retour à la page d'accueil

pages 847, 848

Pages 847, 848

*******

C'houec'hvet devez a viz Kerdu

SANT NIKOLAS

Eskob Myr

-----------------------


Nikolas eo mignon ar vugale, gloar an dud yaouank, splander ar veleien ha sklerijen an eskibien; ar bed holl a ra e veuleudi, hag an nenv, kouls hag an douar, a embann e vurzudou.

Genel a reas en Azi-Izelan. Adalek e vugaleach, e viras yun ar merc'her hag ar gwener, evel m'oa gourc'hemennet en amzer-ze gant an Iliz.

Abred e wiskas saë ar venec'h, en eur manati, demdost da gêr Myr; bras oa e garante evit an dud reuzeudik. War a lavarer, e sikouras ter blac'h yaouank a oa o vont da goll o enor, dre n'o devoa ket a beadra da zimezi herve o renk, ha gant ar pez a roas d'eze e c'halljont ober dimeziou dereat. En Myr e oa eun arc'heskopti, eleiz a eskoptiou stag outan; da varo an arc'heskob, Nikolas, deut da vezan abad er manati oa 'n em dennet ennan, a oe hanvet da bignal en e blas. Ar c'halloud en devoa d'ober miraklou; santelez dispar e vue, e aked evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, a vrudas dre holl e hano. Bezan e oa en Konsil Nise, elec'h ma oe kondaonet Arius; mervel a reas en Myr  war-dro ar bla 342. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur. Savet oe eleiz a ilizou en e enor, zoken, en broiou ar c'huz-heol, arôk ma oe digaset e relegou da gêr Bari. En amzer ma oa ar Vuzulmaned o klask astenn o galloud dre ar bed, tud a vor eus Bari a yeas gant tri lestr trezek ôchou an Azi. Diskenn a rejont tostan m'halljont da Vyr. En eur redaden, e tizjont ar gêr-ze, hag endra ne oa den war evez, ec'h ejont d'an iliz-veur, e torjont be sant Nikolas, hag e tigasjont gante e relegou. Tud Myr, pa weljont al laeronsi a oa c'hoarvezet, a redas war-lerc'h al laeron hep gallout o zapout. Ar re-man a 'n em gavas en Bari gant o zenzor, an 9 a viz mae 1087, hag a zougas anezan raktal da iliz Sant-Stephan. En devez-ze dioustu, tregont den klanv a 'n em gavas pare o pedi an ôtrou sant Nikolas; abaoue, ar vrud eus e vadelez hag eus e c'halloud a zo et a-bell bro, hag eleiz a dud ave bep bla o pardonan en Bari.

------------------

KENTEL

Ar vugaligou

Ar c'hiz a zo da lavaret : « Ar vugale ac'han, ar vugale a lez-hont. »

Bugale ha bugale a zo breman, evel n'eus bet biskoaz; bugale troëtoc'h war ar vad, dre m'eo bet silet d'eze en o gwad gant o zud.

N'eus douar ebet, n'eus forz pegen fall vefe, ha n'hellfed ket lakat da zougen frouez, gant poan hag amzer. N'eus krouadur ebet, kennebeut, ha n'eus forz pegen skanv-benn e vefe, n'hellfed ket digas ennan eur wellaën bennak, a-bouez poanial gantan.

Mar deo eta diroll ar vugale, an tad hag ar vamm a c'hall lavaret o mea culpa. Rak ar vugale a ve en bras ar pez ma vezont lezel da vezan a vihanik gant o zud. Nebeut a drec'h natur; unanik bennak hen gra, mes distank int.

Tadou ha mammou, ma karet ho pugale, digoret d'eze abred o sperejou hag o c'halonou; desket d'eze anaout ha karet an Otrou Doue; ar beden desket war barlen ar vamm a chom skrivet er galon; bugale pemp bla, en tiegeziou 'zo, a oar muioc'h a gatekiz evit bugale dek vla en tiegeziou-all. Desket d'eze karet ar bleuniou a vousc'hoarz ouzimp eus an douar, ar stered a vousc'hoarz ouzimp eus an nenv; al loened, ar zervijerien mut-ze a vev war hon zro; an nesan. Desket d'eze rannan an traouigou a roët d'eze, gant bugale-all o oad :

Gwell eo rannan etre dek 

Eget lezel unan heb.

Pardoni a rêr d'eur bugel ha n'en deus ket a spered; elec'h eur bugel ha n'en deus ket a galon, ne ve ket gouzanvet en neb-lec'h. Penôs-e teuio ho pugale da gât kalon, ma ne zesket ket aneze da vezan madelezus ?

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica