retour à la page d'accueil

pages 801, 802, 803

Pages 801, 802, 803

*******


Triouec'hvet devez a viz Du

SANT VODEZ

Abad (VIet kantved)

****************

Modez, ginidik eus Iverzon, a oa, war a lavarer, mab d'eur roue bihan eus ar vro-ze. Adalek an oad a seiz vla e oe laket en eur manati hag eno e teskas, e skeud skianchou ar bed, skiant an Otrou Doue. Goude bezan tremenet 'mesk ar venec'h e yaouankiz a-bez, e oe grêt beleg da bemp bla warn-ugent; prestik goude e oe laket da benn-rener war an holl venec'h. E genvroïz, wrar a lavarer, a fellas d'eze kemer anezan da roue; mes Doue a roas d'anaout d'an holl, dre eur mirakl, ne oa ket grêt sant Vodez da chom 'barz ar bed; en eun noz, ar c'hlenved a zistummas e dremm ken euzus, ma souze an holl diwarnan. Kerkent hag ankouaet o zonj gant an dud, Doue hen lakas adarre ken yac'h ha biskoaz.

Ar vosen o vezan kroget 'barz ar vro a gasas ganti e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c'hoarezed; hen e-unan oe red d'ezan mont kuit; kemer a reas eur vag vihan, ha renet gant dorn Doue, e touaras en Breiz-Izel, gant daou eus e vignoned, sant Tudi ha sant Botmaël. Prezek a reas enni Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed. Poblou diniver a zirede d'e selaou.

Goude bezan bet er Goz-Yaudet o welet sant Tual, hag en Landreger, o welet sant Ruelin, ec'h eas da chom war lez ar mor, er c'horn pellan eus a barouz Pleuvian, etre ar Jaudi hag an Treo, el lec'h a hanver breman Lanvodez. Ar vrud eus e zantelez a reas d'eleiz a dud dont d'e gaout. Parean reas tud notet o izili, tud dall, tud bouzar, tud êt an drouk-spered enne. Gant yec'hed ar c'horf, e roë d'eze ive yec'hed an ene.

Evit pellât diouz trouz kasaüs ar bed, a vire outan d'en em rei d'an Otrou Doue evel m'en devoa c'hoant, en em dennas en eun enezen goue, eul leo bennak diouz an douar bras. Den ebet n'en devoa gallet c'hoaz chom en enezen-ze, kement a amprevaned lous a oa ebarz. Modez a reas ar rins warneze, hag a zavas eun tammik ti-bidi gant eur peniti en kichen.

Kaer en devoa bet tec'hel pell diouz an dud, c'houez vat e zantelez a reas d'ar bobl kaout e roudou, ha meur a hini a yeas da vevan dindanan, da zeski gantan hent ar baradoz. Sevel a rejont o fenitiou tro-war-dro d'e hini, disparti an eil diouz egile. En kichen, e savjont ive eun iliz, ha pa oe peurachu, an abad santel a bedas holl eskibien Breiz da zont d'ober gouel he dedi.

Tra souezus, peniti sant Vodez, daoust d'an amzer fail ha d'ar c'hantvejou niverus a zo tremenet warnan, a zo c'hoaz en e zav; grêt eo en men, mogeriou, toen hag all. Hanvet eo dre ar vro Forn-Vodez, abalamour m'eo savet evel eur forn. C'houec'h metr uhelder a c'hell kaout, ha daouzek pazen a zo da bignal ebarz. Eno e tremenas Modez ar rest eus e vue, o 'n ern zantelât e-unan, hag o santelât  muian m'helle, kement hini a deue d'hen darempredi.

O vezan kouezet klanv, e c'hourc'hemennas start d'e venec'h derc'hel da garet mat an Otrou Doue, ha goude bezan bet e zakramanchou, e tremenas en peuc'h, e zaou-lagad o paran war groaz Hon Zalver.

Sebeliet a oe e gorf en iliz an enezen. Doue an eus embannet e c'hloar dre galz a viraklou.

Tri-ugent iliz pe chapel a zo bet savet en Breiz-lzel en enor da zant Vodez; goude sant Erwan, n'eus ket eur zant hag a vefe pedet muioc'h gant Breiz-Izeliz.

--------------------------


KENTEL

C'houi eo sklerijen ar bed

Ar veleien, eme Hon Zalver Jezuz-Krjst, eo sklerijen ar bed; arôk ma oant deut, pesort sklerijen a oa e-touez an dud ?

Gouzout a rêr bevan marteze; mes n'ouzer ket mervel, ha mac'h afe ar veleien eus ar vro-man, e parfe warnezi adarre eun denvalijen kalz euzusoc'h eget an hini a gavas sant Vodez, hag hon zent koz all, pa deujont aman da embann ar fe. 

Ar veleien eo sklerijen ar bed; i eo o deus tôlet a bep tu d'eze, ar sklerijen a renk an den kaout evit bale, hep fazian. eus an eil penn d'egile d'ar vue, ha ma ne vijent ket bet aze ouz hon ren, eus ar c'havel d'ar be, penôs hon dije gallet gouzout an doare d'en em denn.

Ar veleien eo sklerijen ar bed; en o c'homzou eman ar golo a lak da baran, er pellder, ôchou dudius ar baradoz. Gante eman ive an alc'houez a zigor an nor war skianchou ar vue-man. 

Pa deuas Jezuz-Krist war an douar, e oa tud desket war dreo ar bed man, meur a hini; mes ma oant desket, e virent evite o deskadurez. Kaout a rênt ar bobl re azen, da goll amzer d'e gelenn. N'eo ket evelse o deus grêt ar veleien : mar o deus pouezet dreist pep tra, war ar skianchou sakr a zigor prenestr war ar bed-hall, n'o deus ket grêt a fae war skianchou ar bed-man, rak an holl skianchou a gas da da Zoue, pac'h êr betek penn gante. Rannet o deus etre ar bobl ar pez a ouient.

Pa darz sklerijen goulou-deiz, 

'C'hoarz kalon mab den en e greiz.


El lec'h m'eman ive ar veleien, eo laouen bevan ha mervel.

------------------------------------------

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica