retour à la page d'accueil

pages 82, 83

Pages 82, 83

*******


Eizvet devez warn-ugent a viz Genver

SANT JULIAN

Kentan Eskob ar Mans ( *** - 117)


Julian a oa ginidik eus a Rom hag a oe digaset, en blaveziou divezan ar c'hantved kentan, da brezek ar fe en kêr ar Mans ha war ar mêziou tro-war-dro. An enor an evoe da vezan kentan eskob ar c'horn-douar-ze.

Bro-C'hall, pa deuas enni, a oa dindan galloud impalaered Rom; mes n'eo ket anat o deve an otroned a c'houarne en o hano ar Mans, klasket miret ouz Julian da embann endro d'ezan relijion Jezuz-Krist.

Muioc'h a boan an evoe o tont a benn eus an drouized, beleien goz ar C'hallaoued, o devoa deskadurez war gant ha kant tra, karante evit ar vro, stourmet m'o devoa eviti da viret ouz impalaered Rom d'he c'habestran, hag a oa gwell arru mat gant ar bobl abalamour da ze.

Ober a rent o lidou pagan en dônder ar c'hoajou bras, en kreiz eur mor a dud.

Daou dra, koulskoude, a lakas diskibien au drouized da welet gwirione ar relijion neve : karante ar gristenien an eil evit egile, hag ar burzudou kaer a rê Doue war bedennou an eskob santel; rak Julian a roë ar yec'hed d'ar re glanv, ar gweled d'ar re dall hag ar vue, zoken, d'ar re varo.

Eun devez, e tigouezas gantan eun niver bras a baganed a oa o kas d'ar be korf eur pôtr yaouank, e hano Jovinian, brudet en o zouez. Ar zant a gomzas ouz tad an den maro hag ouz ar re a oa ouz e heul hag a lakas aneze da brometi d'ezan en em rajent kristenien, ma tiskouezje dirake gwirione e relijion, o lakat an hini a ouelent d'ezan da zevel eus a varo da veo.

Hag hen d'an daoulin hag ober eur beden kalonek. Kerkent, Jovinian a zavas en e zav :

- Bras eo, emezan, an Doue a embann Julian. Ni a adore an drouk-sperejou; me 'm eus o gwelet en ifern, elec'h ma c'houzanvont poaniou hag a bado da viken.

Ar mirakl-ze a zigoras o daoulagad da eleiz a baganed hag a reas d'eze goulenn ar vadeziant.

An eskob santel, goude bezan labouret daou-ugent vla bennak da gristenan e eskopti, a varvas eun hanter-devez bale diouz ar Mans. Digaset e oe gant lid e relegou da vered kêr, ha breman c'hoaz, en iliz-veur a zoug e hano, e virer darn aneze, gant kalz a en or. Ar Vretoned, en amzer goz, o devoa eun devosion vras da zant Julian.

* * *

Hirie, e rêr ive gouel sant Abibon, e wir hano Diboan, enoret en eskopti Kemper hag en Plevin, eskopti Sant-Brieg. Pedet eo 'vit eneou ar purkator ha 'vit ar glanvourien, war o zremenvan, da gaout d'eze ar c'hras da vont tu pe du, gras ar pare pe eur maro mat.

------------


KENTEL

Pelec'h en em gav ar santelez ?


Eleiz a dud a gred eo red, evit bezan sant, ren eur vue dreist natur, dishenvel a-grenn diouz bue an dud-all, tremen an de war e hed o paterât, an noz o kousket war an douar kalet, bevan diwar bara ha dour ha kastizan ar c'horf hep paouez.

Fazian a reont.

Evit bezan sant, awalc'h eo da bep-hini, en e stad a vue, ober evit ar gwellan ar pez a zo d'ober bemde, o lakat da dalvezout, evit ze, skianchou ar c'horf, vertuziou an ene ha grasou an Otrou Doue.

Doue ne zell ket kement ouz ar pez a reomp, ha ma ra ouz an doare a gemeromp d'hen ober. E zaoulagad binniget a bar hep distag war bep-hini ac'hanomp; an disteran tra a reomp, hen her gwel, ha mar hen greomp dre garante evitan, e teu dustu da vezan bras dirakan.

Oc'h ober mat an traouigou a reomp bemde, eo e vlansonomp hon c'hurunen er baradoz. O lavaret mat hon fedennou, mintin ha noz, o senti ouz ar re o deus galloud warnomp, o labourat abalamour e fell gant Doue hen grafemp, eo e teuomp da vezan sent.

An traouigou a rêr bemde, grêt mat hag abalamour da Zoue, setu aze bali an nenv. Doue eo hon laka da vevan pep-hini en e stad. Pep-hini, en hon stad, e tleomp hag e c'hallomp en em zantelât.

N'eo net ar stad eo a ra ar zantelez,
Ar stumm da 'n em denn enni an hini eo !

 

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica