retour à la page d'accueil |
pages 68, 69, 70
Pages 68, 69, 70
************
Eil devez warn-ugent a viz Genver
SANT VISANT
Avieler ha merzer (***-304)
Visant, ganet en Hueska, er Spagn, a oe roët gant e dud da eskob Saragos da zevel.
Kenteliet evel ma oe, e teuas da vezan, en berr amzer, eun den eus ar re zesketan. Da daou vla warn-ugent, e oe grêt avieler, hag e eskob hen c'hargas da rei ar gelennadurez kristen d'ar bobl. Evel an Ebestel, Visant a lakas c'houezen e dâl ha gwad e galon da vagan ar fe an evoa hadet en eneou dre e brezegennou.
An amzer-ze a oa eun amzer drist evit ar gristenien. Impalaered Rom o devoa touet diskar, betek an divezan, kement penn kristen a oa war an douar. O c'houarn ar Spagn e oa, en o lec'h, eun den, e hano Dasian, pagan goue, gwriet e ene gant kement si fall a c'hall bezan en korf an den.
Kentan tra a reas evit dont a benn eus ar gristenien a oe diskar o fastor. Visant hag e eskob a oe eta chadennet ha kaset, war o zroad ha hep tamm, betek Valans.
En em gavet eno, e oent tôlet er prizon elec'h o devoa kalz da c'houzanv gant an naon hag ar yenien. Pa zonjas d'ar gouarner e tleent bezan dija hanter-varo gant an dienez, e lakas o digas dirakan. Chom a reas sebezet o welet o nerz hag o yec'hed.
- Ma fell d'ac'h, emezan, en em denn beo eus adre ma daouarn, grêt evel ar re-all, kinniget ezans d'hon doueou.
An avieler, en hano e eskob hag en e hini, a lavaras :
- Satan, an drouk-spered, eo a ra d'ac'h ober brezel d'imp evel ma ret. Hennez eo ho Toue; mes evidomp-ni, n'hen adorfomp ket; ni a chomo, betek ar maro, ar pez m'omp bet betek hen, servijerien ha testou ar gwir Doue, a vev epad an holl gantvejou hag a ro d'imp nerz da zisprijout ho promeseou hag ho kourdrouzou.
Dasian a yeas en kounnar o klevet komzou kalonek an den yaouank :
- Harluet (1) an eskob, emezan d'e dud, hag astennet egile war eur marc'h koat ha torret e izili outan !
Heuilhet e oe ar gourc'hemen; hag ar merzer ne re van. Diwar ar marc'h koat, Dasian, fuloret, a reas e stlepel war heskennou dir lemm, ' us d'eun tantad tan.
Dispennet e oe e gorf gant ivinou houarn, ha tôlet dornadou holen en e c'houliou da greski al leskadurez. Hag ar merzer ne re van. E zaoulagad laouennik holl a oa troet warzu an nenv.
- Ne bleg ket c'hoaz, eme Dasian, êt er-mêz anezan e-unan; ober a raio, abred pe zivezat ! Tôlet anezan er prizon enkan, lousan ha dônan zo ! Goloet al leurzi gant podou torret ha gwer bruzunet !
Grêt e oe herve e lavar. Hag ar merzer ne rê van.
Mes epad an noz, êle an nenv a ziskennas da gaout o breur war an douar : « Bez laouen, emeze, an hini an eus da gennerzet er stourmad a zo o vlansonan da gurunen. »
Bourrevien, chomet drek an nor, a welas eur sklerijen dudius o lintran endro d'ezan en dônder e brizon, hag a deuas d'en em deuler en harz e dreid da c'houlenn o fardon. Anzav a rejont, a vouez uhel, ne oa Doue ebet ne-met hini ar gristenien. Pa glevas Dasian an neventi-ze, e oe dare d'ezan bezan mouget gant ar gasoni a yeas ennan :
- Klaskomp eun hent-all, emezan, ha gwelomp ha dre zousder e plegfomp ar penn-fall-ze !
Lakat a reas ar merzer war eur gwele eus ar re wakan, gant medesined war e dro da louzaoui e c'houliou; mes kerkent ha ma oe grêt d'ezan gourvez warnezan, e ene glan a nijas da lein an nenv.
Dasian, trec'het ha mezek, a reas teuler korf ar merzer er-mêz eus kêr, d'al loened goue da zibri; mes eur vran a deuas d'e ziifenn, hag aneval ebet n'hallas e zispenn.
Pa glevas Dasian ar burzud-all-ze, e kollas e benn hag e reas stlepel ar c'horf don-don er mor bras.
Mes Doue hag a dôl evez war holl eskern an dud, a reas d'ar c'horf binniget dont war an ôd, hag ar gristenien hen sebelias gant enor ha doujanz.
(1) Harlui, exiler ; harlu, exil.
------------
KENTEL
Nerz-kalon, ar verzerien
Sebezus eo gwelet nerz-kalon ha pasianted ar zent en kreiz poaniou o merzerenti.
Penôs o deus gallet an dud-ze, dister da welet, darn aneze, darn-all en barr o yaouankiz:, merc'hed kalz-all,
bugale zoken, meur a hini, a oa trawalc'h d'eze lavaret eur ger hag e oant lôsket
da vale, penôs o deus gallet an dud-ze chom hep lezel ar ger-ze da gouezan eus o genou ?
Penôs o deus gallet gouzanv ar poaniou skrijus o deus gouzanvet ?
Kristenien kantvejou kentan an Iliz a rene eur vue santel, a oa madelezus an eil en kenver egile, a gleve an oferen ken alïes ha bemde, pa c'hallent, hag a gommunie beb oferen a glevent. Kristenien kantvejou kentan an Iliz a oa gwir gristenien, hag eur c'hristen hag a zo eur gwir gristen, n'eus netra, nag en douar, nag en ifern, goest d'e zispartian diouz e Zoue. Ar garante a zo trec'h d'ar maro.
En hon amzer, an Iliz a zo gwasket, ken gwasket pe gwasketoc'h evit en he zri-c'hant vla kenlan Evit bezan barrek da vale war hent an enor hag ar zantelez, ar gristenien o deus ezom da zibri alïes ar bara diskennet eus an nenv hag a grenvae o breudeur henan. C'hoant Leon XIII oa gwelet ar gristenien o kommunian bep sul; c'hoant Pi X eo o gwelet o kommunian bemde.
Dre ar Communion, ar c'hristen a lak karanteziou ha c'hoantegeziou Jezuz-Krist da vezan e re.
Dre ar gommunion. ar c'hristen a deu da vezan eun eil Krist. N'hall netra ober droug d'ezan, rak ar garante a zo trec'h d'ar maro.
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |