retour à la page d'accueil |
pages 834, 835
Pages 834, 835
*******
Kentan devez a viz Kerdu
SANT TUAL
Eskob (VIet kantved)
--------------
Tual a oa ganet en Breiz-Veur, blaveziou divezan ar bempvet kantved. Koupaïa, e vamm, a oa c'hoar da Riwal, an hini a zavas rouantelez an Domnone (1), en Breiz-Izel. En em denn a reas en e yaouankiz en eur manati, ha dont a reas abred da vezan abad, gant eleiz a venec'h o vevan dindanan. Evel ma oa kalz a darempred, en amzer-ze, etre Breiz-Veur hag Iverzon, ec'h eas d'ober eun dro er vro-ze, ha chom a reas enni eur pennad. War-dro ar bla 515, ar Vretoned a deuas niverus en Bro-Arvor. Tual a heuilhas ive e genvroïz hag a reas e ziskenn en Konk-Leon, gant
-------------
(1) Ar rouantelez-ze a yee adalek ar stêr Kouesnon, en Bro-Dol, betek Penn-ar-Bed.
Breiz-Vihan, tu an hanter-noz pen-da-ben, a oe eta oc'h ober anezy
-------------
e venec'h hag eleiz a dud-all. E-touez ar re-man, e oa e vamm Koupaïa, e c'hoar Seva hag eun intanvez santel, he hano Maëlhen, a walc'he dilhad ar venec'h. Mont a reas da chom eun hanter-leo en douar-bras, el lec'h a hanver breman Trebabu (1), ha bezan en devoe eno, digant Derok, mab Riwall, peadra da zevel eur manati ; mes ne chomas ket pell ebarz. O welet pegement a ezom o devoa an Arvoriz da vezan kenteliet war gwirioneziou ar relijion, en em lakas da gelenn aneze, gant sikour daouzek eus e venec'h. Treuzi a reas Bro-Leon eus an eil penn d'egile. Redek a reas an Domnone a-bez. Prezek a reas dre holl komzou Doue, ha war e roudou, e tiwane ar miraklou.. Gonid a reas eleiz a Arvoriz da Jezuz-Krist ; sevel a reas kement a ilizou hag a vanatiou, ma c'haller lavaret eo bet abostol brasan ar relijion gristen en Breiz-Izel. E-touez ar veleien santel a roë ar muian dorn d'ezan, e kavomp Laouenan (2), Ruelin, Kirek ha Briak. Kaeran manati a zavas a oe hini Landreger, hag eno eo e kare bezan an alïesan.
Er mare-ze, Konomor a oa o trei fall. Da varo Iona, mab Derok, e timezas d'e bried hag e klaskas lazan e lez-vab Judual. A drugare Doue, e oe gallet kas ar prins yaouank en kuz da Bariz, da lez Childebert. Tual a 'n em gave neuze da vezan tostan kar ar roue Riwal, en Breiz-Izel. Awalc'h oa evit ma vije en hent ha golo da Gonomor ; heman ne gredas ket e lazan koulskoude ; kas a reas, avat, un an eus e vignoned, ar Ru, da hailhosât anezan muian m'hallje. Tual a ziskennas neuze en Bro-Wened. Eno e kavas Albin, eskob Angers, a 'n em ginnigas d'ezan da vont da gaout Childebert, da c'houlenn skoazel ouz e enebourien. Tual, eme Laouenan, a yeas da Bariz, gant an ôtrou Albin ha daouzek diskib ; eno e reas meur a vurzud. Rei a reas ar vue d'eun den maro. Kaset a oe kelou da Childebert eus ar pez a c'hoarveze, ha heman a bedas raktal Tual da vont d'e gât gant e ziskibien ; epad ma oant en o zav en e gichen, eur goulm a ziskennas eus an nenv war skoa an abad santel. Neuze ar roue a anavezas e oa eur zant dirakan ; stoui a reas d'e dreid, hen hag ar rouanez hag holl dud o lez. Goulenn a reas digantan petra glaske. Tual a lavaras : « Ne c'houlennan nemet eun dra, ma c'hellin miret didrous, me ha ma menec'h, ar peadra a zo bet roët d'imp gant tudjentil ar vro. »
Ghildebert a roas e c'her d'e zifenn, ma vije ezom, hag a c'hourc'hemennas e zakri eskob. Goude, Tual a zizroas adarre da Landreger, lec'h ma c'hallas bevan didrous ar rest eus e vue. E varo a zigouezas war-dro ar bla 564. Sebeliet a oe en iliz e vanati, hag ar miraklou a c'hoarvezas endro d'e ve a embannas e zantelez.
Sant Tual a zo pedet ouz an drouk-skevent hag evit pellât ar gwalinier a gasti. Bezan eo patron kêr hag eskopti Landreger, patron Pabu, ha patron Langoat, a-unan gant e vamm, eman eno he be.
Bezan 'n eus, pe an eus bet, chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi, Plistin, Plouaret, Plougonver, Plouneve-Moedek, Peurit, Prat, Kemper, Senven, Trabriant, Tregrom, Tregidel, Trezelan, Plouganou.
-----------------------
KENTEL
Breman n'eus ken a viraklou
An dra-ze n'eo ket gwir. Miraklou a zo c'hoaz. Dalc'h-mat e klever hano eus a unan pe unan, a-gle hag a-zeou. Kement a c'hoarvo aneze, bep bla, en Lourd, ma c'haller lezhanvan ar gêr-ze, «Kêr ar Miraklou.».
Miraklou a zo eta, hag eleiz, hag en meur a lec'h, hag en meur a zoare. N'eus ket kement ha gwechall, gwir eo. Gwechall, prezegerien ar fe a renke lakat ar miraklou da zigeri hent d'o c'homzou. Ar Judevien a oa ken pennek, hag ar baganed ken diroll, ma n'o dije ket kredet biken e oa relijion Jezuz-Krist ar gwir relijion, panevert ma teuas ar miraklou da zigeri d'eze o daoulagad.
Miraklou a zo eta, ha ma n'eus ket kement ha gwechall, eo abalamour ma n'eus ket kement a ezom aneze breman hag e oe gwechall. « Pa blanter goue yaouank, eme sant Gregor, e tourer aneze ac'han ma ve krog o gwriziou, mes kerkent ha ma vezont stag mat ouz o douar, e paouezer d'o doura. »
Evelse, dour ar miraklou a goueze puilh, en amzer goz, war gwezen ar fe, p'oa neve blantet gant Hon Zalver Jezuz-Krist ; breman avatl, p'eo en em ledet ken stank he gwriziou en pevar c'horn ar bed. n'hallo birviken bezan diskaret ; gant se ar miraklou a vezo muioc'h distank.
Awalc'h e vezo, koulskoude, ha kement hini a zello ouz tâl an Iliz a welo eman ganti ar wirione. Ne vije ket bet en he zav, kement-all a vrezel a rêr d'ezi, panevert m'eman Doue ouz he harpan. N'eus ken nemet ar re a stank o-unan o daoulagad, evit miret ouz ar sklerijen da vont enne, a gement a lavar n'ouzont ket en pe
tu trei war hent ar vue.
-------------------------
(1) Pabu pe bap, da lavaret eo, tad, a oa eul lezhanv roët da zanl Tual.
(2) Patron Treflaouenan, en Gorre-Leon.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |