retour à la page d'accueil |
pages 70, 71, 72
Pages 70, 71, 72
*****
Trede devez warn-ugent a viz Genver
Dimezi ar Werc'hez
En bro ar Galile, en kêrig Nazareth, breman zo 1900 vla, e veve eur verc'h yaouank, eur benherez,
he hano Mari.
P'en em gavas en oad da zimezi, da lavaret eo, war-dro he femzek vla, eun den yaouank eus he anaoudegez, e hano Jozef, he c'hemeras da bried.
Kaerat eured, an hini a unanas an daou zen-ze ! Gwad rouaned koz ar vro a rede en o gwazied; ar gened a lintre war o zâl hag ar zantelez a vleunie en o c'halon.
Ma ne oa ket an danve etre o daouarn, n'heller ket lavaret, kennebeut, e vije an dienez en o zi, rak labourât a rent o-daou, ha diouz c'houezen o zâl e c'honezent brao bras peadra da vevan.
Eun devez, arc'hêl an Otrou a ziskennas eus lein an nenv da zigemenn da Vari e oa bet dibabet evit bezan mamm da Zalver ar bed, an hini a oa gortozet abaoue baradoz an douar. Ar wreg yaouank hag he devoa grêt al le, ar promese, hi hag he fried, da viret kurunen ar werc'hded en skeud ar briedelez, a gilas.
Raktal, an êl a roas d'ezi da anaout e kemerje Doue eur berad eus he gwad da groui gantan e Vab, evel m'an evoa gwechall kemeret eun tamm pri da groui gantan an den kentan, hag e vije, war an dro, Mamm ha Gwerc'hez. Mari a asantas.
Et Verbum caro faclum, est, et habitavit in nobis (1)
Ha Mab Doue en em c'hrêt den a zo deut da chom en hon zouez.
Jezuz-Krist eta, evel den, n'en deus tad ebet hag e vamm eo Mari; evel Doue, n'en deus mamm ebet hag e dad eo Doue; evel den-Doue, Doue eo e dad ha Mari e vamm.
Dimezi ar Werc'hez a oa eun dra laket gant an Holl-C'halloudeg d'en em gaout :
Da gentan : — evit ma ne gouezje ket an dismegans, en doare ebet, na war ar mab na war ar vamm;
D'an eil : evit ma vije sant Jozef skoazeller ha mirer an Itron-Varia ha tad mager ar mabig Jezuz;
D'an trede : — evit ma vije anavezet gant an holl e tiskenne ar Zalver, dre e gerent, eus ligne ar roue David, evel m'oa bet embannet, seiz kant vla arôk, gant Isaias, pa skrive, ouz sklerijen ar Spered-Glan : « Eur skourr a zavo war wrizienn Jesse (tad David), hag eur vleunien a deuio da zigeri warnezan. » — « An holl boblou a welo (mab bihan Jesse) hag en em erbedo outan, hag eur mor a c'hloar a strinko eus e ve. (2) »
D'ar pevare : — evit ma vije l'amilh Nazareth skouer an holl familhou kristen.
(1) Sant Yan, Ia pennad, 14et koublad.
(2) Isaias XIet pennad, 7 ha 10et koublad.
--------------------------------
KENTEL
Ar Briedelez
Ar briedelez a zo un an eus sakramanchou Hon Zalver Jezuz-Krist, ha sant Pol a lavar d'imp eo eun dra vras ha santel hag eur skeuden eus al liamm a zo etre Jezuz-Krist hag e Iliz.
« Evel ma 'z eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha ma tle Ile an Iliz senti outan, evelse an ozac'h eo penn ar wreg, hag ar wreg a dle senti outan. Hag evel ma karas Jezuz-Krist an Iliz betek rei e vue eviti, evelse an ozac'h a dle karet e wreg ha rei e vue eviti. (3). »
C'houi eta, ezec'h, a vezo pep-hini ac'hanoc'h eun eil Jezuz-Krist. Etre ho taouarn e vezo an nerz;
c'houi a c'hourc'hemenno, c'houi a vezo ar penn, c'houi a reno, mes c'houi, dreist-oll, a garo
Jezuz-Krist a garas kement e Iliz ma varvas eviti. C'houi a garo ho priejou evel ma karas Jezuz-Krist e Iliz.
C'houi a garo aneze en eurvat, c'houi a garo aneze, dreist-oll, pa vezint en dristidigez, hag a lodenno neuze o foaniou gante :
Poan lodennet,
Poan dlibennet.
C'houi a c'houzanvo o defôjou hag e c'houzanvfont ho re; c'houi a garo ho priejou en Doue ha herve Doue.
Ha c'houi, gwrage, a zento ouz ho priejou, evel ma sent an Iliz ouz Jezuz-Krist.
An Iliz, en de a hirie, a glasker he dispartian diouz he fried muian-karet; mes daoust d'ar gourdrouzou a rêr d'ezi bemde, daoust d'an tôliou a skoer ganti, elec'h dizenti ouz Jezuz-Krist, e c'houzanv al laeronsi, an dienez, pep tra. Tôlet eo er baourente, mes hec'h enor a chom ganti. Eur skouer gaer evidoc'h, gwrage; c'houi ive a zento ouz ho priejou, hag eus daou ma oac'h, ne refet nemet unan, ha malloz d'an' neb a glasko dispartian ar pez an eus unanet an Otrou Doue.
En em garet, priejou, hag evit en em garet ervat, karet Doue da gentan.
An hini ne gar ket Doue, ne gar ket e nesan. Ar galon ha n'eman ket Doue enni er renk a enor a zo eur galon skornet.
Karet Doue da gentan. Hen eo an hini a lak, pe a chom hep lakat ar gurunen a dad hag a vamm war benn ar priejou; hen a roio nerz d'ho sempladurez, pareanz d'ho kalonou gouliet.
Karet Doue da gentan, ha neuze :
Ne vo ket, de war-lerc'h hoc'h eured,
Bue fall ganac'h, mignoned.
Nag antronoz, na goude, pell,
Na gwech ebet, betek mervel !
(3) Isaias XIet pennad, 10et koublad.
---------------------------
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |