retour à la page d'accueil

pages 806, 807, 808

Pages 806, 807, 808

*******

Ugentvet devez a viz Du

Sant Felix a Valoa

1127-1212

********


Felix a oa ganet, an 9 a viz ebrel 1127, en kêr Sanl Kentin, evit brasan gloar Doue hag evit silvidigez eleiz a dud.

Daoust d'an danve bras en devoa, e kuitaas ar ar bed hag en em dennas en eur c'hoat eus eskopti Meaux. Eno, pell diouz an drouz, ne gemere preder gant netra nemet gant treo an nenv.

Ar vrud eus e vertuziou a reas d'eur beleg santel ha d'eun doktor bras, ginidik eus ar Provans, e hano Yan Matha, dont da vevan gantan.

En amzer-ze, eleiz a gristenien a goueze sklavourien etre daouarn ar Vorianed. Eun niver bras aneze a varve en kreiz ar poaniou skrijusan; gwerzet a vezent er marc'had evel loened; laket e vezent hanter-noaz da labourât epad an de, dindan heol bero an Afrik, ha pa ne felle ket d'eze nac'h Jezuz-Krist, e vezent krouget, devet en beo, staget en pign a-bouez o diskoa pe a-bouez o zreid, ha lezet da vervel er stumm-ze.

Felix ha Yan a 'n em glevas evit sevel eun Urz neve : a vije e labour dasprenan an dud kez-ze. Mont a rejont o-daou da Rom (1198). Ar pab Innosant III a oa en gortoz aneze. En eun hunvre an evoa bet, an evoa gwelet eun êl ha daou sklavour en e gichen, unan a bep tu d'ezan. Digemer a reas eta an daou veajour evel daou gannad eus ar nenv ha rei a reas ôtre d'eze da zevel Urz an Dreinded evit dasprenan ar sklavourien. Lakat a reas d'eze, e-unan, ar gwiskamant liou an Dreinded, gwenn, ru ha glas, an evoa gwelet gantan êl, ha goude bezan o binniget a greiz kalon, e kasas aneze, en han' Doue, da gommans o labour.

Dizro d'ar Frans, Félix ha Yan a vevas asambles eur pennad. Eur wech ma oa savet manati Cerfroid, yan a yeas da Rom, da zevel eun all henvel outan, hag a lezas e vignon e-unan en penn menec'h Frans.

Félix a deuas da gaout eun niver bras a ziskibien. Ren a rênt eur vue ken santel ma kemere plijadur ar Werc'hez hag êle an nenv o tont da chom en o c'hompagnunez.

Da noz ginivelez an Itron-Varia, ar c'hloc'her an evoa ankouaet son ofis an hanter-noz. Sant Félix a ziskennas koulskoude d'an iliz, hag a gavas anezi sklerijennet kaeroc'h eget da noz Nedeleg. Chom a reas sebezet. Souezetoc'h e oe c'hoaz pa welas ar skenvier leun a êle, gwisket gante dilhad an Urz, hag ar Werc'hez Vari en o fenn. Kerkent ha ma oe en em laket en e blas, Mamm Doue a antonas an ofis, hag ar sperejou eürus a ganas war he lerc'h ken brao, ma oa eun dudi o c'hlevet. Hep gouzout mat awalc'h pe oa war an douar pe en nenv, Félix a unanas e vouez gant o re.

En memor eus ar burzud-ze, rnenec'h an Dreinded o deus gwir da ganan oferen hanter-noz da ze ginivelez ar Werc'hez. Sant Felix ne oe ket awalc'h d'ezan urzan 'vel zo dleet manati Gerfroid; sevel reas ouspen, dre ar vro, eleiz a vanatiou-all eus e Urz.

E venec'h, adalek an XIIIet kantved betek an XIXet, o deus diframmet daou-ugent mil den eus adre daouarn ar Vorianed; lakomp eo bet koustet 2000 skoed, well-waz, delivran pep sklavour, ha komprenomp pegement a boan o deus bet bugale sant Felix o tastum, a zor da zor, kement gwenneg o deus bet ezom evit ober an holl vad o deus grêt.

Felix a varvas en Gerfroid, ar 4 a viz du 1212, oajet a bemp bla ha pevar-ugent.

---------------------------

KENTEL

An droug a ra ar pec'hed da gorf an den

N'eus netra ken gwaz ha kouezan dindan galloud an drouk-spered, dre ar pec'hed. Pec'hed hon tud kentan eo a zigasas ar maro war an douar; da bep pec'hed a reomp hon un an, e lakomp ar maro da dostât primoc'h ouzimp. Pep klenved ne deu ket dre ar pec'hed, mes pep pec'hed a zigor hent d'ar c'hlenved :

"Doue, eme ar Skritur-Zakr, a gastiz ar pec'her o lakat anezan da gouezan etre daouarn ar medisin."

Ar pec'hed a deu da c'henel en goueled an ene, elec'h ma teu ar ouiziegez hag ar volonte d'en em skoulman an eil aux eben. Pec'hejou a zo hag a ve peurc'hrêt eno, evel ar pec'hejou a ourgouilh; re-all hag a ve peurc'hrêt er galon, evel ar pec'hejou a vuhanegez; re-all hag a ve peurc'hrêt er c'horf, evel an hudurnez, ar vezventi hag al lontregez.

Ar pec'hejou peurc'hrêt er c'horf a ra droug d'an den; kement-et a zo anat d'an holl.

Muioc'h a dud a ve beuzet er gwer Eget er stêr.

Dibri pe evan re, ha dibri treo re vat, a ra d'ar maro lammat war hon seuliou pell arôk m'oa dleet. Ha piou a lavaro biken, mat awalc'h, pegement a zroug a ra an hudurnez da yec'hed ar c'horf ? An den hudur a zispenn tamm ha tamm e c'hened e yaouankiz hag e amzer da zont. An hudurnez ne ve ket pell evit dont a benn eus ar gwad yac'han hag eus ar c'horfou kaeran pa c'hall kregi enne.

Ar pec'hejou a ve peurc'hrêt er galon, pe er spered, n'emaent kel, zoken,  heb ober droug d'hon c'horf; rak an diou loden a zo oc'h ober ac'hanomp a zo unanet ken brao an eil gant eben, ma n'hall ket hon c'horf bezan war e yec'hed mar deo klanv hon ene. 

Malegna, eun den dornet mat, a ziskouez d'imp, en unan eus e dôlennou kaeran, ar Furnez o tennan he birou war an Hudurnez ar Vezventi, ar Vuhanegcz, an Diegi, al Laëronsi, an Diouiziegez hag an Dianaoudegez. An darn vrasan eus an techou-ze a zo grêt pennou tud euzus d'eze; spered ebet ne bar war o zal; o jodou a gouez; o daoulagat dislontet a zo hanter-varo; o muzellou a zo teo ha lôsk; o c'horfou sôtret n'int nemet korfou anevaled o ruilhal er fank.

Na pebez skeuden wirion eus an droug a ra ar pec'hed d'an den :

Drezan, an den n'eo mui den :
Eul loen daou-droadek n'an eo ken !

************

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica