retour à la page d'accueil

pages 803, 804, 805

Pages 803, 804, 805

******

 

Naontekvet devez a viz Du

SANTEZ ELISABETH

Intanvez (1207-1231)

******


Elisabeth, gloar Trede-Urz sant Fransez, a deuas er bed er bla 1207. Merc'h oa da André, roue ar Hongri, ha da Jertrud Merani.

Adalek he bugaleach e teuas da zoujan an Otrou Doue, ha dre ma kreske he oad, e kreske he furnez. Da bevar bla, e oe prometet da Loeiz, mab Herman, duk Thurenj, ha kaset a oe raktal da di he zud kaer. Nao bla goude, e oe grêt o eured gant lid bras, en kastel Warzbourg. En em garet a rejont herve Doue, hag an Ele mat, a chome en o c'hichen.

Loeiz a oa maro e dad pevar bla oa. Setu ma 'n em gave, daoust d'e yaouankiz, en penn unan eus dukachou kaeran an Alamagn. Bezan e oe, en gwirione, eur prins kristen. Karet a rê ar justis; kastizan 'rê ar re a zizente ouz lezennou ar vro; pellat a reas diouz e lez ha terri reas eus o c'hargou ar re a waske ar bobl, hag a oa kalet ouz ar beorien.

Rei a rênt an dorn, an eil d'egile, evit kerzet primoc'h war hent ar zantelez. Daoust pegement e kare Elisabeth he fried, n'ankouae ket oa hen ar penn, evel m'eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha senti a rê outan.

Dindan he dilhad kaer, e touge bepred eur gouriz reun; bep gwener ha bemde epad ar c'hoaraïz, e lake he skourjezan; bepred e veze laouen, ha lavaret a rê eus ar re a gemer eur penn tenval p'en em lakont da bedi : « C'hoant o deus da spontan an Otrou Doue, sur awalc'h; perak 'ta ne roont ket d'ezan, a galon vat, ar pez a c'hallont ? »

Karet a rê ar beorien, hag he-unan e neze gloan d'ober dilhad d'eze.

Tudigou paour diwar ar mêz a deuas eun devez d'en em glemm d'ezi, dre ma oa bet laeret o loened d'eze gant servijerien an duk. Pignal a reas dioustu da di he fried, hag e lakas restôl ar pez a oa bet laeret, ha goude e lavare : « An dud kez eo bet rentet d'eze o loened, mes piou a rento d'eze o daerou ? »

Eun devez ma oa o tiskenn eus he c'hastel, o vont da gas d'ar beorien, en he mantel, bara, kig ha treo-all evelse, en em gavas gant he fried. Hernan a c'houlennas outi : « Petra zo ganec'h aze ? » Digeri reas he mantel : eur vriad roz ru ha roz gwenn, ne oa ken ebarz. Ha koulskoude e oa neuze en kreiz ar goanv.

An dud lor a gare, dreist an holl dud reuzeudik-all. O vezan kavet unan gant ar c'hlenved-ze, hag e save ar galon outan, e kemeras anezan en he c'hastel, e troc'has e vleo hag e louzaouas e benn, gant kement a garante ha ma vije bet mab d'ezi.

Eur wech, an duk a oa bet oc'h ober eun tarnmig tro : pa deuas d'ar gêr, tud e lez a lavaras d'ezan :

- An dukez aze a gaso ac'hanoc'h da baour.

- Petra, eme ar prins, gwerzet he deus douarou an dukach ?

- Oh ! nan ! emeze.
- Mat ! neuze lezet anezi d'ober he fenn. Hle aluzennou a denno bennoz Doue warnomp.

D'an II a viz gwengolo 1227, an duk Loeiz a varvas en Otrant, en eur vont d'ar brezel d'an Douar-Santel. War e dremenvan, e kargas ar re a oa war e dro da gas e gomzou hag e gimiadou divezan d'an dukez vat, e bried.

Dal ma tigouezas en Turenj ar c'helou eus ar maro-ze, Elisabeth a oe stlapet er-mêz eus he c'hastel gant he breur-kaer. Hi, merc'h eur roue ha pried eun duk, a oe gwelet neuze o tiskenn da Eisenach, eur c'hrouadur daou viz, ar yaouankan eus he bugale, ganti war he brec'h, hag an tri-all o tont war-lerc'h, gwellan m'hallent, krog an eil en egile. Skuilhet he devoa he madoberou dre ar vro a-bez; den ebet koulskoude, gant aon rak he breur-kaer, ne gredas rei digemer d'ezi en e di, hag e renkas tremen an noz en eul lochen digor da beb avel.

...Koulskoude ôtrone vras an dukach, pa deujont da c'houzout petra oa c'hoarvezet, a 'n em glevas, hag ar brinsez a c'hallas dizrei d'he c'hastel.

Prest goude, e lakas he hano en Trede-Urz sant Fransez. Er beden hepken hag en oberou a drugare e kavas nerz da c'houzanv poaniou he bue. Mervel a reas d'an 19 a viz du 1231, er pevare bla warn-ugent eus he oad.

Pevar bla goude, he be a oa ken brudet gant ar miraklou a c'hoarveze en e gichen, ma oe laket he hano war roll ar zent, gant ar pab Gregor IX.

----------------------------

KENTEL

An eil gant egile


I.—Priejou, bezet an eil gant egile; en em garet etrezoc'h. Bezan an eil gant egile, na pebez komz dudius ! An dra-ze 'zo, mar keret, bevan er memes ti, mes an dra-ze a zo, dreisl-oll, kaout doareou henvel; an dra-ze a zo, dreist-oll, daoui-hanteri kement a c'hoarve; daou-hanteri ar boan; daou-hanteri ar blijadur : lakat daou ene d'ober unan, en doare ma n'hallo netra o dispartian ken.

II. — 

"Bezet an eil gant egile, daoust da bep tra.

Pep-hini en deus e si, 

Darn o deus daou ha tri.


Ma fell d'ec'h e vefe gouzanvet ho siou, gouzanvet, da gentan, re ar re-all. Eur pagan koz a lavare gwechall : « Eur pried a dle gouzanv pe lemel siou e bried. Ma lem aneze, e wella e bried; ma c'houzanv aneze, e wella e-unan. »

III. — Porched an ifern eo an ti n'eus emgleo ebet ennan :

Gwelloc'h eo peuc'h ha dour stivel
Eget marlarje gant brezel.

Tud a zo hag eo dies en em ober gante, dies o c'haret. Gouzanvomp aneze, koulskoude; en em reomp gante; karomp aneze, nan abalamour d'eze, mes abalamour da Zoue a c'hoûrc'hemenn d'imp karet, n'eo ket hepken hon enebourien, mes e enebourien e-unan.

IV. — Bezet an eil gant egile, priejou, ha savet ho pugale en doujanz Doue. Ho pugale a vezo ar pez ma vefont bet grêt ganec'h. Danve eun diaoul ha danve eur zant a zo en pep-hini aneze. Grêt aneze tud a yec'hed, tud a spered, tud a galon, tud a benn. ha dreist-oll tud a relijion, rak eno eman an dalc'h.

********************

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica