retour à la page d'accueil

page 833

Page 833

*******

Miz KERDU

AN AZVENT

An Azvent eo, goude ar C'hoaraiz, haeran ha talvoudusan amzer a zo er bla. Gant an Azvent, e tigouez war an douar kelou eus ter donedigez Jezuz-Krist : e zonedigez 'barz an natur-den, e zonedigez barz an eneou hag e zonedigez daze ar varn,

E zonedigez 'barz an natur-den

Bezan eo an Azvent ar skouer eus ar c'hantvejou leun a hirvoudou hag a hirnez, pa oa ar bed o c'hortoz e Zalver. An Iliz a c'houlenn diganimp 'n em unani gant ar Brofeted ha sent an amzer goz, evit gervel ar Mesias, en eur ganan gante; a greiz kalon : Rorate, cœli, desuper, et nubes pluant Justum : Envou, shuilhet warnomp ho kiizen, ha ra gouezo eus ar c'hoummoul ar Jusf, evel ar glao.

E zonedigez 'barz an eneou

Jezuz-Krist a fell d'ezan genel ha kreshi en peb ene, dre e c'hras. Epad an Azvent, e teu da skei war dor pep-hini aneze, evet ma skoe gwechall war dorojou Bethleem, hag e c'houlen ha bezan zo plas evitan. Fellout a ra da bep hristen kompezi mat ar wenojen dirak e di ha digeri d'ezan frank an nor, rak Jezuz-Krist an eus c'hoant da zont da chom gant pep-hini ac'hanomp ha da ginnig d'imp eur mor a bep seurt madou.

E zonedigez dre ar varn

An Iliz eo strafuilhet he c'halon a vamm o sonjal en de ma vo gwelet an nenvou «o serri evel eul levr», ha Jezuz-Krist, dasprener an dud, o tont d'o barn.

Gourc'hemen a ra eta d'he bugale lakat ive o zonj gant an donedigez-man leun a spouron, evit ma teuio, da vihanan, an doujanz d'ober d'ar garante diwan en o c'hreiz.

«Eünet, kompezet an hent d'ar Zalver» setu ar ger a zo war he muzellou epad ar peder zun-man hag e lavar kouls d'ar pec'her evel d'an den just !

Doue a fell d'ezan dont en eneou, rak e goulz eo da dremen ha da skei war an dorojou. Tôlomp evez na vefe skrivet diwar hon fenn, evel diwar-benn tud Bethleem : «Ne oa ket a blas evitan en o zi.» Gwaz a ze ma ne ve ket digemeret hirie evel mignon, rak evel barner vo red hen digemer eun de.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica