retour à la page d'accueil |
pages 840, 841, 842
pages 840, 841, 842
*******
Trede devez a viz Kerdu
Sant Fransez Xavier
Patron Breuriez ar Fe (1506-1552
---------------
Ar zant-man a zo ganet en rouantelez Navarr, er Sagn. Digaset a oe da Bariz evit ober e studi.
D'ar mare-ze, Xavier ne oa tamm jalet gant Doue bag e ene ; ne glaske nemet plijadur
hag enoriou. Dont a reas d'ober anaoudegez gant eun den yaouank, hanvet Ignaz Loyola, a oa ive oc'h ober e studi. Ignaz a oa rannet e galon o welet Xavier ken stag ouz treo an douar, ha ne baoueze da lavaret d'ezan ar pez a lavare gwechall Hon Zalver Jezuz-Krist d'e
ziskibien : « Petra dalv d'an den gonid ar bed holl ma teu da goll e ene ? » Tarn ha tam, ar
c'homzou-ze a ziskennas don en kalon Xavier, hag an den yaouank a reas e zonj d'en em denn en eul lec'h distro ; pa oe
echu e retred gantan, oa chenchet evel eun all en e blas.
Sant Ignaz a oa o paouez sevel Kompagnunez Jezuz : Xavier a oe eus ar re gentan a c'houlennas bezan digemeret enni, ha diwar neuze ne glaskas bemde nemet sevel uhelloc'h en skeul ar zantelez. Bezan oe didrue meurbed ouz e gorf ; chom a rê a-wechou daou, tri devez, hep dibri tamm, hag en em skourjezan a rê betek ar gwad. Kousket a rê bepred war ar c'halet, ha c'hoaz e bennad kousked ne veze ket hirr.
Sant Ignaz hen kasas d'an Indez evit prezek an Aviel, hag ar pab a roas d'ezan galloud eur c'hannad abostolik. Xavier en em lakas en hent, kentan m'hallas, hep kimiadi zoken diouz e vamm, daoust ma tremenas dre gichen he maner. Fellout a reas d'ezan kregi gant e vicher a visioner war al lestr hen c'hase d'ar broiou pell. Bemde e rê katekiz d'ar vartoloded, ha d'ar zul e prezege d'eze. Doue a skuilhas e vennoz war e labour, ha gant sikour e c'hras, e teuas a benn d'ober d'eze dilezel o c'hustumanchou fall ha da lakat eun urz eus ar c'haeran en o zouez.
Kaout a reas an Indez en eur stad truezus. Kalz kristenien eus an Europ a oa deut di evit dastum danve ; siouaz ! ne heuilhent mui o relijion, hag ar baganed a veve evel loened. Xavier ne fallgalonas ket : stagan a reas dioustu gant al labour ; en em lakat a reas da redek ar vro eus an eil tu d'egile, bepred war droad hag alïes diarc'hen. Den n'hall niveri an dud a vadezas (1) ; n'eo ket a gantchou, mes a vilierou e konter aneze ; hag en o zouez meur a roue.
Ha n'eus ket ezom da vezan souezet, rak ar misioner santel a brezege gant kement a dan hag a nerz, ren a rê eur vue ken santel ma teue buhân da c'honid ar c'halonou ; hag ouspen, Doue a roas d'ezan ar c'halloud d'ober miraklou. Eun devez e prezege d'eur boblad tud a rê skouarn-vouzar d'e gomzou. Goulenn a reas ha ne oa ket eur c'horf maro en eun tu bennak. Digaset a oe unan d'ezan, a oa beziet abaoue an de rôk. En em deurel a reas d'an daoulin hag en em lakat da bedi ; nebeut goude, an den maro a zave, leun a vue. Kerkent an holl a c'houlennas ar vadeziant.
Eus an Indez, Xavier a yeas d'ar Japon, hag eno e reas ive da galz a dud en em ober kristen. Karet en dije c'hoaz mont betek ar Chin ; kouezan a reas klanv en Sansian, ha d'an eil a viz kerdu 1552, e ene kaer a nije d'ar baradoz.
Pi X en deus hanvet sant Fransez Xavier patron Breuriez ar Fe. Den n'hallfe lavaret re a vad eus ar vreuriez-ze, hag an holl gristenien a dlefe lakat o hano enni. An holl n'int ket galvet da vont da brezek ar fe, mes an holl a c'hall rei an dorn d'ar misioner kalonek, en eur ziouered eun draïk bennak hag en eur bedi evitan.
Evel a lavar person Arz, en eur zovetât eneou ar baganed, e sovetaomp hon re hon unan.
-----------------
KENTEL
Ar beleg mat
Sant Fransez Xavier, eme eur skrivanier koz, a oa holl da Zoue, holl d'an nesan, holl d'ezan e-unan.
I. — Holl oa da Zoue. N'en devoa nemet eur c'hoant, karet Doue ha dougen ar re-all d'e garet eveltan. Nebeut arôk e varo, e lavare oa e c'hoant gonid ar Chin a-bez da Jezuz-Krist, dizrei goude d'an Europ, da stourm ouz an herezi hag an dizurz, redek an Afrik, ha diskenn adarre en Azi, da welet hag hen a gavje er vro-ze rouanteleziou neve da brezek enne ar fe.
Petra eo hon c'harante-ni evit an Otrou Doue, en kichen hini Fransez Xavier ?
II. — Holl d'an nesan, sant Fransez Xavier a gemere preder gant korf e nesan ha gant e ene ; gant e vue er bed-man ha gant e vue er bed-all. Lavaret a vije bel ne oa deut war an douar-man nemet evit sikour kement hini a wele er boan. Lavaret a vije en devoa iskili da nijal war-lerc'h an eneou. Souezus eo an dud en deus kelennet, badezet ha kaset d'ar baradoz, epad an dek vla m'eo bet er broiou digristen.
Ha ni, daoust hag alïes, elec'h dougen hon nesan war hent ar baradoz, n'hon deus-ni ket e zouget war hent an ifern, dre hon c'homzou hag hon skoueriou fall ?
III. — Holl d'ezan e-unan. Daoust pegen troet oa gant silvidigez e nesan, sant Fransez Xavier n'ankouae ket e zilvidigez e-unan. En Goa, evit kaout eul lec'h didrous d'ober e bedennou, en em denne en tour e iliz, epad div heur bemde. Gouzout a rê ervat, seul paouroc'h e vije e zantelez, ha seul disteroc'h e vije ar zantelez a ziwanje endro d'ezan.
Ha ni, daoust ha ne chomomp ket awechou, deveziou a-bez, war digare m'hon deus eleiz a dreo d'ober, hep kinnig hon c'halon da Zoue, ha daoust ha n'en em dôlomp ket zoken, eun dro bennak, war hon gwele, hep lavaret na pater na noster ?
-----------
(1) E-unan e vadezas war-dro pevar-c'hant mil den.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |