retour à la page d'accueil |
pages 858, 859, 860
pages 858, 859, 860
*******
Unnekvet devez a viz Kerdu
SANT DAMAZ
Pab (366-384)
------------
Ar zant-man, ma n'eo ket ganet en Rom, a oa yaouank-flamm pa deuas di da chom gant e c'hoar Irena. Bezan en devoa eur spered lemm hag eur
galon vat, ha setu perak e oe grêt avieler eus unan eus ilizou Rom.
Ar pab Liber o vezan bet harluet gant an impalaer Konstans, Damaz a zalc'has tost d'ezan hag a heuilhas anezan betek kêr Bere, en Thras. Pa c'hallas dizrei, e kemeras anezan da vikêl-vras da rei dorn d'ezan da c'houarn an Iliz.
Pa varvas ar pab Liber, Damaz a oe choazet evit derc'hel e blas. An holl gristenien vat a drugarekaas Doue da vezan roët d'eze eur pab ken santel ha ken gouiziek. Koulskoude, eun avieler, hanvet Ursin, a yeas droug ennan hag a c'hallas gonid eul loden eus ar bobl; war e veno, n'eo ket Damaz, mes hen e-unan eo a dleje bezan bet hanvet. Trouz a zavas en Rom, ha kalz a dud a oe lazet. An impalaer Valantinian a roas urz da gas Ursin er-mêz eus ar vro, hag epad eur pennad, Damaz a oe didrubuilh.
Koulskoude ar peuc'h ne badas ket pell, rak dal ma c'hallas Ursin distrei da Rom, e klaskas an tu d'en em venji; mont a reas, zoken, betek tamall d'ar pab eur pec'hed eus ar re vrasan. Kerkent ha ma klevas sant Damaz ar pez a oa digouezet, e c'hourc'hemennas d'an eskibien diwar-dro Rom en em vodan endro d'ezan, hag e tiskouezas d'eze ne oa nemet geier gant e enebourien. An eskibien a dôlas an eskummunugen war Ursin ha war e vignoned, hag a zougas al lezen-man : « Diwar vreman, an neb a damallo e nesan en gaou, a vezo kondaonet d'ar pez ma felle d'ezan kondaoni e nesan. »
Damaz a bedas meur a wech an eskibien da zont da Rom evit en em glevet diwar-benn ar pez a oa ar gwellan d'ober evit gloar Doue ha hini an Iliz. Er c'honsil divezan, en em gavas sant Ambroaz ha sant Jerom. Damaz a zalc'has sant Jerom gantan hag hen c'hargas da lakat ar Skritur-Zakr en latin. Hen ive eo a c'hourc'hemennas kanan ar Gloria Patri da fin pep psalm.
Sant Damaz a varvas an 11 a viz kerdu 384; e oa o ren e bevar-ugent vla, hag arôk mervel, e lavare en em gave eurusoc'h da vezan kerzet war roudou Jezuz-Krist eget da vezan bet e vikel war an douar.
----------------------
Hirie e rêr ive gouel an daou sant Envel, daou vreur, o-daou abaded, a ziskennas en Arvorig, gant o c'hoar Yuna,
en kerz ar Vlet kantved. Sevel a rejont peb a beniti en koajou Koad-an-Noz hag eno e vevjont didrous
'c'han ma teuas Doue d'o c'herc'hât.
Ar c'hosan eus an daou vreur a oa e beniti 'lec'h man breman iliz goant Lok-Envel; ar yaouankan oa o hini 'lec'h 'man hirie Chapel ar C'hoad, war douar santez Yuna oa o chom en Plouneve.
Pardon sant Envel yaouank a ve grêt ar zul kentan a viz gwengolo; hini e vreur, patron Lok-Envel, ar zul war-lerc'h an 11 a viz kerdu.
Sant Envel a zo pedet evit diwall al loened diouz ar bleidi ha diouz ar c'hlenvejou.
*************
KENTEL
Ar garante evit an nesan
Diskouez a reomp hon c'harante en kenver hon nesan en pemp doare :
I. — O chom hep rei skouer fall, hag o rei skouer vat d'ezan. Pa laerer an nesan, e lemer digantan eur vad hag a dremen. Pa zroug-prezeger anezan, e lemer digantan e vrud vat; gwasoc'h droug a rêr en doare-ze eget o laerez; mes gwasoc'h droug a rêr c'hoaz o rei skouer fall, rak ar skouer fall a hardisa an dud ouz ar pec'hed hag o lak war an tu da chom heb ober o zilvidigez.
N'eo ket awalc'h d'imp chom heb ober an droug, red eo d'imp ober ar vad; n'eo ket awalc'h d'imp chom hep rei skouer fall, red eo d'imp rei skouer vat; rak eur skouer vat hepken a zoug a-wechou muioc'h a frouez eget ar brezegen gaeran.
Diskouez a reomp c'hoaz hon c'harante en kenver an nesan o c'houzanv anezan heb en em glemm. Rak arabad d'imp kredi e vefemp hon unan direbech war an douar. Mar hon deus eun draïk bennak da c'houzanv abeurz hon nesan, arabad d'imp kredi n'en deve ket meur a dra da c'houzanv ive eus hon feurz hon unan, hag evelse, bezomp trugarezus en e genver, ma fell d'imp e vefe en hon hini.
III. — Mar ne dalv man ar c'hlemmou da sioulât spered an nesan, eul louzou zo hag a c'hall bezan talvoudus evit se, hag eo ar beden. Pa welfomp yenien o sevel etrezomp hag ar re a zo war hon zro, pedomp evite, hag ar yenien a dec'ho kuit.
IV. — Diskouez a reomp hon c'harante en kenver hon nesan. evit pez a zell ar c'horf, dre an aluzen.
Eun dra dister, zo roët raktal m'eo goulennet,
A dalv daou vene aour eus an nenv diskennet.
V. — Erfin, ar garante en kenver an nesan, evit bezan henvel ouz ar garante en deus Jezuz-Krist evidomp, a c'houlenn ouzomp eun dra-all c'hoaz : ma pardonfomp hon enebourien. "Keit ma n'ey ket hon c'harante betek eno, arabad d'imp kredi e vefemp
diskibien da Jezuz-Krisï, rak n'omp ket, pa ne reomp ket 'vel e lavar.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |