retour à la page d'accueil |
pages 79, 80, 81, 82
Pages 79, 80, 81, 82
*******
Seizvet devez warn-ugent a viz Genver
Sant Yan Krysostom
Eskob ha Doktor eus an Iliz (347-407)
Krysostom ac'hanas en Antioch, war-dro ar bla 317, a dud a renk uhel hag a gristenien vat.
Bihanik oa c'hoaz pa varvas e dad; mes e vamm, daoust ma n'he devoa nemet ugent
vla pa chomas intanvez, ne addimezas ket, hag a lakas hec'h aked hag he danve da skola ervat he c'hrouadur.
Sonj Yan oa mont da advokad ha gonit e lod eus gloar ar bed. Mes epad ma oa oc'h ober e studi, e reas anaoudegez gant eur pôtr eus e oad hag eus e renk, eur spered kaer a zen hag eur c'hristen birvidik, e hano Bazil. Ar vignoniach a zavas etre an daou zen yaouank-man a roas d'an Iliz unan eus he brudetan bugale, rak Yan a oe gonezet, tamm ha tamm, gant e vignon. Da dri bla warn-ugent e oe badezet, da nao bla ha tregont, beleget; da hanter-kant vla, kristenien Konstantinopl hen c'hemeras, dre laer, digant kristenien Antioch, d'ober o arc'heskob anezan.
Konstantinopl oa kêr-benn ar sav-heol en amzer-ze. An impalaer Arkadius hag e bried, an impalaerez Eudoxia, a oa war an trôn. Dal m'en em gavas Yan etouez e bobl neve, e karas anezan eus e holl galon, hag e oe karet gantan evel eun tad. Eun tad a oa, en gwirione, evit an holl.
Didrue oa evitan e-unan. Dalc'h-mat e veze gant ar boan-benn hag alïes gant an derzien; koulskoude, ne gouske nemet ter pe beder heur bep noz; ne zebre nemet eur pred bemde, d'abarde; diskuiz ebet ne gemere, nemet eur gwalc'h d'e gorf, beb an amzer, pe eur bale, en eur gomz gant eur mignon bennak. War-dro e di ne zispigne nemet nebeutan m'halle; an arrebeuri ennan a oa eus ar re disteran; eun dôlen hepken, hini sant Pol, a gare kalz, a oa 'us d'e dôl-labour. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui e oa mat ouz e bobl rei a rê bara d'ar re o devoa naon, dilhad d'ar re a oa paour, kalon d'ar re a oa enkrezet. Ar brizonierien a lake etre e zaouarn paperou o frosez hag a gemere anezan da advokad; an dremenidi a skoe war e zor da c'houlenn lojeïz; an dud gwasket gant dle a yee d'e gaout; e yalc'h, goullonteret bemde gant an aluzen, a veze leuniet bemde gant karante an dud vat.
En Konstantinopl, e oa d'ar mare-ze 50.000 den reuzeudik, hep ti nag ôz. An arc'heskob a lakas sevel evite muian ma c'hallas a hospitaliou. Intanvezed santel a roë an dorn d'ezan evit e oberou a drugare. Lakat a reas en o fenn Olympiada, a vije lavaret diouti : « An impalaerez Eudoxia,a deu betek d'ezi meuleudiou ar bed holl; mes an intanvez Olympiada a glev klemmou ha bennoziou ar bed holl. »
Preder a gemere da lakat e veleien da gelenn o farousianiz, kenkoulz dre o oberou evel dre o c'homzou.
E-unan e prezege d'e bobl, alïesoc'h evit bep sun, awechoù bemde, ha pa bigne er gador, an dud a veze a verniou en iliz. E galon a oa eun eienen a gomzou aour a strinke eus e c'henou, hag a eve gant dudi ar re a veze ouz e selaou.
En e di, ne oa ket troet da gomz kalz, koulskoude; mes p'en em gave dirak e bobl, n'en devoa nemet digeri e c'henou evit bezan an den ar muian helavar a c'halljed da glevet. HerveBossuet, n'eus ket bet. zoken, en Iliz, prezeger ebet biskoaz kouls hag hen; abalamour da ze, oa lezhanvet gant Konstantinopliz Krysostom, da lavaret eo, Genou-aour.
Bep gwech ma veze ezom, ar wirione a ziskenne eus e gador, da skei war an dizurz; gwaz a ze d'an hini a vije glazet ganti.
An impalaerez Eudoxia, hag a oa eur plac'h kalz re droet da zastum madou, he devoa kemeret tra he nesan enep pep gwir. Krysostom he gourdrouzas. Ar brinsez, kounnaret, a lakas e harlui. Mes Konstantinopliz en em zavas da zifenn o arc'heskob, hag an impalerez, o welet pegen fall e troe an treo, a skrivas eur ger d'ober d'ezan dizrei.
Pa oe gwelet o tiskenn eus al lestr an evoa e gaset da bell-bro, pobl Konstantinopl a-bez, kristenien, paganed, judevien hag all, diredet d'ar porz-mor d'e ziarben, a ouelas gant ar joa, a zaoulinas da bokat da veven e vantel, d'an trêz e oa warnan roudou e dreid, hag hen dougas etre o divrec'h ha war o c'halonou betek kador-brezeg e iliz-veur, elec'h ma oad en zonj da gât digantan eur gomz bennak.
Ar peuc'h ne badas ket pell. Eur skeuden arc'hant en enor da Eudoxia a oe savet war al leur-gêr, dirak an iliz, gant goueliou leun a zismegans, da goulz an oflsou. Ar zant, heb aon rak ar pez a c'halle digouezout gantan, a bignas er gador da gomz en eneb. An impalaerez, raktal, a reas da Arkadius, he fried, harlui an arc'heskob evit an eil gwech, pellan ma c'halljed diouz ar rouantelez.
Heman a dec'has e-kuz diouz kêr, gant aon da zichadenaan kounnar ar bobl. Mervel a reas war hent an harlu, d'ar 14 a viz gwengolo 407. E c'her divezan a oe : « Ra vezo meulet Doue en pep tra ! »
D'ar 27 a viz genver 438, e oe douget e relegou da Gonstantinopl. Breman e virer aneze en iliz Sant-Per, en Rom, war an ôter a zoug e hano.
----------------------
KENTEL
Ra vezo meutet Doue en pep tra !
O tizrei eus an harlu, Krysostom a roë d'e bobl ar gelennadurez kaer-man, a c'hallomp hon unan tennan hon rnad diouti :
« Petra lavarin d'ac'h ? emezan. Peseurt geriou a c'hallan lakat da gouezan eus ma genou ? "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d'egile" !
» Ar gomz-ze a lavaris o kimiadi diouzoc'h, ar gomz-ze a lavaran p'en em gavan adarre en ho touez, d'ar mare ma sonjen an nebeutan. Ar gomz-ze, n'am eus ket paouezet da lavaret anezi war hent an harlu : "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d'egile" !
» Ar gomz-ze am oa lezet ganac'h, evel eul louzou da lakat war ho kalonou gouliet, hag he digas a ran d'ac'h adarre, evel eur c'hân a drugare.
» Dishenvel eo au doareou m'en em gavomp enne; henvel eo ar c'hân a strink eus bon c'halonou. Binnigan ren Doue en harlu; dizroet d'ar gêr, hen binnigan adarre.
» Ra vezo binniget an Doue an eus kavet mat e vijen tôlet pell diouzoc'h ! Ra vezo binniget an Doue an eus kompezet an hent d'in da zizrei davedoc'h !
» Ra vezo binniget an Doue an eus dichadennet an avel-stourm ! Ra vezo binniget an Doue an eus grêt d'an avel-ze kouezan !
» Oh ! ma c'halljen deski ac'hanoc'h da lavaret bennoz da Zoue en peb amzer !
» Binniget anezan en ho poaniou, evit m'o berrao. Binniget
anezan en hoc'h eurvat, evit ma pado ! »
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |