retour à la page d'accueil

pages 856, 857, 858

Pages 856, 857, 858

*******

Dekvet devez a viz Kerdu

Itron-Varia Loretta

1294

-------------------


Ma zo eun ti binniget war an douar-man, eo, a dra zur, an hini ma chomas ennan ar Werc'hez Vari, en Nazareth; abalamour da ze, ar gristenien gentan a reas eus o gwellan evit e viret en e zav.

Er pevare kantved, santez Helena hag an impalaer Konstantin a zavas eun iliz kaer warnezan; en eizvet kantved, p'en em lakas ar Vuzulmaned d'ober o reuz dre ar bed, iliz Nazareth a oe laeret, mes an ti santel n'en devoe droug ebet.

Pa c'hallas hon zud koz, er bla 1099, diframman Jeruzalem digant enebourien ar Groaz, Nazareth a welas deiou ken laouen hag ne devoa gwelet en amzer Helena ha Konstantin.

Pa oe dismantret rouantelez kristen Jeruzalem gant an Turked, e tiskarjont ive iliz Nazareth, mes gwellan oe, an ti santel n'en devoe droug ebet adarre. Neuze e c'hourc'hemennas an Otrou Doue d'e êle dougen anezan en eur vro gristen.

----------

D'an 10 a viz mae 1291, kilvizien eus an Dalmasi a oe souezet-maro o kaout eun tiig bihan war eun dosen en Rauniza, 'lec'h ne oa netra bet arôk. Pac'h ejont ebarz, e oent souezetoc'h c'hoaz. Dirak an nor, harp ouz ar voger, e oa eun ôter-ven; en kichen an ôter eur pres bihan, eun nebeut listri-kegin ebarz; en tu kle, eun oaled, hag 'us d'ezi eur skeuden eus ar Werc'hez, en he zav, ar Mabig Jezuz ganti war ne divrec'h; en tu deou, eun tammik prenestr.

Eleiz a dud a deuas da welet an neventi. Hogen, er mare-ze, Alexandr, eskob Tersatz, a oa gwall glanv war e wele, hag o vezan klevet komz eus ar pez a dremene en Rauniza, e kave diês n'halle ket mont e-unan da welet ar burzud. Ar Werc'hez, eleiz a êle endro d'ezi, a 'n em ziskouezas d'ezan en noz, a greiz ma oa o pedi, hag a lavaras d'ezan : « Ma mab, emezi, ma galvet a teus, setu me aman, evit rei da anaout d'it ar pez a glaskez gouzout. An ti a zo deut en deiou-man da Rauniza eo an ti on bet ennan o chom en Nazareth; eno am eus tremenet ma bugaleach; eno am eus bet digemeret salud an êl Gabriel; eno eo deut Mab Doue d'en em ober den. An ti-ze, gant aon na vije grêt re a zismegans d'ezan gant an dud divade, a zo bet douget er vro-man gant an Ele. Hag evit ma vezi test eus ar burzud, ha ma c'helli embann anezan, e roër d'it ar yec'hed. »

Ha war ar geriou-ze, ar Werc'hez a dec'has.

An eskob a zavas raktal eus e wele; pare mat oa. Mont a reas da Rauniza, ha rei a reas da anaout d'ar bobl an tensor a oa deut d'ezan. Gouarner ar vro, Nikolas Frangipane, a gasas tri den gouiziek da Nazareth, da welet ha ne oa mui eno ti ar Werc'hez. P'en em gavjont er Galile, e klevjont gant tud Nazareth e oa tec'het an ti santel eus o c'hêr, en noz etre an 10 hag an 11 a viz mae. An diaze anezan a weled c'hoaz, koulskoude, ha grêt oa gant ar memes mein, ha bezan en devoa ar memes hed hag ar memes lec'hed ha mogeriou an ti a oa en em gavet eu Rauniza.

Siouaz ! levenez tud an Dalmasi ne badas neimet tri bla ha seiz miz. An 11 a viz kerdu 1294, e weljont e oa êt o zensor digante; nijet oa en Itali, en tu-all d'ar mor , ha diskennet oa en Rekanati, en kreiz eur c'hoad lore. Eiz miz war-lerc'h, e oe douget eun hanter-leo ac'hane, ha prest goude e oe diazezet war an hent a ya eus a Rekanati d'ar mor. Eno eo chomet abaoue. Er XIVet kantvet zo bet savet 'us d'ezan eun iliz eus ar re gaeran hag ar pabed a zigoras gant largente tensor an induljansou evit ar re a yaje di bardonan. An iliz-ze a oe hanvet Itron-Varia Loretta, abalamour d'ar c'hoad loro 'lec'h ma oe laket da gentan an ti santel, pa oe digaset gant an Ele eus an Dalmasi d'an Itali.

En Loretta, er bla 1483, eo bet savet Litaniou ar Werc'hez, hag abalamour da-ze e hanver aneze a-wechou Litaniou Loretta.

-----------------


KENTEL

Dor an nenv

Mari eo dor an nenv. Porta cœli.

Drezi, Doue a zo diskennet betek ennomp.

Jezuz a c'hallje bezan deut er bed, en kreiz e nerz, evel Adam; mes n'eo ket bet falvezet gantan en em ziskouez en doare-ze d'un dud.

Diskennet eo bet en korf ar Werc'hez, ha gourvezet en deus e izili dister ha dinerz a vugel war blouz kraou Bethleem.

Moïzez a zigoras hent ar mor ru; Josue a c'hourc'hemennas d'an heol; Pôl a lakas ar re varo da zevel eus o beziou; galloudus int bet, ha petra int, koulskoude, en kichen ar Werc'hez a lakas Jezuz er bed ?

Mari eo dor an nenv. Drezi e pignomp betek Doue; drezi e kouez holl grasou an nenv war an douar. Kement hini a gar anezi a 'n em gav en porz ar zilvidigez.

Pedomp eta bemde Mamm Doue, a greiz kalon, ha lakom enni hon holl fizianz..

N'eus ket bet klevet c'hoaz lavaret e vefe hini hag en deve he fedet ha ne vefe ket bet chilaouet.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica