reent nemet Salaün ar Foll anezan. Evitan, n'e ket a zroug ennan ouz ar re hen glaze, ha n'enebe ket ouz ar re hen gwall-gase.

Eun nebeut soudarded o redek ar yar a 'n em gavas gantan eun devez hag a c'houlennas outan piou oa. Respont a reas, nan evel eur foll, mes evel eur fur :

« Ne don na Bleiz na Montfort; floc'hig on gant ar Werc'hez Vari. Ave Maria. »

-------------
(1) Eun alarc'h : un cygne.

------------

Ar respont-se a roë da c'houzout ne oa a-du na gant Charlez Bleiz na gant Yan Montfort, a oa neuze brezel etreze. Lakat a reas ar zoudarded da c'hoarzin, ha goude bezan furchet anezan, o vezan ne gavent netra gantan, e lezjont anezan da vont en e hent.

Karet a rê ar sioulder, hag er sioulder, Doue hag ar Werc'hez a gomze outan; karet a rê ar binijen, ha drein ar binijen a viras glanded e ene, evel ma teu ar c'harziad spern da viret en o c'haer al lili a zao en he c'hreiz.

Evelse e tremenas Salaün e vue, heb ober an disteran gaou ouz den.

Erfin, war-dro ar bla 1350, e kouezas klanv. Arôk mervel, evel eun durzunel, e lakas ekleoiou ar c'hoad da dregerni, evit diskouez e oa goanv e vue o tremen hag an hanv bras o tont. Kanan reas kalonek ar geriou-man : « ô ô ô ô ô ô Maria », ha neuze, frealzet gant Mamm Doue ha douget gant an Ele, e ene glan a bignas da balez an Drinded. E benn, hag a oa liou an astu warnezan betek neuze, a gemeras gened al lili hag ar roz.

E gorf a oe sebeliet didrouz, en harz e ween, ha den ne gomze ken anezan, pa falvezas da Zoue diskouez d'an dud, dre eur burzud eus ar re gaeran, pegement e plije d'ezan ar garante en devoa bet ar paourkez den-ze evit ar Werc'hez.

Lakat a reas da zevel war e ve eul lilien wenn; hag ar pez a oa estlammusoc'h c'hoaz oa gwelet an daou c'her « Ave Maria » skrivet, evel gant liou aour, war bep delien anezi.

Ar vrud eus ar mirakl-ze a reas buhan tro ar vro; eur mor a dud a ziredas eus Léon, Treger ha Kerne, da welet al lilien vurzudus, a viras he gened epad c'houec'h sun. Pa oe goenvet, e oe toullet endro d'he gar hag e oe kavet e oa he gwriziouen genou hag en kalon Salaün ar Foll.

An ôtrou de Rochefort, eskob Kastel-Pôl (1349-1356), a deuas da welet an neventi; eun iliz, koant evel eul lilien, a zavas war ve floc'hig ar Werc'hez (1) ; an ôtrou Alan Kerastred, eskob Kastel-Pôl, a gonsakras anezi er bla 1419. Tri bla goudeze, d'aa 10 a viz gouere 1422, an ôtrou Yan V, duk Breiz, diwar al leveou hag an deogou en devoa en Plouneour, en Plouider, en Elestreg hag en Lesneven, a roas peadra awalc'h d'an iliz neve da gaout pevar beleg (l) da bedi Doue enni bemde, evit duked ha pobl Breiz.

---------------
(1) Setu aman hanoiou ar re a roas ar profou kentan : Hamon Quiniou (1410), Prigent Gouzian (1416), Mauris Quillifiry (1418), Robert Inizan, Herry Montfort (1419), Mac'harit Audoc'h, Yan Miorcec ha Marc'harit Forget, e bried, an ôtrou Rohan (1420), Azenor Moal (1421).

--------------

An ôtrou Fransez I hag an ôtrou Per II, bugale an ôtrou Yan V, ha duked Breiz evel o zad, an eil war-lerc'h egile, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

An ôtrou Arzur III, breur an ôtrou Yan V, skoazeller Jann d'Arc, duk Breiz war-lerc'h an ôtrou Per, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a stagas ouz he iliz peadra awalc'h da gaout dalc'h-mat c'houec'h beleg war he zro, elec'h pevar a oa betek neuze.

An ôtrou Fransez II, niz an ôtrou Arzur III ha duk Breiz war e lerc'h, hag e verc'h vrudet, Anna, dukez Breiz ha rouanez Frans (1458-1514), a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a roas d'ezi profou pinvidik. An ôtrou kardinal Alan Koativi, unan eus bugale Leon o deus grêt ar muian enor d'o mamm-vro, a deuas alies d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat; lakat a reas sevel, e-tal he iliz, ar c'halvar a zougas e hano; war e c'houlen, ar pab Sixt IV a roas 100 devez pardon da c'honid da gement hini a yaje da Folgoat da bedi ar Werc'hez, d'ar 25 a viz meurz, da zul kentan miz eost, da hanter-eost, d'an 8 a viz gwengolo ha da ouel an Holl Zent (2); ha pa varvas en Rom, d'ar 22 a viz gouere 1474, e c'hlac'har oa gwelet n'hallje ket e relegou mont da ziskuizan d'e vro, en gwasked ti e Varnm vat.

Pobl Breiz a gemeras skouer war e ôtrone : Montrouleziz, taget gant ar vosen, er bla 1597, ha Ploueskadiz, skoet gant an hevelep klenved, er bla 1627, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

Siouaz, iliz ar Folgoat a gollas he chalonied, er bla 1681; adalek neuze hag epad c'houec'h-ugent vla, ne reas nemet koll he gened hag he lufr, tamm ha tamm.

D'ar pevare sul a viz meurz 1708, an tàn-gwall a reas gaou bras outi; d'ar 16 a viz meurz 1790, e oe serret; d'ar 14 a viz gouere 1791, he listri sakr a oe kaset da deûzi ; d'an 10 a viz eost 1792, he c'houec'h kloc'h a oe torret. Eur vantel gaonv a c'holoas ar vro.

Doue, koulskoude, a deuas da zellet a drue ouz ar Frans; ar peuc'h a deuas. D'an 8 a viz gwengolo 1808, ...

 

-----------------------
(1) An ôtrou Kergoal, eus a Wisseny, eo kentan beleg a c'houarnas ar Folgoat ; unan eus an tri-all a roë an dorn d'ezan, an otrou Milbeo, a deuas da vezan kovezour an duk Yan V, hag a oe kaset gant heman da Orléans davet Jann d'Arc (1429), da ginnig d'ezi goure'hemennou ar Vretoned.

(2) Innosant VIII (1484-1492), Léon X, (1G13-1521), Jul III (1550-1555) ha Pi IX (1846-1878) o deus asteunet c'hoaz, abaoue, roll am induljansou a c'haller gonid o pedi en iliz ar Folgoat.

-----------------------

...

skeuden ar Werchez, kuzet epad an dispac'h, a zizroas d'he zi. Pevar-ugent vla goude, d'an 8 a viz gwengolo, an otrou kardinal Place, arc'heskob Roazon, c'houec'h eskob ha kant mil den endro d'ezan, goude prezegen helavar  an ôtrou Freppel, a lakas, en hano Leon XIII,war benn ar Mabig Jezuz ha war hini Itron-Varia ar Folgoat, an diou gurunen aour ha perlez savet evite gant fe, fizianz ha karante ar Vretoned.

-------------------------

BOKED


Patronez dous ar Folgoat, 

Hon Mamm hag bon Itron, 

An dour en hon daoulagad, 

Ni bo ped a galon. 

Harpet an Iliz santel, 

Avel diroll a ra... 

Tenn ha kriz eo ar brezel, 

Ar peuc'h, ô Maria.

-------------------------


En Bro-Dreger, demdost da Wengamp, war douar Panvrit-ar-Beskont, tostik d'eur c'hoad bras, a-us d'eun draouien eus ar braoan, zo ive eur chapel, he hano chapel ar Folgoat.

N'ouf'e den, marvat, lavaret dre just da be amzer e oe savet; pell zo, a dra zur, diouz gwelet pegen koz e tis-kouez bezan ar skeuden vinniget a zo en tu deou d'an ôter.

Adsavet a neve ha kresket er bla 1846, chapel ar Folgoat-Panvrit a zo pell war-lerc'h hini Bro-Leon. Daoust pegen dister eo, brudet eo koulskoude, er vro tro-dro, kreiz-tre Gwengamp ha Pempoul, Bear ha Plouha, rak enni ive e teurve an Itron-Varia rei stank, d'he felerined, testeniou burzudus eus h galloud hag he madelez.

Dre vilierou e tiredont d'he l'edi, an eil sul a viz gouere hag ar bevare sul a viz gwengolo. En deiou-ze, ar chapel a ve kalz re vihan, rak pardoniou ar Folgoat a zo bepred, herve ar c'hiz kristen gwechall, gwir bardoniou a zevosion. An ofisou a ve kanet, en disheol ar gwe fo, e-tal eun ôter mein-benerez savet, neve so, en lein ar roz.

Eun dudi eo klevet a-ziwar-dro, epad ar prosesion, moueziou ar gristenien o kanan a greiz kalon :


War an douar kouls hag en ne, 

N'eus ket kaeroc'h, war-lerc'h Doue, 

N'eus ket gwelloch 'vit hon Mamm vat, 

Itron-Varia ar Folgoat.

En tu-hont da ofisou ar pardon, oferennou a ve lavaret er Folgoat, eur wech ar zun, well-waz, hag alïesoc'h, en kerz miz mae hag an hanv.

Itron-Varia ar Folgoat eman ar c'hiz vat gant ar mammou kristen gwestlan d'ezi o bugale vihan; digaset a veint da zeski ober o c'hammejou kentan war leuren he chapel.

------------

(1) D'an 23 a viz eost 1810, daouzeh kristen mat a 'n glevas evit dasprenan iliz Folgoat disant Anquetil, an hini en devoa he bet digant ar Gouarnamant : setu aman o hanoiou : A. ar Gall, F. ar Gall, H. ar Goff, F. Uguen. M. A. André, G. Loaec, J. Arzur, J. Toutous, J. ar Gac, an ôtrou G. Kerbrat. G. Abjean.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica