retour à la page d'accueil

pages 74, 75, 76

Pages 74, 75, 76

*******

Pempvet devez warn-ugent a viz Genver

Sant Pol gonezet d'ar fe


Konversion sant Pol a zo unan eus kaeran miraklou an Otrou Doue, hag awalc'h 'zo anezan da ziskouez  gwirione ar relijion gristen. Pol, pe gentoc'h Saul, rak an hano Pol ne deuas da vezan e bini nemet eur pennad goude m'oa en em laket da brezeg ar fe, Saul an evoa tri bla ha tregont bennak, pa varvas Hon Zalver war Mene Kalvar.

Ganet 'oa en Tars, er Silisi, mes abaoue meur a vlavez e oa en Jeruzalem o heul ar skoliou bras a oa eno, ha, hep mar ebet, an evoa klevet komz eus Jezuz Nazareth.

Marteze, zoken, en devoa e welet, d'ar Zul-Bleuniou, o tont en kêr, douget war garante eur bobl a-bez, en kreiz an enoriou hag ar meuleudiou.

Marteze an evoa e welet ive, pemp devez goude-ze, o vont eus kêr warzu Mene Kalvar, eur zamm malloziou war e gein.

Mes ken troet oa e benn gant kenteliou Doktored Jeruzalem, ma ne oa ket evit anaout an den-ze evit bezan Salver ar bed.

Pa grogas e ziskibien, goude m'oa marvet war ar groaz, da embann e oa savet eus a varo da vev, hag e renked kredi ha heul e gelennadurez, en em lakas d'o gwaskan muian m'halle.

Hen eo an hini a zigasas dirak al lezvarniou kement kristen a gave war e hent. Doue eta a oa red d'ezan ober eur burzud kaer evit lakat an enebour touet da Jezuz ma oa Saul, da vezan an abostol bras m'eo bet sant Pol.

I

Er-mêz eus kêr Jeruzalem, war hent traouien Sedron, eun toullad soudarded a gerz, eur bobl tud ouz o heul. Eun den yaouank a zo en o zouez, dremm eun êl d'ezan, hag a wal-gasont koulskoude; hennez eo Stephan, a vezo ar c'hentan merzer.

An holl droug an eus grêt eo kredi en Jezuz Nazareth, hag abalamour d'an dra-ze eo barnet d'ar maro. En emgavet en kichen ar reier, arôk an diskenn vras, ar zoudarded a chom a-zav. An den yaouank a zo grêt d'ezan mont ouz ar c'hleun. Gouzout a ra petra'zo ouz hen gortoz, ha kentan tra a ra eo kouezan d'an daoulin warzu e vourrevien, e zaoulagad o paran en nenv'; hag eus goueled e galon e strink war e ziweuz ar gomz-man : « Otrou, ne damallet ket ar pec'hed-man d'eze » ! Kerkent eo diskaret d'an douar, e benn flastret outan a dôliou mein. Mervel a ra, evel ma varvo hiviziken holl verzerien ar relijion neve, eur mousc'hoarz war e ziweuz hag eur berad eus dudi ar baradoz o lintran en e zaoulagad.

Saul, a-du gant ar vourrevien, a oa eno o terc'hel o dilhad. Ar gwel eus ar verzerenti a lakas en e ene eur mor a strafllh.

II

Eun nebeut goude, war hent-bras Damas, eun toulladik tud war varc'h a gerz d'ar red. En o fenn, Saul, an hini a oa o sellet merzerian an avieler Stephan.

En Jeruzalem eo grêt ar rins war ar gristenien : daou vil a zo laket d'ar maro, hag ar re-all o deus kemeret an tec'h; eleiz a zo en em dennet en Damas, ha Pol a ya di d'o c'hlask, rak urz an eus bet d'o digas chadennet da Jeruzalem. En Damas, kennebeut, ne chomo ket eur c'hristen hepdale.

Ha setu, pa oa e varc'h o vont da lakat e droad war dreujou kêr, eo diskaret gant eun tarz sklerijen, hag eur vouez, kerkent, a lavar d'ezan :

- Saul, Saul. perak e rez-te brezel d'in evelse ? 

Hag e respontas :

- Piou oc'h-hu, ôtrou ?

- Me, eme ar vouez, eo Jezuz, an hini a rez brezel d'ezan.

Ha Saul, o krenan gant ar spont, a c'houlenn : 

- Otrou, petra fell d'ac'h a rafen ? 

An Otrou a lavaras :

- Sav, kerz en kêr; eno e vezo lavaret d'it petra teus d'ober.

Epad an amzer-ze, e vignoned a chom a-zav, mantret ha sebezet. Klevet o devoa ar vouez, mes n'o devoa gwelet den. Saul a zav diouz an douar, a zigor e zaoulagad ha ne wel berad.

Red eo e gas da Zamas, 'n heli an dorn. Tri devez e chom dall, hep gallout na dibri nag evan.

En deiou war-lerc'h, Saul a oe kelennet gant an diskib Ananias ha badezet; ar bleiz a oa troet en oan.

N'heller ket hen nac'h, dorn Doue a zo aze ! Stephan an evoa pedet evit Saul, ha Doue an evoa kemeret true outan.

---------------


KENTEL

Saul, Saul, perak e rez-te brezel d'in ?


Ar gomz-ze a ziskoue penôs an dud fall a ra brezel d'ar relijion a ra brezel da Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist a glev o c'homzou, a leun o skridou hag a wel o oberou; ha ma tec'hont breman diouz e Galon-Zakr, eun de a deuio, ne dec'hfont ket diouz e vrec'h a skoo aneze didrue.

Rak arabad d'eze fazian : Deus non irridetur, Doue zo eun Otrou ha ne rer ket a wap anezan.

Mes ive an dud vat a zifenn ar relijion a zifenn Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist, a wel ar pez a roont d'ezan, eus o amzer, eus o danve, eusop spered, eus o c'halon, eus o bue, ha, da ze ar varn, o devo kanl evit unan.

******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica