retour à la page d'accueil

pages 77, 78, 78img, 79

pages 77, 78, 78img, 79

*******

C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Genver

SANT POLYKARP

Eskob ha merzer (***-155)

Polykarp a oa kentan eskob ar zav-heol, en e amzer. Anavezet an evoa darn eus an Ebestel; kelennet e oa bet gant sant Yan, ha laket gantan en penn iliz Smyrn.

Dont a reas da Rom da welet ar pab Aniset, d'en em glevet gantan diwar-benn an de ma tlee ar gristenien ober gouel Fask. Arôk kuitât kêr-benn ar gristenien, e c'honezas d'ar gwir fe meur a hini hag a oa bet laket gevier en o sperejou diwar-benn ar Gredo, gant an daou heretik Valantin ha Marsion.
Ma oa madelezus en kenver an dudigou gwall-droet, e oa kalet en kenver ar re o lake da drei Ml. Ne glaske da-rempred ebet gante, hag en doare-ze ne rê nemet bezan henvel ouz e vestr, sant Yan, a oa eun devez o 'n em wal-c'hi en eun ti, gant eun netaeut kristenien,- pa deuas da c'houzout e oa eno ive an heretik Gherinth : « Deomp prim ac'han neuze, bugaligou, eme ar zant, rak aon am eus n& vefemp sebeliet en ti-man gant Gherinth, enebour ar wirione. »

Eun nebeut goude ma oa dizroet Polykarp d'ar gêr eus a Rom, e savas klask war-lerc'h kristenien kêr Smyrn ha war-lerc'h o eskob da gentan. Polykarp a dec'has da guz war ar mêz; mes diskuilhet e oe gant unan eus e zervijerien, ha de Gwener ar Groaz, diouz an noz, e kouezas etre daouarn ar zoudarded. Grêt e oe d'ezan pignal war eun azen, hag e kemerjont hent kêr. Goulou-de ar Zadorn-Fask a oa o tarzan, ha ne oant ket pell ken diouz Smyrn, pa zigouezas gante Herod, eun ofiser eus ti ar gouarner, deut d'o diarbenn en eur c'harr kaer. Grêt e oe d'an eskob pignal ebarz.

- Peseurt droug, eme Herod da Bolykarp, a zo o toui da lavaret eo Doue Sezar ? Hag o kinnig ezanz d'ezan? Ma, awalc'h vo d'ac'h ober an dra-ze, evit ma vefet lôsket da vale.

- Nan ! eme Bolykarp, ne rin ket biken ar pez a lavaret d'in aze !

Herod, o klevet ar respont-se, a yeas kement a zroug ennan, ma tarc'haas eun tol dorn gant an eskob santel a gouezas a hed e gorf d'an douar. Sevel a reas kerkent, ha nerz awalc'h an evoe d'ober ar rest eus an hent war e droad. Dal m'en em gavas ar prizonier en Smyrn, e oe kaset d'an teâtr, elec'h ma oa ar gouarner hag ar bobl o sellet ouz gourennadegou loened goue.

- Ha ! te eo Polykarp ? eme ar gouarner.

- Ya ! eme ar merzer.

- Kemer true ouz da vleo gwenn; gra al le; tol da valloz war ar C'hrist, hag ez out digabestr.

- C'houec'h vla ha pevar-ugent a zo, eme an eskob koz, ma servijan Jezuz-Krist, ha n'an eus ket paouezet da skuilh e vadoberou warnon abaoue. Penôs e c'halfen-me milligan ma Zalver ha ma Roue ?

- Gouzout a rez e c'hallan, gant eur ger, lakat al loened da zrailhan ac'hanout !

- Ya ! Gouzout a ran ive eo ar boan skeul an nenv.

- Ma ! ma ne teus ket aon rak al loenèd, me az têvo en beo !

- Petra eo ar flammou a zo en ho kalloud, a bad eun heur, en kichen ar re miret gant an Otrou Doue d'an dud fall, flammou ha ne varvfont biken !

Ar gouarner a c'hourc'hemennas d'an embanner hopal ter gwech : « Polykarp an eus anzavet'e oa kristen ! »

Kerkent, ar baganed hag ar judevien a oa eno en em lakas da youc'hal : « D'ar maro, tad ar gristenien ! D'ar maro, enebour an doueou ! »

Hag evel ma oa tremenet amzer ar gourennadegou loened, ar bobl a lavaras : « Polikarp d'an tan ! Ra vezo dêvet en beo ! »

Eur bern keuneud kerc'het, feusken gant heman, feusken gant hen-hont, a zo savet kerkent war al leur-c'hoari. Polykarp, e keit-ze, a ziwisk e zilhad war lein hag e c'houriz. Klask a ra tennan e votou, eun dra ha ne lez ket ar gristenien anezan d'ober e-unan, abalamour d'eze da bokat d'e dreid binniget.'

Klasket e oe tremen e zaouarn er c'hreier houarn evit o stagan maro. « N'eo ket ar boan, eme ar merzer; Doue, pa ro nerz awalc'h d'in da c'houzanv bezan dêvet en beo, a ouezo ive, brao, miret ouzin da dec'hel diwar ar glaou. »

Ne oe grêt eta nemet liamman eun tammik e zaouarn drek e gein, hag e gorf ouz peul kreiz an tantad.

Epad ma rê an tan e labour, eur c'houez dudius a strinkas en êr. Ar verzerenti-man a zigouezas er bla 155 goude donedigez Hon Zalver.

-----------

KENTEL

Ar Vignoniach


Ar Skritur-Zakr a lavar d'imp : « Et gant ar zenl. hag e vefet sent; et gant an dud fall, hag e teufet da vezan ken fall hag i. Cum sancto, sanctus eris ; cum perverso, perversus eris. » Saut Polykarp a oe diskib sant Yan, hag o tarempredi an hini a oa bet e-unan brasan mignon Hon Zalver Jezuz-Krist, n'halle nemet dont da vezan eur zant evellan.

Kalon an den a zo red d'ezi karet ha bezan karet; arabad eo d'imp, koulskoude, kemer da vignon ar c'hentan a gavfomp war hent ar vue.

Goude m'hon defe dek mignon mat, unan fall a zo trawalc'h evit bon c'holl, abalamour m'omp troetoc'h war an droug eget war ar vad. Greomp eta eun dibab piz eus non mignoned. Dibabomp aneze gant daoulagad hon ene, kentoc'h evit gant daoulagad hon c'horf

Dont a rêr, a nebeudou, da gemer doareou sonjal, doareou komz hag ober ar re ma vever gante; ma sonjont mat, ma komzont mat, ma vevont mat, gwell a-ze; ma sonjont fall, ma komzont fall, ma vevont fall, gwaz a-ze. Hep gouzout doare d'imp, e teufomp, gant an amzer, da vezan henvel oute. N'eo ket mat kaout eleiz a vignoned; nebeut ha mat a zo kalz gwell. Bevomp gant ar zent hag e vefomp sent hon unan. Cum sancto, sanctus eris !

-----------

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica