retour à la page d'accueil

pages 634, 635, 636, 637

Pages 634, 635, 636, 637

*******

Unnekvet devez a viz Gwengolo

An den eürus Yan-Gabriel Perboyre

Misioner ha merzer (1802-1840)

******


Yian-Gabriel Perboyre, kentan bugel ganet en XIXet kantved a lakas an Iliz war he ôteriou, a deuas er bed ea Puech, eskopti Cahors,d'ar 6 a viz genver 1802. E dad, Per, hag e vamm, Mari Rigal, a oa tud eus ar re vellan. Doue a roas d'eze eiz krouadur; unan a varvas yaouank; daou a chomas er bed; diou eus ar merc'hed a yeas da leanezed en Urz sant Visant a Bol; ha tri eus ar botred a yeas da veleien en Urz-ze ive.

Da eiz vla, Yan-Gabriel a oe kaset d'ar skol da Vontgesty; er c'hatekiz, hen a chilaoue ar gwellan; karet a rê lenn bue ar zent; ober a rê katekiz d'e vreudeur ha d'e c'hoarezed; d'ar zul, ar re ne vezent ket bet en oferen-bred a veze digollet gant Yan-Gabrielig, a ouie displegan mat, pa deue d'ar gêr, kement tra a veze bet lavaret er gador : «P'eogwir e prezegez ken mat, a lavared d'ezan a-wechou, e vezo red d'it mont da veleg ! »

Koulskoude, e dad en devoa c'hoant d'hen derc'hel er gêr, abalamour ma oa ar c'hosan; mes grêt e oe kement warnezan ma lôskas e vab da vont d'ar skolach da Vontauban.

Da driouec'h vla, ec'h eas eus a Vontauban da Bariz, goude bezan lavaret en hent kenavo d'e vamm, he devoa e laket war hent ar velegiach, dre he fedennou, he skoueriou hag he c'henteliou.

Pemp bla goude, d'an 23 a viz gwengolo 1825, e oe beleget. C'houec'h vla goude, e vreur Loeiz a varve war vor, en eur vont d'ar Chin. Adalek neuze, n'en devoa ken c'hoant nemet da gemer e blas; tri bla e oe lezet da c'houlenn; erfin, d'an 21 a viz meurz 1835, e c'hallas kemer al lestr en Havr-neve ; d'an 9 a viz gwengolo war-lerc'h, e touare er Chin, ha d'an 10 a viz meurz 1836, en em gave er c'horn douar ma tlee embann ennan hano Jezuz-Krist. Eiz mil leo en devoa grêt.

Deski a reas yez ar vro epad daou vla, hag en miz genver 1838 e oe galvet da vont da brezek ar fe d'ar Hou-Pe. E iliz a oa eus ar re baouran : peder moger hag eun doen blouz; mes evel a lavare, an iliz-ze he deus eun dra ha n'o deus ket kalz a ilizou brasoc'h ha kaeroc'h; pe fall pe vat e ve an amzer, eur millierad tud a ve enni bep sul. E wiskamant hag e vevanz a oa henvel ouz re e barousianiz. Lenn a rê alïes « Oberou ar verzerien » d'e gristenien, a c'hallje, de pe de, bezan galvet dirak al lez-varn, ar pez ne zaleas ket evitan.

Sevel a reas, eneb ar veleien, eur brezel c'houezet gant an drouk-spered. Yan-Gabriel a yeas da guz en eur c'hoad, mes unan eus e zanve kristenien a werzas anezan evit tregont pez arc'hant.

Kaset a oe dirak barnerien ar vro, a glaskas ober d'ezan diskuilb hano e gristenien ha kerzet war ar groaz :

- Gwell eo ganin mervel eget nac'h ma c'hreden ! eme ar merzer kalonek. Kristen on, ha deut on er Chin da brezek an Aviel !

- Nac'h a refet ho fe ?

- Birviken ne droïn kein da fe Jezuz-Krist.

- Perak oc'h deut aman ?

- N'eo ket evit dastum arc'hant, enor ha plijadur, mes evit brasan gloar Doue ha silvidigez an eneou.

- Ma ne chenchet ket, ho pezo poaniou bras !

- Ne dôlan ket nemeur a evez ouz ar boan-gorf, rak ne sonjan nemet en silvidigez ma ene.

- Nac'het ho fe ha kerzet war ar groaz !

- Betek ar maro e lavarin ne nac'hin ket ma fe ha ne gerzin ket war ar groaz !

Goude bezan bet pevar miz o vont eus an eil lez-varn d'eben, e oe kondaonet da vezan krouget, en miz genver 1840; mes evel ma n'halle ket ar varnedigez-ze kaout galloud ebet ken a vije sinet gant an impalaer, e renkas gedal c'hoaz eiz miz en e brizon.

Erfin, d'an 11 a viz gwengolo, en em gavas kemennadurez an impalaer. Seiz torfetour a oe neuze krouget dirazan, hag epad al labour-ze, Yan-Gabriel a bede, ar pez a zoueze ar baganed.

En em gaout a reas e dro; staget a oe ouz eur peul gant kerden; goude bezan hanter-grouget anezan, ar bourreo a lôskas ar gorden, evit ma padje pelloc'h ar boan; stardan reas eun eil gwech, hag e chômas a-zav adarre; d'an trede jach, ec'h eas betek ar maro; evit e beur-achui, un an eus ar zoudarded a dostaas hag a skoas eun tol gantan en e galon.

Evelse e tremenas, eur gwener, war-dro ter heur goude-kreiste.

Yan-Gabriel en devoa roët da Zoue eun testeni eus e garante; Doue a falvezas gantan rei d'ezan ive eun testeni eus e hini.

Epad e dremeuvan, eun niver bras a dud, tud kristen ha tud pagan, pell an eil diouz egile, a welas eur groaz skedus en barr an nenv; gwelet eo bet er mêmes heur, er mêmes ment, hag er memes lec'h eus an nenv, hag ar re o devoa he gwelet a oa, darn aneze, pell an eil diouz egile; ar burzud-ze a lakas meur a bagan da drei kein d'o idolou.

Raktal goude ar maro, an dorfetourien-all a oa spontus da welet, gant o zeod er-mêz eus o genou, ar gwad o tiveran dioutan, hag o daoulagad war var o fenn; korf Yan-Gabriel ne oe tamm ebet evelse; dalc'het en devoa e zremm santel a wechall; e zaoulagad a oa troet da zellet ouz an douar; e c'henou a oa serret; e liou a oa ru-wenn; ar maro a oa tremenet, mes ne oa ket anat.

Diouz ar parde, ar gristenien, dre laer, a c'hallas kaout korf o merzer, hag a zebelias anezan, gant doujanz, war lein ar mene ru.

Leon XIII, d'an 30 a viz mae 1889, a lakas e hano war roll an dud eürus.

-------------------------

BOKED

Ar poaniou a zo ken talvoudus d'an hini a oar o gwelet gant daoulagad ar fe, ma n'eo tamm ebet re ger mont d'o c'hlask, ha pa vefe d'ar penn pellan eus ar bed ! 

Y.-G. PERBOYRE

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica