retour à la page d'accueil

pages 842, 843, 844

Pages 842, 843, 844

 

Pevare devez a viz Kerdu

Sant Per Krizolog

Eskob ha doktor eus an Iliz (***-450)

*******


Ar zant-man a zo ganet en kêr Imola, en Itali, hag a zo bet lezhanvet Krizolog, abalamour ma oa eur prezeger dispar. E eskob, oc'h anaout e furnez hag e skiant, hen greas avieler. 

Arc'heskob Ravenn a varvas nebeut goude; ar veleien, a-unan gant ar gristenien, a zibabas eur beleg evit derc'hel e blas, ha herve ar c'hiz d'ar mare-ze, a gasas kannaded da Rom evit rei kelou d'ar pab ha goulenn e asant. En o zouez e oa Per Krizolog. An abostol sant Per hag ar merzer sant Appoliner a 'n em ziskouezas da Zixt III, hag a, roas urz d'ezan da hanvan an avieler Per da arc'heskob.

Pa zigouezas ar gannaded en Rom, ar pab a zisklerias d'eze n'eo ket an hini o devoa dibabet, mes an avieler Per eo a vije o eskob.

Ar re-man ne oant ket jalet d'hen kemer, mes, p'en devoe ar pab kontet d'eze ar pez a oa c'hoarvezet, e plegjont gant joa da volonte an Otrou Doue hag e tiskouejont kalz a zoujanz d'o eskob neve.

Per a oe grêt eun digemer kaer d'ezan en Ravenn gant an impalaer hag ar bobl, ha lavaret a rê d'eze : « Ne c'houlennan diganec'h nemet eun dra; me am eus sammet war ma diouskoa eur zamm ponner; d'ho tro, heuilhet Lezen Doue ha bezet sentus ouz kement a c'hourc'hemennin d'ec'h eus e beurz. »

N'espernas nag e boan nag e amzer evit kelenn e bobl war ar pez a dle gouzout. C'houezek hag eiz-ugent eus e brezegennou a zo deut betek ennomp. Karet a rê, dreist-oll, alian ar gristenien da zakramanti alïes : « Korf Jezuz-Krist, emezan, a dlefe bezan hon magadurez pemdeziek.» Ne skuize kammed o prezek d'an dud o devoa ezom da bedi ha d'ober pinijen; ha d'ar re ne oant ket krenv awalc'h da yun epad ar c'hoaraïz, e lavare : « Grêt aluzen, p'eo gwir n'hallet ket yun. »

Ar zant a gavas eur c'hiz fall en Ravenn. An dud a oa troet gant ar c'hoariou difennet. Pignal a reas er gador, hag e gomzou a oe ken nerzus ma c'hallas terri ar c'hiz fall-ze. « An neb, emezan, a fell d'ezan tanva er bed-man plijadur an diaoul, ne vo ket eürus gant Jezuz-Krist er baradoz. »

Eun devez ma oa o prezek, e teuas da goll e vouez. Ken raouiet oa deut da vezan ma n'halle mui lavaret ger. Kement hini a oa en iliz a 'n em lakas da ouelan ha da c'houlenn pardon eus e bec'hejou, hag ar zant da drugarekât Doue evit ar pez a oa c'hoarvezet gantan, abalamour an dra-ze an evoa skoet eun tol ponneroc'h en kalon ar re a oa ouz e selaou, eget n'o dije grêt e gomzou.

Sant Per Krizolog, o welet ar maro o tostât, a yeas da Imola evit pedi sant Kasian, patron ar gêr-ze. Eno e kouezas klanv hag e varvas, d'an eil a viz kerdu eus ar bla 450, goude bezan gouarnet e eskopti epad triouec'h vla.

************************

 

SANTEZ BARBA


Ober a rêr hirie ive gouel santez Barba, merzeriet en broiou ar zav-heol en kantvejou kentan an Iliz. Pedi a rêr anezi evit bezan diwallet diouz an tan, ar c'hurun, ar maro prim, ar seiz pec'hed marvel, hag evit goulenn ar c'hras da gaout ar zakramanchou arôk mervel.

************************


KENTEL

Eur zant, trist a zo trist e santetez

« An hini ne fell ket d'ezan kemer e-unan, na lezel ar re-all war e dro da gemer tamm plijadur ebet, a zo en e galon, eme sant Fransez a Zal, eun tech fall eus ar re fallan. » Rak, herve ma lavare gwechall an Otrou Guillou :

Heb eur begad pebr ha hôlen,

Eo meurbed goular ar zouben; 

Er giz-ze, ma n'ho peus bemdez, 

Nemet labour tenn hag enkrez, 

E vo divlas ho teveziou : 

Red eo plijadur a-wechou.

Red eo diskuizan beb an amzer. Ar c'horf hag ar spered n'eo ket dir ha houarn int; n'int ket goest da badout, hep paouez eur pennad bennak gante.

Mes evel ma zo poan ha poan, poan hag a dalv da brenan hon flas er baradoz, ha poan hag a dalv da brenan hon flas en ifern, zo ive plijadur ha plijadur; plijadur hag a dalv evit ar baradoz, ha plijadur hag a dalv evit an ifern. Rak-se 'ta, arôk kemer hon lod en plijaduriou ar vue-man, eo red d'imp teurel evez oute ha mont d'eze gant furnez, sapienter, evel ma lavar d'imp ar Spered-Santel.

Gant furnez, da lavaret eo, o c'hemer pa ve ar mare d'hen ober, ha nan pa ve ar mare da labourat, da gousket pe da bedi.

Gant furnez, da lavaret eo c'hoaz, kemer ar re hepken n'hallont ober droug ebet d'hon zilvidigez.

Gant furnez, da lavaret eo, kemer, kentoc'h, ar re aneze a. c'hall, ouspen didui, ober vad d'ar spered ha d'ar galon, evel mac'h eo ober eur bale, lenn eul levr kaer, pe selaou displegan eur pez-c'hoari plijadurus ha skouerius bennak.

-------------------------

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica