retour la page d'accueil

pages 633, 634

Pages 633, 634

*******

Dekvet devez a viz Gwengolo

Sant Nikolas Tolentino

1245-1308

*******


A zant-man a deuas er bed en Sant-Anjelo, demdost da Fermo, war-dro ar bla 1245. Hanvet oe Nikolas abalamour ma oe ganet goude ma oa bet e dud, pell a oa hep bugale, o pardonan en chapel Sant-Nikolas, en Bari; al lezhano Tolentino a oe rot d'ezan diouz hano ar gr elec'h ma tremenas an darn vrasan eus e amzer.

Karante Doue, hadet en e ene gant eun tad hag eur vamm zantel, a ziwanas ennan abred. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e chome da bedi pell amzer, gant ar brasan evez. Dudi a gave o selaou pe o lenn kornzou Doue; pa gave peorien war an hent, e tigase aneze da di e dud, hag e ranne gante ar pez a vije rot d'ezan d'e brejou. O vezan klevet lavaret e yune e zant patron ter gwech er zun, d'ar mare ma oa c'hoaz bihanik, e c'hoantaas ober eveltan, adalek an oad a seiz vla. Evel ma oa lemm e spered ha mat e vemor, e reas prim e studi hag e oe hanvet, raktal goude, da chaloni en iliz Hon Zalver en Tolentino. 

Eun devez, o vezan klevet eur manac'h eus a Urz sant Augustin o lavaret pegement e tleed disprijout ar bed, e savas c'hoant gantan da vont d'e heul. Daoust d'e yaouankiz, gant asant e gerent, e oe digemeret er manati; bezan e oe eno eur skouer evit an holl; ne zouge nemet dilhad reun; en em skourjezan a r ales; endro d'e gorf e touge eur chaden houarn; an douar noaz oa e wele, eur men e benn-wele; ne zebre kammed tamm kig ebet, ha ne ro d'ar c'housked nemet an nebeutan amzer a c'helle.

E garante evit an Otrou Doue a greskas c'hoaz goude ma oe beleget; pa veze ouz an ter, an daerou a zivere ales eus e zaoulagad. Epad an tregont vla divezan eus e vue, a dremenas en Tolentino, e prezege, kouls lavaret, bemde, ha dont a r a benn da c'honid ar brasan pec'herien; ken nerzus ha ken kalonek oa e gomzou, ma ne oad ket evit harz oute.

Goude bezan gouzanvet eur c'hlenved hirr ha poanius, e varvas d'an 10 a viz gwengolo 1308. Kement a viraklou a reas goude e varo, ma lakas Eujen IV e hano war roll ar zent, er bla 1446.

E gorf a oe sebeliet er chapel ma veze oc'h oferennan, ha kalz tud a ve eno breman o pardonan.

----------------------

BOKED


Ar galon hag he deus tanvael, eur wech, plijadureziou an nenv, ne gav blaz ebet ken gant plijaduriou an douar.
Evit an neb a oar pleustri ervat war Basion Jezuz-Krist, n'eus poan ebet hag a vefe poan en gwirione.
Pegen talvoudek eo implijan mat an disleran tamm amzer a ro Doue d'imp, pa c'hellomp, gant an tamm amzer-ze, gonid eur c'hloar hag a bado da viken

SANT NIKOLAS TOLENTINO

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica